Ofiserien-Veur Dugelezh Breizh
Amañ e kavor anvioù Ofiserien-Veur Dugelezh Breizh, da lavarout eo Marichaled, Amiraled, Besamiraled, Mistri-Veur ar Ganolierezh, Mistri-Veur an Ostel, Kambrelaned-Veur, Flec'h-Veur, Falc'hunerien-Veur, Gwenaerien-Veur, Mistri-Veur an Imbourc'hioù hag Adreizherien Dourioù ha Koadoù, Senesaled Breizh, Kañsellerien-Breizh, Beskañsellerien, Mirourien Sielloù, Kadoridi Breujoù an Dug, barnerien-hollek Breizh, gant o anv, o ardamezioù ha menegoù diwar-benn o familhoù.
Marichaled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amiraled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1320 | Geoffroy de la Lande | En argant e gab gourdentek en gul. | |
1352 | Baude Doria
(eus Genova, Italia) |
Troc'het etre aour hag argant, e erez en sabel iziliet en gul. | |
1364 | Nicolas Bouchart | En argant e zri delfin en sabel. | |
1397 | Etienne Gouyon,
bet marichal Breizh e 1379 |
Gwelout a-us, 1379 | |
1411 | Jean de Penhoët | En aour e dreustell en gul | |
1433 | Jean du Quelennec,
beskont Ar Faou |
En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour. | |
1488 | Jean du Quelennec, mab an hini kent | Gwelout a-us | |
1491 | Louis de Rohan, aotrou Ar Gemene | ||
1498 | Jean IV de Chalon-Arlay,
priñs Orange ; marvet e 1502 |
||
1501 | Louis de la Trémoille, | En aour e gebrenn en gul, heuliet gant tri ererig en glazur pigoset hag iziliet en gul. | |
1525 | Guy Laval, | En aour e groaz en gul karget gant pemp kregilhenn en argant ha heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk. | |
1531 | Jean de Laval,
Aotrou Kastell-Briant ; marvet e 1542 |
Gwelout a-us |
Besamiraled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1472 | Alain de la Motte | En gortoz. Seitek familh gant an anv-se. | |
1486 | Bizien de Kerouzy | En aour e leon kudennek en sabel. | |
1488 | Guillaume Calon | En argant e vrizhenn erminig heuliet gant tri maen en gul. | |
1489 | Jean Guibé de la Vairie
Kabiten Roazhon |
En argant e deir eilenn en gul, heuliet gant c'hwec'h kregilhenn en glazur, 3, 2, 1 ; e gab en aour. | |
1501 | François Hamon de Bouvet ;
Kabiten Felger; marvet e 1512 e Ravenna E familh e oa liammet gant ar re Guibé, a-us. |
Palefarzhet. Ouzh 1 ha 3 en gul e deir c'hadvouc'hal en argant ; ouzh 2 ha 3, en argant e dri hucher ; livioù dianav. | |
1525 | Alain de Guengat
Kabiten Brest ha mestr Ostel Frañsez Iñ. Marvet e 1532. |
||
1548 | Marc de Carné de Crémeur,
Letanant ar Roue e Breizh, kabiten Brest ha Gwenrann, gwenaer-meur Breizh, kambrellan ha denjentil boutin ar roue Frañsez Iañ |
En aour e ziv dreustell en gul. | |
1560 | Guillaume Drouillard
Gouarnour Rewiz |
En glazur e dri aval-pin en aour. | |
1593 | Alexandre de Vieuxpont
Dimezet gant Renée de Tournemine. |
En argant e zek ruilhenn en gul, 3, 3, 3, 1. |
Mistri-Veur ar Ganolierezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mistri-Veur an Ostel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1413 | Tristan de la Lande de Guignen ; marvet e 1431 | En gul e deir c'hreskenn en argant. | |
1431 | Robert d'Espinay ; marvet e 1438 | En argant, e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour | |
1448 | Robert d'Espinay | En argant, e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour | |
1451 | Henry de Villeblanche
Marc'heg Urzh an heureuchin e 1448 |
En gul e dreustell en argant, heuliet gant tri fenn eog ivez en argant. | |
1457 | Jean de Malestroit de Keraër | En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3. | |
1462 | Simon d'Anglure, aotrou Etoges, e Bro Champagn | En aour, hadet gant grizilhoned gwriet en argant, skoret pep-hini gant ur greskenn en gul. | |
1462 | Tanguy du Chastel,
beskont Bellière, floc'h-meur Bro-C'hall e 1474 ; marvet e 1477 |
Treustellet etre aour ha gul a c'hwec'h pezh. | |
1469 | Jean de Coëtquen | Sourinet etre argant ha gul. | |
1491 | Jean de Rohan de Landal; marvet e 1524 | ||
1506 | Olivier de Coëtmen du Bois-Guezennec | En gul e nav ruilhenn en argant, 3, 3, 3. |
Kambrelaned-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Flec'h-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1380 | Simon de Montbourcher du Bordage | En aour e dri fer en gul. | |
1400 | Bertrand de Montbourcher du Bordage | En aour, e dri fer en gul. | |
1420 | Olivier Le Moine de Trévigny | En argant e deir c'hregilhenn en gul. | |
1431 | Guy de l'Espinay du Bois-du-Liers | En argant e leon troc'het etre gul ha geot, krabanet en aour. | |
1451 | Thomas de Québriac du Blossac | En glazur e deir flourdilizenn en argant. | |
1478 | Arthur Delbiest (ur Flamank) | En argant e sourin en gul karget gant teir c'hregilhenn en aour. | |
1480 | Pierre d'Urfé de la Batie (eus Bro-Vorez) | Brizhet e gab en gul. | |
1486 | Olivier Le Moine de Trévigny
A zo bet ivez kambrellan an Dug, ha kabiten Brest, Kilbignon ha Lesneven eus 1378 da 1420 |
En argant e deir c'hregilhenn en gul. | |
1488 | En gortoz. | Jacques Le Moine | Trizek familh gant an anv-se. Hep anv an aotrouniezh, diasur e chom. |
1488 | En gortoz | Louis de Lornay (eus Bro-Savoie) | Displegadur ebet diwar benn e ardamezioù |
1506 | Louis de Hengest de Montmort (eus Bro-Champagn) | En argant e groaz en gul karget gant pemp kregilhenn en aour. | |
1513 | Jacques Guibé de la Vaerie
Kabiten Felger, ha floc'h meur ar Rouanez e 1513 |
En argant e deir eilenn en gul, heuliet gant c'hwec'h kregilhenn en glazur, 3, 2 ; e gab en aour. | |
1518 | Thomas de Québriac de Blossac | En glazur e deir flourdilizenn en argant. | |
1539 | François de Guémadeuc de Québriac et Blossac (marvety e 1568 | En sabel e leonparzh en argant heuliet gant c'hwec'h kregilhenn ivez en argant, 3, 3. | |
1582 | Thomas de Guémadeuc (mab an hini kent, marvet e 1617) | ||
1582 | Toussaint de Guémadeuc (mab an hini kent, marvet e 1606) |
Falc'hunerien-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwenaerien-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1403 | Eon Guillemet | En gul e lammell en argant. | |
1413 | Henri le Parisy
Mestr-Meur Dourioù ha Koadoù e 1419 |
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4, plezhek etre argant ha gul ; ouzh 2 h 3, en glazur e groaz talbennanet etre argant ha gul. | |
1417 | Henri de Chef du Bois de Bruslé | Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e leon en gul ; ouzh 2 ha 3, en glazur e sparfell en argant grizilhonet en aour. | |
1431 | Tristan de la Lande de Guignen | En gul e deir c'hreskenn en argant. | |
1436 | Jean d'Auray | Gwezboellek etre aour ha glazur. | |
1452 | Guy de la Chapelle de Molac | En gul e dreustell en erminoù. | |
1457 | Jean de Tournemine de Botloy | Palefarzhet etre aour ha glazur. | |
1458 | Amaury de la Moussaye | Plezhek etre aour ha glazur a c'hwec'h pezh. | |
1470 | Jean de Trélan | En argant e leon en sabel. | |
1474 | Pierre de Maure | En gul e greskenn en brizh. | |
1488 | Arthur l'Epervier de la Bouvardière | En glazur e lammell goñchek en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour. | |
1491 | Guillaume de Saffré | En glazur e deir c'hroazig flourdilizek ; e gab en aour. | |
1508 | Jean de Saint-Amadour | En gul e dri fenn bleiz troc'het en argant. | |
1536 | Louis Perreau de Chastillon,
Kabiten Gwenrann, mestr-meur an Dourioù ha Koadoù, roue urzh Sant-Mikael e 1529, kannad e Bro-Saoz eus 1533 da 1538 |
En aour e gebrenn en glazur heuliet gant teir rozenn en gul. | |
1548 | Marc de Carné du Crémeur
Ivez bezamiral ha mestr-meur Dourioù ha Koadoù e 1548 |
En aour e ziv dreustell en gul. | |
1556 | René du Cambout de Coislin
Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; marvet e 1577 |
En gul e deir zreustell gwezboellek etre argant ha glazur. | |
1573 | Guillaume de Rosmadec de Mayneuf,
Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; gouarnour Gwitreg |
En aour e deir eilenn en gul. | |
1577 | François du Cambout de Coislin
Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; mazrvet e 1625 |
En gul e deir zreustell gwezboellek etre argant ha glazur. | |
1602 | Jean Cornulier de Lucinière
Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; marvet e 1650 |
En glazur e arbenn-karv en aour, leinet gant ur vrizhenn erminig en argant. | |
1603 | Victor Binet de Montifray | En gul e gab en aour karget gant teir c'hroazigan hesanket. | |
1642 | Pierre Cornulier de Lucinière
Ivez mestr-meur Dourioù ha Koadoù; marvet e 1668 |
En glazur e arbenn-karv en aour, leinet gant ur vrizhenn erminig en argant |
Mistri-Veur an Imbourc'hioù ha Adreizherien Dourioù ha Koadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Senesaled Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kañsellerien Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1076 | Sylvestre de la Guerche;
Eskob Roazhon; Marvet e 1096 |
En gul e c'hwec'h leonparzh en aour, 2, 2, 2. | |
1200 | Pierre de Dinan;
Eskob Roazhon; Marvet e 1210 |
En gul e groaz eoriek en argant karget gant pemp erminig en sabel. | |
1218 | Pierre de Fougères;
Eskob Roazhon e 1210; marvet e 1223 |
En aour e zelienn radenenn c'heotet. | |
1344 | Henri du Bois; Eskob Dol e 1324; marvet e 1351 | Palefarzhet etre argant ha glazur e dri fenn levran en gul balirant. | |
1357 | Gautier de Saint-Pern; eskob Gwened | En glazur e zek hanochenn doull en argant, 4, 3, 2, 1. | |
1364 | N. Bouvet | ||
1366 | Hugues de Montrelais;
Eskob Sant-Brieg ha kardinal; marvet e 1390 |
En aour e deir eilenn sourinet en glazur. | |
1371 | Auffrroy le Voyer | Talbennanek etre aour ha gul. | |
1371 | Guillaume Paris | En argant e groaz en gul, heuliet gant pevar leonig ivez en gul, penn-ouzh-penn. | |
1380 | Macé le Bart
Abbad Saint-Sauveur Redon ; marvet e 1380. |
En glazur e leonparzh en argant. | |
138- | Sylvestre de la Feillée [1] | En aour e groaz koñchek en glazur. | |
1391 | Henri le Barbu
eskob Gwened, ha Naoned goude ; marvet e 1419. |
En aour e lammell vleuñvellek en glazur. | |
1398 | Robert de Martigné | En argant e bempdiliaouenn en gul | |
1399 | Robert Brochereul | En glazur e vegeg en argant sourinet. | |
1401 | Etienne Coeuret
eskob Dol; marvet e 1429 |
En argant e deir c'halon en gul. | |
1404 | Anselme Chantemerle
eskob Roazhon; marvet e 1427 |
En glazur e sourin en argant karget gant teir c'hregilhenn en gul, ha heuliet gant ur steredenn ouzh kab. | |
1406 | ??? | Hugues le Stoquer
eskob Landreger, ha goude Gwened marvet e 1408 |
|
1406 | Jean de Malestroit
eskob Sant-Brieg, ha goude Naoned marvet e 1443 |
En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3. | |
1439 | Jean l'Epervier
eskob Sant-Brieg, ha goude Sant-Maloù marvet e 1486 |
En glazur e lammell goñchek en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour. | |
1445 | Jean Prégent
eskob Leon, ha goude Sant-Brieg marvet e 1472 |
En glazur e dreustell en aour heuliet gant tri c'hrizilhon ivez en aour. | |
1450 | Jean de la Rivière
bet kadoriad ouzh ar C'hontoù e 1418 |
En gul e gebrenn en erminoù. | |
1457 | Jean du Cellier
senesal Roazhon |
En gul e dreustell vrizhet, heuliet gant teir fempdiliaouenn en argant. | |
1458 | Guillaume Chauvin
marvet e 1481 |
En argant e deir c'hreskenn en gul, an hini ouzh beg war e eneb. | |
1470 | Vincent de Kerleau
Abad Bear e 1443, Prières, e 1467 ; eskob Leon e 1472 ; marvet e 1476. |
En glazur e garv en aour. | |
1484 | François Chrétien de Tréveneuc
senesal Roazhon |
En geot e dreustell en aour heuliet gant tri helm war o c'hostez ivez en aour. | |
1485 | Jacques de la Villéon
senesal Roazhon |
En argant e gelenenn c'heotet ; e grenngonk plezhek etre sabel hag aour. | |
1487 | Philippe de Montauban du Bois de la Roche
marvet e 1516 |
En gul e seizh mailhenn en aour, e zrailhenn en argant a beder fastell. | |
1488 | Gilles de la Rivière,
arc'hdiagon Roazhon |
En gul e gebrenn en erminoù. |
Beskañsellerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1420 | Jean de Bruc | En argant e rozenn en gul nozelek en aour. | |
1451 | Yves de Pontsal
eskob Gwened; marvet e 1476 |
En argant e dreustell en gul karget gant teir bezantenn en aour, ha heuliet gant c'hwec'h brizhenn erminig, 3, 3. | |
1457 | Jean Ynisan | En aour e dreustell en gul heuliet gant teir ruilhenn ivez en gul. | |
1459 | Bertrand de Coëtanezre
Aluzenner an dug |
En gul e dri c'hleze en argant krogennet en aour, begoù ouzh beg ha sourinet. | |
1460 | Jean de Rouville
eus Bro-Bikardi |
En argant e sourin en gul karget gant teir rozenn en argant ha heuliet gant div greskenn en gul, an hini ouzh kab war e c'hin. | |
1462 | Guy du Bouchet
e vo eskob Kernev e 1480; marvet e 1484 |
En sabel e groaz koñchek en argant. | |
1464 | Jean de Romilley
marvet e 1480 |
En glazur e zaou leonparzh en aour an eil dreist egile, krabanet, teodet ha kurunet en gul. | |
1491 | Guillaume Gueguen
e vo eskob Naoned e 1500; marvet e 1506 |
En argant e wezenn-olivez c'heotet ; e grennbalefarzh en erminoù, karget gant div gadvouc'hal en gul peuliek. | |
1512 | Jean Berthelot
a zo bet kuzulier ouzh Grands-Jours e 1508 |
Rannet etre erminoù ha glazur, e gebrenn ha teir mailhenn an eil en eben. | |
1524 | Jean Briçonnet
a zo bet kuzulier ouzh Grands-Jours e 1495; marvet e 1538 |
En glazur e sourin genframmek etre aour ha gul, ar c'henframm kentañ en gul karget gant ur steredenn en aour. | |
1532 | Louis des Déserts
a zo bet prezidant ouzh Grands-Jours e 1528 |
En sabel e gab dentek en argant karget gant teir c'hregilhenn en gul. |
Mirourien Sielloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kadoridi Breujoù an Dug, barnerien hollek Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gouarnourien (eus 1492 da 1736)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1492 | Jean de Chalons, priñs Orange; marvet e 1502 [2] | En gul e sourin en aour | |
1502 | Jean de Rieux, marichal Breizh; marvet e 1518 | En glazur e zek bezantenn en aour, 4, 3, 2, 1 | |
1525 | Guy XVI de Laval, kont Laval; marvet e 1531 | En aour, e groaz en gul, karget gant pemp c'hregilhenn en argant, hag heuliet gant c'hwezek erezan en glazur, pevar ouzh pep konk. | |
1531 | Jean de Laval, baron Kastell-Brient; marvet e 1542 | "" | |
1542 | Jean de Brosse, dug Étampes, marvet e 1566. | Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en glazur e dri manal en aour ereet en gul ; ouzh 2 ha 3 en erminoù. | |
1566 | Sébastien de Luxembourg, beskont Martigues; marvet e 1569 | Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e leon daoulostek en gul, teodet, krabanet, ha kurunet en aour, e lost ; ouzh 2, en gul e groaz en argant; ouzh 3 en erminoù | |
1569 | Louis de Bourbon, dug Montpensier; marvet e 1582 | En glazur e deir flourdilizenn en aour; e sourinan krennet en gul, karget ouzh kab gant ur greskenn en aour | |
1582 | Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercoeur; marvet e 1602 | ||
1598 | César de Bourbon, dug Vendôme; marvet e 1665 | ||
1626 | Pons de Lauzières, markiz Thémines, marichal c'hall; marvet e 1627 | ||
1632 | Armand-Jean du Plessis, dug Richelieu; marvet e 1642 | En argant e deir c'hebrenn en gul | |
1647 | Anna a Aostria, rouanez enebarzherez Bro-C'hall; mavet e 1666 | ||
1670 | Charles-Albert d'Ailly, dug Chaulnes; marvet e 1698 | ||
1695 | Louis-Alexandre de Bourbon, kont Toloza; ha dug Penteur; marvet e 1737 | ||
1736 | Louis-Jean-Marie de Bourbon, dug Pentevr ; marvet e 1793 |
Melestrourien (eus 1689 da 1788)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014