Que la fête commence
Titl | Que la fête commence |
---|---|
Tachenn | film istorel |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Deiziad embann | 1975 |
Sevener | Bertrand Tavernier |
Senarioour | Bertrand Tavernier, Jean Aurenche, Pierre Bost |
Rener ar skeudennaouiñ | Pierre-William Glenn |
Production designer | Pierre Guffroy |
Sonaozer | Philippe d'Orléans |
Amleder | Cinema International Corporation, Netflix |
Lec'h an istor | Frañs |
Lec'h filmañ | Menez-Mikael-an-Are, Sibirill |
Liv | liv |
Prizioù resevet | César Award for Best Supporting Actor, César Award for Best Writing, César Award for Best Production Design, César Award for Best Director |
Bet kinniget evit | César Award for Best Supporting Actress, César Award for Best Music Written for a Film, César Award for Best Film |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Que la fête commence (Ra grogo ar gouel e brezhoneg) zo ur film istorel gall, sevenet gant Bertrand Tavernier (diwar ur senario savet gantañ ha Jean Aurenche), hag a oa deuet er-maez d'an 23 a viz Meurzh 1975.
Troet e oa bet ar film etre ar 16 a viz Gwengolo hag an 9 a viz Du 1974, ul lodenn vras anezhañ bet enrollet e Breizh, er Mor-bihan, war Menez-Mikael-an-Are hag e Kastell Tonkedeg (Aodoù-an-Arvor) peurgetket.
Kant pevarzek munutenn e pad ar film, a c'hoarvez en XVIIIvet kantved, da vare ar Rejañs, pa voe savet an irienn brudet-mat gant Chrysogone-Clément de Guer, anavezet ivez evel markiz Pontkalleg. Ul lodenn eus sonerezh ar film a oa bet dibabet e-touez an oberennoù bet aozet gant ar rejant Fulup II Orleañs e-unan. En dibenn e klever Gilles Servat o kanañ ar gwerz Marv Pontkalleg.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kentañ palefarzh an XVIIIvet kantved emeur hag emañ ar roue Loeiz XIV (1638 - 1715) o paouez mont da Anaon. Fiziet eo rejañs ar rouantelezh en e niz, an dug Fulup II Orleañs (1674 - 1723), da c'hortoz ma vo tizhet e oad-gour gant Loeiz XV (1710 - 1774). Padal, an dug zo ur pitaouer e-touez ar re washañ ha diskouez a ra bezañ levezonet-bras gant alioù fall an aotrou beleg Guillaume Dubois (1656 - 1723). E-keit-se, e Breizh, e klask markiz Pontkalleg ober d'an noblañs kemer an armoù evit ma vo diskaret rejant ar Rouantelezh.
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Philippe Noiret : Fulup II Orleañs (adkemeret e vo ar roll-mañ gant an aktour da-geñver Le Bossu, ur film gant Philippe de Broca (1997)),
- Jean Rochefort : an aotrou beleg Dubois,
- Jean-Pierre Marielle : Chrysogone-Clément de Guer,
- Marina Vlady : Marie-Madeleine de la Vieuville, gwreg kleiz an eilrener-rouantelezh,
- Christine Pascal : Émilie.
Kemer a reas perzh Marielle, Noiret ha Rochefort en ur film a-gevret adarre, Les Grands Ducs gant Patrice Leconte, daou vloaz warn-ugent diwezhatoc'h, e 1996.
Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deroet e oa bet Priz Méliès d'ar film e 1975.
Un nebeud goproù a voe tapet gant Que la fête commence da-geñver lid ar Césars e 1976 :
- gwellañ aktour o c'hoari un eilroll, bet deroet da Jean Rochefort,
- gwellañ senario, bet deroet da vBertrand Tavernier ha Jean Aurenche,
- gwellañ filmaozour, bet deroet da vBertrand Tavernier,
- gwellañ kinkladur, bet deroet da bPierre Guffroy.