Pipi Gonto
Pipi Gonto zo un dastumad danevelloù diwar zorn Dir-na-Dor (Dir-na-Dorr a vije skrivet bremañ), anv pluenn Erwan Charlez Mari ar Moal (1874-1957), aozet en ur skritur tregeriek.
E gwirionez eo tri levr disheñvel zo bet en anv-se : daou embannet ha moulet e Sant-Brieg, e 1902 ha 1908, hag unan embannet e Kemper ha moulet e Brest e 1925.
Embannadur kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1902 e voe kentañ embannadur Pipi gonto, gant an ti-moullañ Prudhomme, e Sant-Briek ; in-8 e oa e vent, 225 pajenn a oa ennañ, ha 7 skeudenn gant E. Dudoret[1].
Pajennoù | Danvez |
---|---|
V-VII | KINNIG[2] gant ERVOAN AR MOAL |
IX-XI | KENSTSKRID |
1-19 | Pipi ar Bourdou ha Yan an Asanter[3] |
21-63 | Ki ar Pen-Maro
|
65-94 | Hostaliri ar Jistr mad
|
95-116 | An Ankou dimezet
|
117-149 | An Diaoul-Pôtr
|
151-186 | Pôtr e skourje lêr
|
187-225 | Ar Pen-Baz dero
|
Ur pennad diwar-benn al levr a oa bet embannet en Annales de Bretagne[4], gant Georges Dottin.
Doare-skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrivet e veze an ar son /ã/
- Ne veze ket skrivet ar "z" na vez ket distaget e yezh Treger : bue, blei, neve, met divezan.
Eil embannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1908 e voe embannet ul levr all, anvet Pipi Gonto ivez, gant kontadennoù nevez avat, bepred gant Prudhomme Sant-Brieg ; ment in-8, VIII-184 fajenn[5]. Hini ebet eus ar c'hontadennoù ne oa en embannadur 1902.
- Ur c'hentskrid gallek, pemp pajennad anezhañ, zo diwar-benn unvaniñ ar yezh, KLT nevez-flamm e 1908, hag a zispleg lod eus an doareoù leonek a gaver amañ hag ahont e-barzh ar skrid.
- Ur c'hentskrid brezhonek zo goude.
- Ar c'haz du
- Beaj Fanch Ar Minous da Bariz
- Kovizion eur pôtr Yaouank
- Eun nosvez Nedeleg
- Job an ti-all pezig en pemp tolen. pezh c'hoari fentus.
- Kloareg Kersaozon
Geriaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- anvañ[6] (skrivet hanvan), evit envel.
Trede embannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1925 e teuas trede embannadur Pipi Gonto E Kemper e ti Ad. Le Goaziou, leorier – 7, streat Sant-Fransez
; in-4 eo ar vent, 240 pajenn zo el levr.
Arabat eo bout souezhet gant stumm leonek ar ger straet, pa lenner e diwezh trede embannadur Pipi Gonto : Peurvoullet gant Ti-Moullerez
.
La Presse Libérale du Finistère
– 4, streat ar C'hastell, Brest – an 31 a viz Eost 1925
- War ar golo :
- DIR-NA-DOR (E. AR MOAL) — PIPI GONTO – MARVAILHOU – Mouladur neve reizet
- Un erminig gant al lugan
Evit ar yez hag ar Vro
- E KEMPER - E TI AD. LE GOAZOU, LEORIER - 7, STREAT SANT-FRANSEZ - 1925
- A-raok an talbenn ez eus bruderezh evit
Gwechall-goz e oa..., Marvailhou
G. MILIN (priz : 10 real),Eur zac'had marvailhou
Yvon CROQ (Eostig Kerinek) (20 real) haBilzig
F. AL LAY (20 real), gant ar meneg "Evit ar frejou-kas dre ar post 15 dre gant ouspenn." - Tresadennoù giz keltiek/iwerzhonat zo e penn hag e dibenn pep kontadenn, hogen n'eus meneg ebet eus anv o aozer(ez) neblec'h. Un unarouez bihan zo e korn gevred tresadenn pevare tal ar golo[7].
Disheñvel eo diouzh an embannadurioù diagent : 6 kontadenn nevez zo en trede embannadur, met lamet ez eus bet div gontadenn hag un tamm pezh a oa e levr 1908.
Pajennoù | Danvez |
---|---|
(Gwarez) | Moulet a zo bet ivez pemzek leor war baper Holland, niverennet eus a 1 da 15. |
I-II | EUR GIR A-ROK[8] |
III-IV | KENTSKRID[9] |
LODENN GENTAN | |
1-28 | Ki ar penn-maro |
29-46 | Ostaliri ar jistr mad |
47-58 | An Ankou dimezet |
59-79 | An Diaoul-Pôtr |
80-103 | Pôtr e skourje ler |
104-128 | Ar Penn-baz dero |
EIL LODENN | |
131-151 | Ar c'haz du[10] |
152-165 | Eun nozvez Nedeleg |
166-238 | Kloareg Kersaozon[11] |
239 | (Taolenn) |
Div lodenn zo el levr
- el lodenn gentañ e kaver 6 eus 7 kontadenn embannadur 1902,
- en eil lodenn e kaver 3 eus 6 kontadenn embannadur 1908.
Eus an daou levr all e vank 4 c'hontadenn:
- eus al levr kentañ:
- Pipi ar Bourdou ha Yan an Asanter, moarvat ne oa ket kavet mat a-walc'h.
- eus an eil levr
- Beaj Fañch Ar Minous da Bariz...
- Kovizion eur pôtr Yaouank
- Job an ti-all
Unvaniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'an unvaniñ degaset gant emglev ar skrivagnerien e 1908 e voe kemmet doare-skrivañ geriennoù zo, en ur virout doareoù tregeriek ("z" ebet e gerioù evel "anaveet, anean, bean, de, gweenn, ive, koueet, neve, ru, trugare", hag all).
e 1902
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- pajenn 68 : ar mestro, an treo
- pajenn 69 : skwiz ê
- pajenn 106 : lez da voto
- pajenn 107 : treo all
- pajenn 108 : (karget a) zonezono, parko
- pajenn 109 : dellido, pividik a vado
- pajenn 121 : sonjo
- pajenn 196: kildroenno
Ouzhpenn al liesterioù en o e kaver ivez lod en ou:
- toullou (106); juntou, a-wechou (107); e waziou, sailhou-pik (108)
e 1908
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma lavar an oberour klask unvaniñ, e vir alies doareoù tregeriek, ken e kaver an daou zoare aliezik (hag a-wechoù an daou stumm er memes frazenn):
- a-wechoù eo, a-wechoù e :
- pajenn 21 : n'e ket Itien eo ken n'e ken gantan, diskarg eo e gonsians, n'e ket mantrus
- pajenn 68 : n'e ket d'ac'h
- pajenn 69 : n'e ket gwir, n'e ket sec'hed, pan e toull
- pajenn 96 : N'e ket se eo se.
- pajenn 112 : vel eo dleet, n'e ket gwir
- a-wechoù o, a-wechoù ou :
- pajenn 18 : ivinou, stalafou, a galonou, deliou ha boto, serr da c'heno
- pajennoù 68 ha 89 : tudou; pajenn 93 tudo
- a-wechoù er-meaz (hervez distagadur Leon) a-wechoù er-maez, e-kichen da vez
- pajenn 18 : er-meaz da distanan
- pajenn 67, 68 : er-meaz
- pajenn 69 : otro (aotrou); d'ac'h (deoc'h) ;
- pajenn 110 : er-maez, 'maez
- kemmadur d/z a-wechoù, kemmadur ebet a-wechoù all:
- pajenn 21 : da zen, da derc'hel
- verboù zo a echu gant a, re all gant an:
- pajenn 21 :flastra, paran
- pajenn 67 : fazi: 35 vla, e-lec'h 35 pla.
e 1925
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- pajenn 28 : war-zu
- pajenn 29 : ar mestrou, an traou, skuiz eo,
- pajenn 53 : lez da votou, (karget a) zonezonou,
- pajenn 54 : parkou, dellidou
- pajenn 60 : sonjou
- pajenn 108 : kildroennou
- pajenn 232 :
- emean (skrivet bremañ emezañ), pakan (pakañ), d'ean (dezhañ), warnan, aman, heman...
- tennou, a-wechou, taoliou
- pajenn 233 : sur oun
- Pipi Gonto. Emgleo Breiz. 2001. Adembannadur e falc'huneg, ha n'eo ket er skritur orin. Ret e vefe gwiriañ peseurt kontadennoù zo bet adembannet neuze.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Er pajennoù 15, 59, 77, 113, 137, 177 ha 205.
- ↑ Skrivet e "Kervabrouz" (Koadoud, Aodoù-an-Hanternoz), "an de kentan ar bla 1902".
- ↑ Goap eus Kerneviz ; anv eus Dreyfus e-barzh : daoust hag abalamour da se ne voe ket adembannet ? dister a-walc'h eo an danvez.
- ↑ Pennad an Annales de Bretagne : [1].
- ↑ Doare 1908 Pipi Gonto war lec'hienn an Institut de Documentation Bretonne et Européenne.
- ↑ anvañ
- ↑ Galv d'an arbennigourien !
- ↑ Sinet : E. AR MOAL.
- ↑ Disinadur.
- ↑ A gaved en embannadur 1908.
- ↑ A yelo d'ober lodenn gentañ ar romant Roue al Lazh.