Orfeüs
Orfeüs (Ὀρφεύς e gregach) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù Hellaz kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an haroz eus mojennoù Trakia, ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion orfek, pe orfeouriezh.
Anavet e oa gant tud an Henamzer evel un den eus Trakia, eus kornad Pieria (an arvor en hanternoz da Venez Olympos), ur soner hud, hag ur beleg da z-Dionysos. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù dionizek.
Adalek ar VIvet kantved kt JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al lourenn. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a-sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.
Hudour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un diouganer e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini Apollon pe Dionysos; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag emc'hlanaat.
Orfeüs, eme George Grote, a zo meulet gant Pindaros evel telennour ha kenseurt an Argonaoted, harozed al lestr Argo.
Meur a c'herdarzh zo bet kinniget d'e anv. Gwelout a c'haller ar verb ragindezeuropeanek (savet war varteze) *orbhao-, "bezañ en diouer", savet diwar *orbh-, "rannañ, dispartiañ". Darn a wel ar wrizienn c'hresianek orphe, "teñvalijenn", pe orphanos, "emzivad". Tost e vije an anv d'ar ger goao, "hirvoudiñ, kanañ en-gouez, teurel ur sort", oc'h unaniñ personelezhioù disheñvel, evel serc'heg, soner, beleg en ur ger nemetken.
E lignez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar mojennoù brudetañ e oa mab da Oiagros, roue Trakia, un anv a veze roet en amzerioù ragistorel d'un dachenn ec'hon-mat, adal Menez Olympos betek an Hellespont, hag hervez an testennoù "orfeek" (Argonautika) e oa ganet Orfeüs e Menez Helikon e Livithra (Pieria), hag e oa mab ivez da g-Kalliope, Muzenn ar varzhoniezh veurganek.
Hervez mojennoù arall e oa mab da Apollon ha Kalliope. Deskiñ seniñ a reas gant Linos pe Apollon, a roas dezhañ e lourenn, bet graet gant Hermes e krogenn ur vaot.
Ar veaj gant an Argonaoted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ma oa Orfeüs eus Trakia ez eas war vor gant an Argonaoted. An den-marc'h C'heiron an hini en devoa kemennet da Iason ne oa nemet gant skoazell Orfeüs e c'halljent merdeiñ dizamant dirak ar morverc'hed.
Bevañ a rae ar morverc'hed-se e teir enezennig roc'hellek a veze graet Sirenum scopuli anezho e latin[1], ha seniñ a raent kanaouennoù biskoazh kaeroc'h a sache martoloded hag o listri war ar c'herreg. War-lerc'h ar peñse e veze drailhet korfoù ar voraerien gant ar morverc'hed-se.
Met pa glevas Orfeüs ar morverc'hed e krogas en e lourenn hag e sonas kaeroc'h egeto, ma ne veze ket klevet o c'han gant martoloded an Argos.
Marv Eurydike
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vojenn brudetañ gantañ avat eo hini e wreg Eurydike (anavezet ivez evel "Agriope"). P'edo-hi o tec'hel rak Aristaios, mab Apollon, e voe flemmet gant un naer, hag e varvas.
Debret e oa Orfeüs gant ar glac'har, seniñ a rae sonioù ken trist ha tonioù ken kañvaouus ma lakae betek an nimfezed hag an doueed da leñvañ. Diskenn a eure Orfeüs d'ar bed izelañ ha gant son e delenn e teneraas kalonoù Haides ha Persefone (biskoazh den ne reas kemend-all), ken na voe aotreeet e wreg Eurydike gante da zistreiñ war an douar.
Met kement-se a voe aotreet gant ma prometje Orfeüs kerzhout dirak e wreg, hep sellout war e giz gwech ebet, ken na vijent erru er bed war-c'horre. Siwazh, ankeniet evel ma oa, ne zalc'has ket Orfeüs d'e c'her, ha mont a reas Eurydike diwar-wel da viken.
Ar vojenn-se zo eus amzer Vergilius, an hini kentañ a veneg anv Aristaios. Skrivagnerien all koulskoude a gont gweladenn Orfeüs er bed dindan; hervez Platon ne reas doueed an ifern nemet kinnig ur weledigezh eus Eurydike dezhañ. Ovidius a skriv n'eo ket tec'hel dirak Aristaeus a zo kaoz da varv Eurydike met dañsal gant an Naiadezed da zeiz hec'h eured.
Istor Eurydike eta ne vije nemet ur vojenn diwezhat, ouzhpennet ouzh mojennoù Orfeüs.
War-lerc'h marv e wreg e touas Orfeüs ne zarempredfe plac'h ebet ken, ha ne gemeras nemet paotred yaouank evel eromenoi. Brud en deus ivez da vezañ degaset ar vaboriadez da Drakia gozh, o kelenn d'ar wazed "karout ar re yaouank e bleuñv o yaouankiz".
Marv Orfeüs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orfeus abaoe ar Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Divina Commedia e lavar Dante en deus gwelet skeud Orfeüs gant re meur a "bagan vertuzus" all el Limboù.
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ovidius, Metamorfozoù X, 1-105; XI, 1-66;
- Apollodoros, Bibliotheke.I, iii, 2; ix, 16 & 25;
- Apollonios Rodos, Argonautica I, 23- 34; IV, 891-909.
- Albertus Bernabé (ed.), Orphicorum et Orphicis similium testimonia et fragmenta. Poetae Epici Graeci. Pars II. Fasc. 1. Bibliotheca Teubneriana, München/Leipzig: K.G. Saur, 2004. ISBN 3-598-71707-5. Ur sell ouzh al levr
- George Grote, A History of Greece, 1846.
- William Keith Chambers Guthrie, Orpheus and Greek Religion: a Study of the Orphic Movement, 1935.
- William Mitford, The History of Greece, 1784. Cf. v.1, Chabistr II, Religion of the Early Greeks.
- Clifford H. Moore, Religious Thought of the Greeks, 1916.
- Erwin Rohde, Psyche, 1925. cf. Chabistr 10, The Orphics.
- William Smith, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1870, pennad diwar-benn Orfeüs, [1]
- The Mystical Hymns of Orpheus (tr. Thomas Taylor), 1896. [2]
- Martin Litchfield West, The Orphic Poems, 1983. Hervez an oberour ez eo bet levezonet bras relijion gozh Hellaz gant doareoù chamanek deuet eus kreiz Azia, dreist-holl dre gêr Olbia e Krimea.
Orfeo hag Herodis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Orfeo hag Herodis, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, AL LIAMM N°51; p.33.