Na Hearadh
Na Hearadh (distaget [nə ˈhɛɾəɣ] e gouezeleg; Harris e saozneg) zo un enezenn e gwalarn Bro-Skos, unan eus Inizi Gall er Meurvor Atlantel. E gwirionez eo stag ouzh Leòdhas, a zo en hanternoz dezhi, met lavaret e vez Leòdhas agus na Hearadh (Leòdhas ha na Hearadh) evel pa vijent div.
War-dro 2 000 a dud zo o chom enni.
An Tairbeart eo porzh ha kêr-benn Na Hearadh.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Na Hearadh e vije an enezenn meneget evel Adru (a dalv tev, tolzennek) e kartenn Klaudios Ptolemaios eus Enez Vreizh hag an inizi amezek. E norseg, Hérað a oa ur seurt distrig. An darn vrasañ eus anvioù-lec'h Na Hearadh a zo anvioù norsek gouezelekaet.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo Na Hearadh etre div lodenn, hini an hanternoz ha hini ar c'hreisteiz, gant Loch A Siar (West Loch Tarbert) ha Loch an Tairbeairt (East Loch Tarbert). Etre an div loc'h ez eus ur strizh-douar m'emañ An Tairbeart ((An) Tairbeart pe Tairbeart na Hearadh e gouezeleg, Tarbert e saozneg).
Hervez niveradeg 2011 e oa 1 916 a dud o chom[1] en enez, ha 60% anezho a oa gouezelegerien.
Hanternoz Na Hearadh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E hanternoz Na Hearadh, tostik ouzh Leòdhas, emañ An Cliseam, uhelañ menez an Inizi Gall pellañ gant 799 metr.
Er c'hreisteiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ken meneziek kreisteiz an enezenn. Traezhegi gwenn zo en arvor kornôk.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù filmet eus an enezenn a zo bet lakaet gant Stanley Kubrick da c'horre ar blanedenn Yaou en e film 2001, A Space Odyssey[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) [2]
- (en) [3]
- (en) skeudennoù eus an enez
- (en) Gwelvadoù eus an enez (Ret eo kaout QuickTime)
- (en) Gwelout muioc'h ha gouzout hiroc'h diwar-benn Na Hearadh
- (en) Glad Na Hearadh an Norzh
- (en) Scarista Beach
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [1] Comhairle nan Eilean Siar. Gwelet d'ar 27 a viz Ebrel 2015.
- ↑ "Welcome to Film Hebrides" filmhebrides.com. Gwelet d'ar 26 a viz Gwengolo 2007.