Marina Raskova

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
BSicon AIRCLUB.svg
Marina Raskova
Раско́ва Мари́на Миха́йловна
Marina Raskova portrait.png
E 1938
Ganedigezh 15 Meurzh 1912
Moskov
Marv 4 Genver 1943
Saratov
Broadelezh Flag of the Soviet Union.svg Soviedel

Micher Lomanez
Levierez

Brevedoù Lomanez : 1934
Levierez : 1935

Lu Военно-воздушные силы
(Aerlu soviedel)

Respet 19381943
Renk Major
Letanant Surentez ar Stad
Emgannoù Talbenn ar Reter [1]

Enorioù
Hero of the USSR.png Harozez an URSS
Орден Ленина Urzh Lenin
Орден Отечественной войны Urzh Talbenn ar Reter
Медаль «За боевые заслуги» Dellezegezh en Emgann
Юбилейная медаль «XX лет Рабоче-Крестьянской Красной Армии» XXvet Deiz-ha-Bloaz Arme Ruz
al Labourerien hag ar Gouerien

Marina Mikhaïlovna Raskova (rusianeg : Раско́ва Мари́на Миха́йловна Raskova Marina Mic'hailovna), bet ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1912 [2] e Moskov hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Genver 1943 e Saratov, a voe un nijerez vilourel soviedel da vare an Eil Brezel-bed.
Diazezañ a reas tri rejimant levierezed da stourm ouzh aloubadeg Alamagn, ha bez' e voe unan eus an teir maouez kentañ o vezañ enoret evel Harozezed URSS.

Respet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'ar c'haner opera ha kelenner Mikhail Dmitrievich Malinin (18531919) ha d'e wreg Anna Spiridonovna Lyubatovitch (1882 – goude 1954), kanerez ha kelennerez. Goude he studioù e Skol sonerezh Pouchkin Moskov ma voe pianoourez e teskas galleg, italianeg, ar gimiezh ha diskiblezhioù milourel. E deroù 1929 ez eas Marina, 17 vloaz, da galvezourez en ul labouradeg arlivadurioù.
E miz Ebrel 1929 e timezas gant Sergey Raskov, a oa un ijinour en hevelep labouradeg. Goude ganedigezh he merc'h Tatyana e paouezas Marina da labourat betek miz Here 1931.
E 1932 e voe treserez-raktreserez e Labourva an aerlestrerezh en Akademiezh an Aerlu. Daou vloaz goude e voe ijinourez en aerlestraz Leningrad hag e tapas he breved lomanez. Bloaz goude, e 1935, e voe brevedet evel levierez ; e miz Here e torras he dimez.

D'ar 24 a viz Here 1937 e voe lomanez rekord etrebroadel an hed, war bourzh un nijerez Yakovlev AIR-12 leviet gant Valentina Grizodouvova (19091993), a-hed 1 445 km. Daou rekord hed etrebroadel a dapas e 1938 gant un dournijerez Beriev MP-1 : d'ar 24 a viz Mae gant 1 7749 km ha d'an 2 a viz Gouere gant 2 241 km.

Harozez URSS[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 ha 25 a viz Gwengolo 1938, war bourzh an nijerez Tupolev ANT-37 (DB-2) Родина Rodina ("Mammvro") gant div vaouez all – ar bennlevierez Valentina Grizodouvova hag al levierez Polina Osipenko (19071939) – e nijas Marina Raskova, al lomanez, war-eeun eus Moskov da Gerbi (Керби) a-hed 6 450 km e-pad 26 eurvezh ha 26 munutenn. [3]
Dre ma oa koumoulek an amzer e rankas al levierezed nijal en disgwel ha fiziout e Marina Raskova, a evezhie ardivinkoù ar bourzh. Buan e voe skornet an nijerez, ha ret e voe lakaat ar biñsoù da dreiñ buanoc'h evit o diskornañ. Goude tremenet an Oural e voe kollet al liamm dre skingomz gant Moskov, ar pezh a lakaas ar skipailh da dremen dre Gomsomolsk-an-Amour ; pa voe Mor Oc'hotsk war wel, an nijerez a ziskwelas ne chome trelosk nemet evit un hantereurvezhiad nij, setu e tivizas ar bennlevierez Grizodouvova pradañ en taiga – a-raok pradañ avat e roas urzh da Varina Raskova da harzlammat rak en arvar e oa buhez al lomanez, a oa staliet e penn pennañ an ANT-37, dirak ar biñsoù-tro. En ur c'heun e stokas an ardivink ouzh an douar, en ul lec'h dianav d'e skipailh. Moskov a gasas un niver bras a nijerezioù all da furchal ar menezioù, ar mor hag an taiga ; hemolc'herien a furchas ivez. Dek devezh goude, d'an 3 a viz Here, e voe kavet an teir maouez gant un nijerez. [4]
An nijadenn-se e voe rekord an hini hirañ ; d'an 2 a viz Du e voe anvet an teir maouez da Harozed URSS – ar wech kentañ e voe en Istor URSS ma voe deroet an titl-se da vaouezed – ha kemmet anv Kerbi en Imeni-Poliny-Osipenko. Yaouank e oa an teir maouez : 29 bloaz e oa Grizodouvova, 31 bloaz e oa Osipenko ha 26 vloaz e oa Raskova.
An ANT-37 Mammvro a voe kaset da Gomsomolsk, ma servijas e Talbenn ar Reter.

El Lu Ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El Lu Ruz e voe Marina Raskova e 1938, met gopret gant an NKVD (ar Surentez diabarzh) e voe ivez : eus miz C'hwevrer 1937 betek miz C'hwevrer 1939 evel alierez, hag evel pennletanant Surentez ar Stad en Aerlu e 1941 ; a-hed an amzer, abaoe 1938, e voe renerez Ofis an aerlinennoù etrebroadel e Moskov.

A-c'houde digoradur Talbenn ar Reter gant an Oberiadur brezel Barbarossa (22 a viz Even 1941) ez arveras Marina Raskova he dere hag he darempredoù micherel gant Jozef Stalin a-benn ma vije krouet unvezioù stourm merc'hed hepken enno.
D'an 8 a viz Here 1941 e voe roet aotre dezhi da sevel an aerunvez 122 ; d'ar 15 a viz Here e voe krouet an unvez, enni tri rejimant — merc'hed hepken enno, war-dro 400 anezho :

Kaset e voe ar merc'hed da studiañ e Skol-leviañ kêr Engels, war ribl kleiz ar stêr Volga en oblast Saratov ; eno e voent stummet a-hed 6 mizvezh e-lec'h an 18 mizvezh rekis. Marina Raskova eo a zivizas kas pep unan eus ar merc'hed da levierez hemolc'hiñ, da levierez bombezañ , da lomanerez, da vindrailherez, da vekanikourez pe da armdiourez.

D'an 22 a viz Du 1942, Marina Raskova a skrivas da gomandant an Aerlu e distrig ar Volga e oa prest merc'hed ar 587vet da vont d'an talbenn, goude o stummadur stank. E deroù miz Genver 1943 e nijjont war-du Stalingrad.
D'an 28 a viz Kerzu 1942, war bourzh he Yakovlev UT-2, ez ambrougas Marina Raskova ar 587vet betek an talbenn kent distreiñ davit he bombezer Pe-2, na c'hallas ket nijal abalamour d'ur gorventenn erc'h. D'ar 4 a viz Genver 1943 da beder eur d'abardaez e c'hellas Raskova hag he strollad dibradañ war-du koumoul izel ; da 5 eur 56 munutenn e roas urzh da doullañ ar gwiskad koabr, ha hi da gentañ – steuziañ a reas. D'ar 7 a viz Genver e voe kavet ar Pe-2 nepell diouzh kêriadennig Mokhailovka, en oblast Saratov ; marv e oa pevar den ar skipailh.

Devet e voe korf-marv Marina Rakova, hag ar jarl-kañv a voe siellet e-kichen hini Polina Osipenko e moger Kremlin Moskov, sko war al Leurgêr Ruz.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) SURHONE, Lambert M. &al. : Women in War and Resistance – Selected Biographies of Soviet Women Soldiers, Focus Publishing, 2006 (ISBN 978-1-58510-160-3)
  • (en) COTTAM, Kazimiera J. : Soviet Women in World War II, Betascript Publishing, 2010 (ISBN 978-613-0-42876-1)
  • (en) Dastumadenn Articles on Soviet Women including MArina Raskova & al., Hephaestus Books, 2011 (ISBN 978-1-244-45868-0)
  • (en) MASON, Fergus : Night Witches – A History of the All Female 588th Night Bomber Regiment, CSIPP, 2014 (ISBN 978-1-5025-3692-1)
  • (en) WEIN, Elizabeth : A Thousand Sisters – The Heroic Airwomen of the Soviet Union in World War II, HarperCollins, 2019 (ISBN 978-0-06-245301-3)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

(fr) Marina Raskova et les femmes pilotes soviétiques durant la guerre 1939-45. Kavet : 24 Mezheven 2019.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Rusianeg : Великая Отечественная война Velikaya Otetchestvennaya voyna Brezel meur brograrour
  2. 15/03 hervez an deiziadur juluan, hini Impalaeriezh Rusia ; 28/03 hervez an deiziadur gregorian adalek Dispac'h Rusia 1917.
  3. Kartenn.
  4. (ru) Семейные истории ("Istoriù tiegezhel"). Kavet : 24 Mezheven 2019.