Mont d’an endalc’had

MG 08

Eus Wikipedia
Maschinengewehr 08
Skeudenn ar pennad Maschinengewehr 08

Ur vindrailherez ponner Maschinengewehr 08
Kinnig
Bro Banniel Frañs Impalaeriezh alaman
Mont en-dro Mindrailherez ponner
4 soudard ret evit ober war he zro
Munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser
7,65 × 53 mm Mauser
7 × 57 mm Mauser
Produerien Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken
Arsanailh Spandau
Arsanailh Erfurt
Mare implij 1908 - fin an Eil Brezel-bed] evit skouerennoù zo (en arme alaman)
Pouez ha muzulioù
Mas 65 kg (hep an dour da yenaat ar wikefre)
Hirder 1.175 mm
Hirder ar c'hanol 721 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 2.000 m
Lusk-tennañ 450 da 500 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 878 m/s
Endalc'h Bandennoù 250 kartouchenn (500 kartouchenn war ar stummoù savet er c'hirri-nij)

Ar Maschinengewehr 08, berraet en MG 08, oa ur vindrailherez eus al lu alaman implijet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Ur stumm nevesaet eo eus ar vindrailherez Maxim savet e 1884 gant Hiram S. Maxim. A-hed ar Brezel bras e voe savet doareoù disheñvelik eus an MG 08. Implijet e voe evel mindrailherez ponner gant rannarmeoù soudarded. E fin ar brezel e veze implijet dreist-holl er fozioù-difenn hag er c'hreñvlec'hioù.

Anvet e oa bet ar Maschinengewehr 08 diwar 1908, ar bloaz ma voe lakaet da dalvezout an aotre da broduiñ ar Maschinengewehr 01. Al lusk-tennañ ne oa ket dres ar memes hini hervez an doare MG 08. Gouest e oa da dennañ etre 450 ha 500 boled dre vunutenn. Pourvezet e oa gant gourizadoù e lien[1], 250 kartouchenn war pep hini, kalibr 7,92 × 57 mm er stumm kentañ. Tennañ e-pad ul lajad amzer hir a lakae an arm da dommañ ; dre zour e veze yenaet. Un arm galloudus e oa, met dibosubl e oa da ziblasañ buan abalamour d'e bouez (ouzhpenn 65 kg, tost da 69 kg enni dour), ha pevar soudard a ranke implijout evit e vont en-dro. An MG 08/15 skañvoc'h a voe deveret anezhi e 1915.

Implijet e voe an MG08 e-pad an Eil Brezel-bed un tamm ivez abalamour e voe roet sa soudarded adarme ar Wehrmacht.

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 242
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan