Mont d’an endalc’had

Maout (loen)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Maoutken)

Ur bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, anv spesad Ovis aries eo ar maout (liester : meot). Par an dañvadez eo met gant disheñvelsterioù bras p'eo kromm ha hir e gerniel ha brasoc'h e gorf. Un temz-spered kreñvoc'h a zo gantañ pa klask dispennañ e enebourien pe ar re a seblant bezañ. "Tourtañ" a ra ar meot all en ur redeg gant e gerniel prest da stokañ outo.

Pa vez kaoz eus ar meot hag an dañvadezed asamblez e vez implijet ar ger hollel dañvad. Evit deskrivadur ar par hag he farez, sell outañ.

Un diforc'h a vez graet etre ar meot : pa 'z int deuet en oad gouennañ, hourzed int ha pa vezont implijet evit ar gouennañ, tourzed int.

Ur ger keltiek kozh eo pa 'z eus bet kavet ar ger galianek *molton (sell ouzh mouton ger galleg). Kavet e vez mollt (kembraeg), mols (kerneveureg), molt (iwerzhoneg) ha mult (gouezeleg Bro-Skos).

Ul loen kavet e meur a vitologiezh, e meur a vojenn eo ar maout. Er vitologiezh keltiek eo ar maout un arouez evit nerzhioù an natur hag an frouezhusted.
Ardarmez Kerne eo, marteze diwar e gerniel (kern) ha diwar e greoñv (knev, stumm kozh krev). Ur c'hoari-gerioù e vefe hervez Divi Kervella ha kavet e vez ur maout war skoed-ardamez an eskopti ha hini ti-kêr Gemper.

E tresoù kozh ar sevenadur keltiek ez eus bet kavet ul loen e stumm ur sarpant gant penn ar maout. En ur deuziañ daou loen disheñvel-tre e veze diskouezet unaniezh ar perzhioù kontrol kevatal d'ar yin/yang sinaek.

Gerioù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • maoutañ = parañ ar maout gant an dañvadez
  • maouter : den a ra war-dro an deñved

Gerioù savet diwar maout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • maoutken : kroc'hen ar maout fardet evit ober ar parch
  • saka-maout : c'hoari bugale
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger maout er
wikeriadur, ar geriadur frank.