Nvidia
Nvidia Corporation, brudetoc'h evel Nvidia (stilizet NVIDIA), zo un embregerezh teknologel stadunanat eus Delaware ha diazezet e Santa Clara, Kalifornia.
Fardañ a ra prosezerioù grafek (Graphics Processing Units, GPUs) evit ar c'hoarioù video hag ar marc'had micherel. Sevel a ra ivez Systems on a Chip (SoCs) evit ar poellgomzerioù.
Ar c'hartennoù grafek diazez savet gant an embregerezh eo ar rummad anvet "GeForce", hag a zo kevezer ouzh re Advanced Micro Devices (AMD) ha re Radeon. Krog eo Nvidia da ledanaat e c'halloud e bed ar c'hoarioù video dre Shield Portable, Shield Tablet ha Shield Android TV.