Ruvelieg
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Ruvelieg | ||
---|---|---|
![]() Gwel hollek. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Remouillé | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Kelenneg-ar-Mewan betek 2015, Klison abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44142 | |
Kod post | 44140 | |
Maer Amzer gefridi | Jérôme Letourneau 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Klison Sevr ha Mewan Tolpad | |
Bro velestradurel | Bro Gwiniegi Naoned | |
Lec'hienn web | http://www.remouille.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 958 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 92 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 38 m bihanañ 17 m — brasañ 61 m | |
Gorread | 21,38 km² | |
kemmañ ![]() |
Ruvelieg (Remouillé e galleg) a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, met e Poatev ent-istorel.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Mewan emañ Ruvelieg.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dauzat & Rostaing ː Remouille, 1123
Gerdarzh
Hervez Dauzat ha Rostaing, war a-seblant diwar un anv den Romulus gant lost-ger -onem
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troc'het; ouzh 1 en argant e groaz pavek en gul, heuliet ouzh kab dehoù gant ur steredenn ivez en gul; ouzh 2, en gul e gastell tourigellet a dri en aour, digoret ha dedoullek en glazur, heuliet gant div brizhenn ginerminig en argant.
Sturienn ː DOMINARI NEC MINARI
Aozerien ː Ao. chalony Corbineau ha Michel Pressensé.
Kuzul ar Gumunn ː 11 a viz Kerzu 1992ha 22 Genver 1993
Displegadur ː 1, kroaz marcheien an Templ; 2, kastell konted Poitiers (Ruvenieg e oa ur barrez fonnus da vro Boatev)
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1789, pa oa bet savet an departamantoù gall e vije bet eskemmet Ruvelieg (a oa e Poatev), ouzh Brufer a oa e Breizh, a zo en em adkavet e departamant ar Vande.
- Krouet e voe kumun Ruvelieg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Henwinieg hag e Bann Klison. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned[2]. E 1802 e voe lakaet Kelenneg da benn ar c'hanton e-lec'h Henwinieg, ha Ruvelieg en em gavas e Kanton Kelenneg.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 50 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,23% eus he foblañs e 1911[3].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Klison pa voe diskaret Kanton Kelenneg-ar-Mewan e 2014[4].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr, XVvet kantved-XIXvet kantved.
- Kastell ar Peniti.
- Monumant ar re varv[5].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1989 | maer a-vremañ | Robert Gouraud | ||
1983 | 1989 | Pierre Lemoine | ||
1983 | Henry Gadais | |||
... | ... | ... | ||
1853 | 1865 | Jean Pierre Garreau | ||
... | 1853 | Jean Guichet | ||
... | ... | ... | ||
... | ... | Henri Claude Guignard | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Badereau,
aotrou la Caffinière |
en gul e ziv c'hleze lammellet, begoù ouzh kab, heuliet ouzh kab hag ouzh lezioù gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014. ArMen. 1992