Mont d’an endalc’had

Mailh-tenner

Eus Wikipedia
Mailh-tenner
military profession, micher
Iskevrennad eusmilour, gunner Kemmañ
Stumm benel an dikedenntireuse d'élite, Schützin, ostrostrelka Kemmañ
Stumm gourel an dikedennSchütze, ostrostrelec Kemmañ
Ur mailh-tenner e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Mailh-tenner a vez graet eus un den barrek war an tennañ a-bell gant ur fuzuilh-resisted. Daou zoare anezho a vez kavet :

  • An tenner-resisted ((en) marksman, gwechall sharpshooter) a zo perzh eus ur gevrenn troadegiezh en arme. E rol eo dastum titouroù, kelaouiñ penn e gevrenn war hec'h endro, ha distruj dafar pe neptuiñ enebourien betek war-dro 600 metr a-drugarez d'ur fuzuilh-resisted[1]. Tennerien-resisted a zo ivez er strolladoù surentez evit gwareziñ pennoù-bras, evezhiañ lec'hioù kizidik evel ar c'hreizennoù nukleel pe talañ ouzh sponterien pe skraperezhioù gouestlidi[2].
  • An tenner ar gwellañ pe sniper a labour en arme en ur skipailh bihan (daou pe tri den), asambles gant un arseller a sikour anezhañ da zielfennañ an endro ha da reizhañ e dennoù[1]. Implijout a ra ur fuzuilh-resisted dezhañ ur c'halibr kalz kreñvoc'h evit hini an tenner-resisted (.50 BMG da skouer[3]) evit gellet tennañ pizh pelloc'h evit 600 metr.
Tennerien ar gwellañ poltredet da vare emgann Stalingrad (miz Kerzu 1942)
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Être tireur d'élite et tireur de précision war defense.gouv.fr, 03/02/2023 (lennet d'ar 06/07/2024)
  2. (fr) Tireur d’élite en gendarmerie : « La première cartouche doit faire mouche », war gendarmerie.interieur.gouv.fr, 02/02/2022 (lennet d'ar 06/07/2024)
  3. Gwelet ar c'halibroù implijet ar muiañ e roll taolioù-dreist ar sniperien hervez hed an tenn (Wikipedia saoznek)