MG 08/15
Maschinengewehr 08/15 | |
---|---|
Ur vindrailherez Maschinengewehr 08/15 | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh alaman |
Mont en-dro | Mindrailherez |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm Mauser |
Produerien | Arsanailh Spandau Arsanailh Frankfurt Maschinen Fabrik Augsburg-Nürnberg Siemens & Halske J.-P. Sauer & Sohn DWM Rheinische Maschinen & Metallwaren Fabrik |
Mare implij | 1917 - deroù ar bloavezhioù 1930 (en arme alaman) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 13 kg |
Hirder | 1.410 mm |
Hirder ar c'hanol | 720 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 400 m |
Lusk-tennañ | 450 da 600 tenn/mn |
Tizh o vont e-maez | 840 m/s |
Endalc'h | Bandennoù 250 kartouchenn pe boestoù 100 kartouchenn |
Ar Maschinengewehr 08/15, anvet ivez MG 08/15, a zo ur vindrailherez alaman savet diwar brevedoù Sir Hiram Maxim ha deveret eus ar Maschinengewehr 08.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1915 e krogas ar soudarded vreizhveurat da implijout armoù hir nevez, ar fuzuilhoù-mindrailher, evel al Lewis Mark I. An armoù aotomatek-mañ o doa ur galloud-tennañ uhel ha gellout a raent bezañ diblaset aes da vare un argad evit goloiñ ar fozioù-brezel nevez-c'hounezet. Abaoe deroù ar Brezel-bed kentañ e veze implijet ar vindrailherez Maschinengewehr 08 gant an arme alaman. Ponner e oa (tost da 62 kg gant he fust hag he dafar) ha meur a soudard a ranke ober war he zro.[1]
E sell da gaout ur vindrailherez skañvoc'h tost d'ur fuzuilh-vindrailher e kemmas an Alamaned an MG 08 adalek 1915. Skañvaet e voe he gwikefre yenaat dre zour, he c'hulasenn, cheñchet e voe he stumm, he c'houch, he draen hag he surentez. Ul lamm koad hag ibilioù da stagañ un daoubez outi a voe ouzhpennet. En holl e voe produet tost da 127.000 skouerenn eus an MG 08/15 e daou arsanailh hag e meur a embregerezh vihan en Alamagn.[2] Ur stumm deveret, an MG 08/18, a voe savet evit bezañ montet war kirri-nij.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek miz Ebrel 1917 e voe pourvezet teir MG 08/15 da bep kompagnunezh troadeien alaman. Kreskiñ a reas diwezhatoc'h da c'hwec'h mindrailherez e pep kompagnunezh, da lavaret eo unan evit pep kevrenn-emgann. Pep batiri kanolioù a resevas er memes koulz div vindrailherez.[2] Implijet e voe kalz en argadoù alaman an nevez-amzer 1918. An MG 13 a gemeras plas an MG 08/15 en arme alaman adalek deroù ar bloavezhioù 1930.
Implijet eo bet an MG 08/15 gant ar Freikorps etre 1919 ha 1921.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En alamaneg e implijer an droienn nullachtfünfzehn (zero-eizh-pemzek) d'ober anv eus un dra standart, boutin, normalizaet.[3]
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p. 247
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Essai de la mitrailleuse MG 08/15, e Cibles n°645, miz Meurzh 2024, p.46-51
- ↑ (de) Termenadur Nullachatfünfzehn war ar geriadur DDSW - Der Deutsche Wortschatz (lennet d'an 30/03/2024)