Mont d’an endalc’had

Red Orchestra: Combined Arms

Eus Wikipedia
Red Orchestra: Combined Arms
c'hoari video
Tachennfirst-person shooter Kemmañ

Red Orchestra: Combined Arms a zo ur mod, c'hoari tenn kadoniel d'ar c'hentañ sell embannet d'ar 26 a viz Eost 2004, adsevel hollek d'ar c'hoari Unreal Tournament 2004 ha da gentañ Unreal Tournament 2003 savet e oa bet gant ur skipailh saverien modoù d'ar c'hoarioù video etrevroadel ha dizalc'h. An aergelc'h a zo hini Talbenn ar Reter, e-pad an Eil Brezel-bed.

Istor ar sevel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur genstrivadeg a oa bet aozet gant Nvidia anvet Make Something Unreal. Ar pal a oa da lakaat tud da sevel modoù c'hoari video adal al lusker c'hoari video perc'hennet gant ar studio Epic Games. Goude tri tro e oa bet ar maout gant ar skipailh a zeuio da vezañ Tripwire Interactive, ar c'hentañ plas a voe enoret gant ur sammad arc'hant a 10 000 Dollar[1].

Saverien ar mod Red Orchestra, The Red Orchestra team deuet da vezañ ar studio Tripwire Interactive, en doa kemeret perzh er genstrivadeg Make Something Unreal, ouzhpenn d'an archant o devoa gounezet ar gwir da implij digoust arioù Unreal Engine 2.5 hag Unreal Engine 3.0 gant ar gwir da vezañ perc'henn d'an archant rastelet dre ar werzhadennoù. Gant ma voe gwellaet ar mod e voe ouzhpennet karbedoù er stumm 3.0 d'ar mod. Gwellaet e voe c'hoazh ar mod betek tizhout ar stumm 3.3, an hini diwezhañ d'ar mod.

Doare c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Red Orchestra a zo ur mod savet gant ar pal pennañ da vezañ an tostañ eus gwirvoud ar brezel. Ar gwirvoud a zo bet labouret kement evit an doare c'hoari met ivez e-keñver an adsevel istorel.

D'al lun 21 a viz Du 2005, Tripwire Interactive, a embann e vo savet ur c'hoari gwirion ha n'eo ket mui ur mod nemetken anvet Red Orchestra: Ostfront 41-45 dre Steam, savenn gwerzh Valve Corporation. Ar c'hoari a oa bet embannet d'ar meurzh 14 a viz Meurzh 2006 war ar savenn Steam.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]