Pleurdud
Pleurdud | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ploërdut | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56163 | |
Kod post | 56160 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Luc Guilloux (Strollad Sokialour Gall) 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | www.ploerdut.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 228 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 16 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 212 m bihanañ 114 m — brasañ 285 m | |
Gorread | 75,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleurdud a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar Skorf emañ Pleurdud.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Ploerdut, 1285; Plouiredut, 1387; Pluerdut, 1407; Ploeretut, 1453; Ploerduc, 1516; Pleurdut, 14553; Pleurduz, 1630; Plouerdut, 1779
Gerdarzh
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul e dreustell en argant karget gant ul las-karantez en sabel loc'hant diouzh al lezioù, heuliet ouzh kab gant div mailhenn en aour, hag ouzh beg gant ur pennzelwenn rod-heoliek Sant Ildud ivez en aour; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An hent roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Vorgium (Karaez bremañ) a dreuze Pleurdud.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Pleurdud, François Roüan e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3] .
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Pleurdud e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pleurdud da benn ur c'hanton, hini Pleurdud; div c'humun a oa ennañ: Lanwelan ha Pleurdud; e Bann ar Faoued e oa. Diskaret e voe Kanton Pleurdud gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Pleurdud e Kanton ar Gemene bet miret ha brasaet e 1801 gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 162 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,50 % eus he foblañs e 1911[6].
- Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 357 repuad e Pleurdud; 8 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[7].
- 1944:
- d'ar 15 a viz Mae e voe tapet 53 180 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, 25 950 Lur d'ar 6 a viz Even ha 4 000 Lur d'an 29 a viz Gouere, ar re-mañ a voe rentet d'ar 5 a viz Gwengolo[8];
- e miz Even 1944, daou zen eus ar Rezistañs a voe bet lazhet gant an Alamaned; ur paotr all a voe lazhet p'edo o klask tec'hout;
- fuzuilhet e voe ur gwaz ag ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere abalamour d'e berzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[9];
- d'an 31 a viz Gouere e teuas kantadoù a vilourion alaman da dagañ paotred ar strouezheg e Moustoer-Riallan; daou zen eus ar Rezistañs a voe lazhet, met an Alamaned a gollas tregont soudard, lod anezhe lazhet, ar re all gloazet hepken[10].
- Mervel a reas 14 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs aboe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 21
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Cassini - EHESS - Pleurdud - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 262
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 119
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 263
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 53-55
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv