Menieg-Roazhon
Neuz
Menieg-Roazhon e brezhoneg hervez Théophile Jeusset[1], Moigné e galleg, zo ur gumun gozh eus Bro-Roazhon, en Il-ha-Gwilun, staget ouzh Reuz e 1965.
- Meneget e voe parrez Menieg e 1240[2].
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Menieg-Roazhon e 1790 diwar ar barrez katolik; lakaet e voe e Kanton ar Peniti hag e Bann Roazhon; diskaret e voe kanton ar Peniti gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[3]. Lakaet e voe kumun Menieg-Roazhon en Arondisamant Roazhon bet krouet e 1800 hag e Kanton Reuz bet brasaet e 1801.
- D'ar 15 a viz Here 1795, er Bas-Courtil, ur vandennad Roueelourion, an Aotrou de la Trébonnière en o fenn, a voe trec'h war ar Republikaned[2].
- Mervel a reas 14 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 4,67 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
- Mervel a reas tri den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Brezelioù didrevadennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mervel a reas ur soudard d'ar 17 a viz Here 1959 e Blaka e departamant Konstantin[5].
Kendeuziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An iliz katolik.
-
Ar groaz.
- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol, XVvet kantved-XVIIIvet kantved[2].
- Kroaz ar vered.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[6].
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reuz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr)Al Liamm niv. 14, p. 90.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr)Infobretagne
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr)[1] Cassini - EHESS
- ↑ 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb