Red Orchestra: Ostfront 41-45
- Ur bajenn disheñvelout Red Orchestra zo ivez.
Red Orchestra | |
---|---|
![]() | |
Doare | C'hoari tenn kentañ sell |
Embannet | ![]()
|
Krouerien | Tripwire Interactive |
Embanner | Bold Games stumm boest Steam stumm niverennel |
Doare | C'hoari e-unan Liesc'hoarier |
Sistem diazez | Microsoft Windows |
Sistemoù | Microsoft Windows |
Bro | Tripwire Interactive ![]() |
Motor video | Unreal Engine 2.5 |
Lec'hienn internet | Lechienn ofisiel Red Orchestra: Ostfront 41-45 |
Peseurt oad | ![]() |
kemmañ ![]() |
Red Orchestra: Ostfront 41-45 a zo ur c'hoari tenn kadoniel d'ar c'hentañ sell diazezet war zar mod Red Orchestra: Combined Arms. Goude bezañ bet ar maout er genstrivadeg Make Something Unreal, ar skipailh trec'h a savas ur studio Tripwire Interactive hag a sevenas ar c'hoari Red Orchestra: Ostfront 41-45 evel kentañ raktres.
Aergelc'h ar c'hoari a zo Talbenn ar Reter e-pad an Eil Brezel-bed etre 1941 ha 1945, Red Orchestra: Ostfront 41-45 a ro tu d'ar c'hoarier da vont etrezek ar stourm etre ar soviediz hag an nerzhioù alaman. Krouer ar c'hoari, Tripwire Interactive, a sevenas ar c'hoari adal e labour war ur mod da Unreal Tournament 2004, Red Orchestra: Combined Arms.
E miz Ebrel 2009, e oa bet gwerzhet 400 000 skouerenn eus ar c'hoari.
Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


![]() Doare c'hoari Red Orchestra : Ostfront 41-45, ur mailh-tenner o sellet a-raok tennañ pizh |
Red Orchestra a zo savet muioc'h evit arstumm liec'hoarier evit na vefe unc'hoarier, bez ez eus eus ul lodenn d'ar c'hoari hag a a zo unc'hoarier met bez eo dreist-holl un digarez da gourdoniñ an nevez c'hoarierien d'an doare c'hoari (penaos fiñval, reiñ urzhioù, fiñval ur c'harbed). |
Kartennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Red Orchestra a vez 16 kartenn ofisiel dezhañ ha 10 kartenn savet gant kumuniezh ar c'hoarierien hag harpet gant krouerien ar c'hoari. Ar Red Orchestra SDK, hag a zo chomet dindan stumm un doare beta, en deus roet an tu d'ar c'hoaririen da sevel kantadoù a gartennoù memestra.
Kartenn ijinet Talbenn ar Reter 1942
Emgann Stalingrad 1942-1943
Emgann Berlin 1945
Emgann Berlin, ur sell war ar Reichstag