Otto Heinrich Warburg

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Otto Heinrich Warburg, bet ganet d'an 8 a viz Here 1883 e Freiburg im Breisgau (Impalaeriezh alaman d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Eost 1970 e Berlin (Alamagn ar C'hornôg d'an ampoent), a oa ur mezeg, fiziologour ha bevgimiour alaman.
Red e vicher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Paket e oa bet Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh gantañ e 1931 o c'hoprañ e gavadennoù war natur ha mod oberiañ an enzim analañ. O labourat war gelligoù kankrek en devoa kavet ur bec'h ouzhpenn uhel a ion laktat hag a roe da grediñ e oa c'hoarvezet ur goadur. Ar pezh a reas dezhañ goulakaat, e 1924, n'o deveze ket ezhomm ar c'helligoù-se da gaout oksigen da greskiñ dre ma raent gant ar glukoz dre ur goadur anaerat. Mont en-dro amreizh ar mitokondri a vije pennkaoz da zegouezh ar c'hrign-bev neuze.
Hans Adolf Krebs, ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhañ e 1953.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daoust d'e dad bezañ a orin yuzev ne oa ket bet atahinet Warburg gant an Nazied p'o devoa kemeret ar galloud en Alamagn e 1933 : gwir eo ne voe ket aotreet da gelenn ken, met ne voe ket kaset da louediñ e-barzh unan eus ar c'hampoù-bac'h a groge da vezañ savet er vro a-bezh kennebeut. Un ofiser eus an dibab e oa bet en ur rejimant marc'hegerezh eus an arme brusian e-pad ar Brezel-bed kentañ ha tapet an Eisernes Kreuz (Kroaz Houarn) gantañ en abeg d'e galonegezh en emgann. N'eo ket a-walc'h da zisplegañ abalamour da betra e oa bet espernet. E 1935 e oa bet oberataet Adolf Hitler ha lamet ur polip diwar e gerdin-mouezh : betek-gouzout na grogfe ar c'hrign-bev ennañ, ha kendrec'het-mat e ouife Otto Warburg kavout an tu d'e bareañ, en devoa graet e veno ar c'hañseller nazi da wareziñ ar gouizieg.