Pontkalleg (markiz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pontkalleg dibennet e Naoned - engravadur gant Jeanne Malivel

Chrysogone-Clément de Guer, Markiz a Bontkalleg, (1679-1720) a voe unan eus an noblañsoù a gemeras perzh en un irienn vihan da vare Montesquiou.

D'an 28 a viz Kerzu 1719 e voe lakaet harz warnañ e presbital An Ignol e-lec'h m'en doa kavet repu. Barnet e voe e Naoned, kondaonet, ha dibennet d'ar 26 a viz Meurzh 1720.

Markiz Pontkalleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenarroud politikel hag istorel [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet e oa Loeiz XIV e 1715 ha neuze e oa deuet mare ar rejañs gant Fulup II Orleañs. Ouzhpenn-se e oa brezel e Bro-C'hall a-enep Spagn abaoe pell amzer. Neuze gant ar cheñchamant renad politikel e oa bet kresket an tailhoù hag aet e oa skuizh ar bobl gant kement-se, noblañsoù bihan dreist-holl. Ar Markiz Pontkalleg, gant noblañsoù all, a oa savet a-enep d'ar Rejant ha d'e bolitikerezh.

Piv e oa ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Markiz Pontkalleg a oa un den yaouank eus an noblañs bihan. Etre Pondi hag an Oriant e oa e zouaroù, e-lec'h ma oa e gastell. Servijet en doa dek vloaz e-barzh an arme, distroet e oa da Vreizh goude-se evit adkavout e vuhez a zenjentil. Kemer a ra perzh en Istor gant afer irienn Pontkalleg.

Petra en deus graet ha penoas eo marv ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget en deus an istor pa erruas Montesquiou e penn proviñs Roazhon ha pa greskas an tailhoù. Neuze eo bet divizet gant lod eus an noblañs en em aozañ eneptañ hag a-enep penn bras Bro-C'hall : ar Rejañ, sikouret int bet gant duk ar Maine , unan eus bastarded ar roue marv. Ar ravolt-se a zedenno Bro Spagn hag he roue Fulup V (mab bihan da Loeiz XIV) a oa dedennet ivez gant plas ar Rejañ hag a oa mignon gant duk ar Maine.

Sinañ a reas ar Markiz pontkalleg un destenn a enep kreskadurezh an tailhoù. Klasket n'eus sevel un arme gant labourerien douar diwar goulenn duk ar Maine evit mont e Roazhon enep Montesquiou. An irienn-se n'oa ket tizhet he fal, ha kondaonet d'ar marv oa bet e Naoned d'ar 26 a viz Meurzh 1720.

Gwerz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digoradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gwerz skrivet diwar-benn marv markiz Pontkalleg a zo, sur a-walc'h, unan eus ar gwerzioù brudetañ ha pouezusañ e-touez an holl werzioù anavezet e Breizh. Ar gwerzioù-se, evel hini marv markiz Pontkalleg, a gont istorioù c'hoarvezet da Vretoned 'zo, ha treuzkaset dre gomz a rummad da rummad. Kontañ a reont dreist-holl istorioù lec'hel diwar-benn darvoudoù brudet eus Istor ar vro. Memor markiz Ponkalleg a zo bet treuzkaset dre ar gwerzioù gant tud eus Kreiz Breizh e-pad ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz.

Framm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En istor marv markiz Pontkalleg e vez graet un haroz anezhañ en ur greñvaat e skeudenn. Ur framm resis en deus ar gwerz : 64 distik en holl, 8 silabenn bep linenn. Savet eo bet ar gwerz e 4 lodenn : Plijet eo ar bobl gant ar markiz. Diskouezet e vez diwar betra eo tamallet ar markiz en eil lodenn. An doare m'eo bet taget ha barnet Pontkalleg. Tristidigezh ar bobl gant marv o haroz.

Er penn kentañ n'eo ket diskouezet ar markiz Pontkalleg evel un den mat. Ha tamm-ha-tamm e teu da vezañ gwelet gwelloc'h-gwell gant an dud. Hag er fin eo deuet da vezañ skeudennet evel ur merzher (da skouer, er werz e varv da zaou vloaz warn-ugent, daoust ma oa marvet da daou-ugent bloaz e gwirionez). Roet e vez dezañ skeudenn un den digablus o sikour pobl Breizh. Aroueziet eo, ur seurt bourc'hiz eus tu ar bobl. Ur plas bras en deus ar Markiz Pontkalleg e-barzh tudennoù ar Barzaz Breiz a sav a-enep ar C'hallaoued. Ur seurt chouan abred !

Dastum[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwerzioù disheñvel a zo bet dastumet war istor ar markiz Pontkalleg etre an XIXvet hag an XXvet kantved. Trizek anezho a zo bet dastumet dre skrid ha c'hwezek all a zo bet dastumet nevez 'zo dre gomz. Gant al lusk dastum ar c'hanaouennoù hag an istorioù lec'hel kozh war ar c'hevandir kozh e krogo an dud da zastum kanaouennoù e Breizh. Adalek ar bloavezioù 1830 e krogo Kervarker (Théodore Hersart, de la villemarqué) da zastum kanaouennoù o kenderc'hel gant labour e vamm. Embann a raio un dastumad gentañ e 1839 anvet Barzaz Breiz : chants populaires de la Bretagne, met en eil embannadur e 1845 e vo kavet gwerz markiz Ponkalleg. Ret eo kontañ an holl werzioù adkemeret gant ar strolladoù sonerien a-vremañ.

  • Maro Pontkalek, Barzaz Breiz, Kervarker.
  • Marv ar Markiz a Bontkalleg, Chants et airs traditionnels du pays vannetais (fin XIXe), Augustin Guillevic, Jean-Mathurin Cadic, Dastum Bro-Ereg hag Archives départementales du Morbihan.

Emdroadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur werz a zo bet savet war marv ar markiz, meur a skouerenn anezhi a gaver.