Savage Model 110
Savage Model 110 | |
---|---|
Ur garabinenn Savage Model 110 BA | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Karabinenn |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | .30-06 Springfield ha .270 Winchester (da gentañ), kalz kalibroù all hiziv an deiz |
Produer | Savage Arms |
Bloavezh krouidigezh | 1956 |
Mare produiñ | Abaoe 1958 |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù) | |
Mas (hep kartouchenn) | War-dro 3,100 kg |
Hirder ar c'hanol | Etre 508 ha 660 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv etre 2 ha 4 c'hartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Savage Model 110 zo ur rummad karabinennoù-morailh kambret evit kartouchennoù skoet en o c'hreiz, produet abaoe 1957 gant an embregerezh stadunanat Savage Arms. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit meur a seurt tennerien : chaseerien, nerzhioù-surentez pe tennerien sport. Unan eus brudetañ karabinennoù amerikan eil hanterenn an XXvet kantved eo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kreiz ar bloavezhioù 1950 e c'houlennas an embregerezh Savage d'e ijinour Nicholas L. Brewer, bet o labourat evit Stevens a-raok an Eil Brezel-bed, sevel ur garabinenn-vorailh nevez gouest da zegemer kartouchennoù skoet en o c'hreiz galloudus[1]. Mervel a reas an ijinour e miz Kerzu 1956[2] prestik goude bezañ echuet tresañ teknikel ur garabinenn nevez hag a voe anvet Model 98 peogwir e oa da vezañ gwerzhet e 97,95 $. Diwezhatoc'h e voe komprenet e vije diaes gwerzhañ an arm er priz-se, hag adanvet e voe Model 110 ha gwerzhet e voe da gentañ e 109,95 $. Kambret e oa da gentañ e .30-06 Springfield hag e .270 Winchester. Ar skouerennoù kentañ a voe produet e 1957 ha gwerzhet adalek 1958[1].
Degemeret e voe mat an arm e metoù an dennerien amerikan. E 1966 e voe degaset kemmoù d'ar c'harger ha lakaet an draen da vezañ reoliek. Anvet e voe an adstumm Model 110C. Soñjet e voe ivez an adstumm-mañ evit izelaat koustoù ar produiñ oc'h implijout teknikoù simploc'h. E 1998 e oa 18 adstumm eus ar Model 110 e gwerzh[3]. E 2024 e kinnige an embregerezh Savage 45 adstumm eus ar Model 110, dezhe kalibroù, danvezioù pe kanolioù disheñvel.[4]
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) GREENLEAF Bob, The Savage Model 110 Rifle e Precision Shooting Magazine Vol. 45 n°3, miz Gouere 1997, adembannet war SavageShooters.com e 2004 (lennet d'an 09/05/2024)
- ↑ (en) Nichols L. Brewer obituaries e Tampa Bay Times, St Petersburg, Florida, 23/12/1956, p. 15
- ↑ (en) GREENLEAF Bob, The Savage Model 110 Rifle, The rest of the story, e Precision Shooting Magazine Vol. 45 n°9, miz C'hwevrer 1998, adembannet war SavageShooters.com e 2004 (lennet d'an 09/05/2024)
- ↑ (en) Pajenn ar Model 110 war lec'hienn Savage Arms (lennet d'an 09/05/2024)