Lyke-Wake Dirge
Ur c'han-arkuz hengounel saoznek e rannyezh kozh Yorkshire eo al Lyke-Wake Dirge ([ˈlɪ̯kweɪk dɜːdʒ]), ma tispleger beaj un ene hag ar skoilhoù a sav dirazañ war e hent etre an Douar hag ar Purgator. Kanet e veze gant ur vaouez er beilhadegoù a veze dalc'het etre deiz marv un den ha deiz an obidoù ; e Cleveland, Norzh Yorkshire, emañ e orin.[1]
Ur c'han hen ha pagan eo, hag a zo bet kristenaet er XIVvet kantved war a hañval[2].,[1]
Gant ar Saoz John Aubrey (1626-1697) e voe dastumet e 1686 ; merkañ a reas an dastumer e oa bet kanet The Lyke-Wake Dirge e 1616[3], hogen koshoc'h a-galz e hañval bezañ.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement ha "Kan-arkuz arc'houest ar c'horf-marv" e talvez Lyke-wake dirge.
- Lyke : doare rannyezh Yorkshire ar ger saoznek lich a vez implijet c'hoazh e Su ar vro, diwar ar c'hrennsaozneg lic, "korf-marv". Dont a ra eus ar rakgermaneg *likow, a gaver er henfrizeg lik, en izelvroeg lijk, en henc'hermaneg uhel lih, en alamaneg Leiche, en hennorseg lik, er svedeg lik hag er goteg leik. Kement ha "stumm" e oa ar ster orin hep mar, ha kar eo d'ar ger like er saozneg a-vremañ[4].
- Er saozneg a-vremañ e kaver un aspadenn eus lich en anv lichgate, ar porched ma veze lakaet an archedoù a-raok o douarañ er vered.
- Wake : an arc'houest, an arkuz, ar veilhadeg a vez dalc'het kent an obidoù.
- Dirge : ur c'han-arkuz. Dirige e oa e deroù an XIIIvet kantved, diwar al latin dirige "stur !" a zo doare-gourc'hemenn ar verb dirigere, "sturiañ", a gaver en antifonenn Dirige, Domine, Deus meus, in conspectu tuo viam meam "Stur, Aotrou, ma Doue, ma hent ez kweled" a veze kanet da geñver Oferenn an Anaon[5].
Lenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ ar c'han, en doare ma voe dastumet ha treuzskrivet gant John Aubrey er XVIIvet kantved.
1
This ae nighte, this ae nighte 2
When thou from hence away art past 3
If ever thou gavest hosen and shoon 4
If hosen and shoon thou ne'er gav'st nane 5
From Whinny-muir when thou may'st pass 6
From Brig o' Dread when thou may'st pass 7
If ever thou gavest meat or drink 8
If meat or drink thou ne'er gav'st nane 9
This ae nighte, this ae nighte |
0
En noz-mañ, en noz-mañ 0
Pa'z out aet kuit alemañ 0
Mard ec'h eus biskoazh roet loeroù ha botoù 0
Mar ne'z poa biskoazh roet na loer na botez da zen 0
A Lanneg an Drein pa'z po aotre da dremen 0
A Bont an Efreizh pa'z po aotre da dremen 0
Mard ec'h eus roet biskoazh kig pe zied 0
Mar ne'c'h eus biskoazh roet kig pe zied da zen 0
En noz-mañ, en noz-mañ |
Kompren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Poz 1
En noz-mañ / Bemnoz hag an holl : hiviziken e vo noz evit ene an hini marv a-hed e veaj.
Tantad ha leur ha gouloù ar gantol a zave da gletadurezh an den en e vuhez war an Douar a-raok e varv ; da gletadurezh an dud a zo ouzh e veilhañ e tave ivez : tra ma chomont-i er goudor hag er surentez emañ ene an hini tremenet o voulc'hañ ur veaj dañjerus.
- Pozioù 2 – 5
Kentañ skoilh ar veaj : ul lanneg. Hag aluzenus pe get e voe an ene war an Douar ? Mar boe e c'hallo kuitaat Lanneg an Drein ha kenderc'hel betek Pont an Efreizh.
- Poz 6
Ur mank zo etre ar pozioù 5 ha 6, pa ne c'hoarvez netra e Pont an Efreizh hervez ar c'han a zo bet embannet gant John Aubrey.
Gant ar barzh saoz Richard Blakeborough (1850-1918) e voe dastumet daou boz a veze kanet e deroù an XIXvet kantved hag a hañval bezañ gwiriek[6],[7] :
If ivver thoo gav o' thy siller an' gowd Bud if siller an' gowd thoo nivver gav nean |
Mard ec'h eus biskoazh roet da argant ha da aour Mar ne'c'h eus biskoazh roet nag argant nag aour avat |
E Pont an Efreizh neuze emañ an dalc'h : ret eo d'an ene bezañ bet aluzenus adarre evit kenderc'hel ha sevel war-du ar Baradoz, anez e kouezho en Ifern.
Mar tremen an ene e ranko tizho ar Purgator, an arnodenn diwezhañ kent ar Baradoz.
- Pozioù 7 – 8
Ur wech c'hoazh e rank an ene diskouez ez eo bet aluzenus, rak evel en Ifern ez eus tan er Purgator evit deviñ eneoù an dud fallakr.
- Kement-se holl a zegas soñj eus Barn ar Broadoù, a zo en Testamant Nevez (Aviel Mazhev, '25:31–46).
Selaou
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lyke Wake Dirge, kanet gant Pentangle.
- Ar bladenn : Pentangle (1969), Basket of Light, Castle Music Records, 2001 (CMRCD207).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Early Music Muse
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) The Guardian
- ↑ (en) DAVIDSON, Hilda R. Ellis (1964) : Gods and Myths of Northern Europe, Penguin Books, 1990 – (ISBN 978-0-1401-3627-2) (paper) & (ISBN 978-0-1419-4150-9) (e-levr).
- ↑ (en) AUBREY, John (1687-1689), Three Prose Works, Southern Ilinois University Press, 1972 (ISBN 978-0-8093-0567-4)
- ↑ (en) Online Etymology Dictionary.
- ↑ (la) (fr) Petit paroissien romain, Paris, 1810 – Google Books
- ↑ (en) BLAKEBOROUGH, Richard : Yorkshire Wit, Character, Folklore and Customs, S.R. Publishers & The Galpin Society, 1973 (ISBN 978-0-8540-9785-2)
- ↑ (en) Ar gentel a zo bet dastumet gant R. Blackborough