Leue
Hini bihan ar vuoc'h hag an tarv eo al leue (liester : leueoù). Nav miz e vez douget gant ar vuoc'h, a-raok dezhi halañ.
War-dro 45 kg e pouez al leueoù pa vezont ganet. Neuze e vezont lipet gant o mamm. Pa savont ne chomont ket en o sav: re bonner int, ha re amparfal al loen en eurioù kentañ.
A-wechoù, pa vez ganet al leue er park e vez gwelet lern o tont da zebriñ ar gwele.
Pa vez deuet bras hag ar c'houlz d'e zizonañ, war-lerc'h 6 miz, e reer
Pa vez bet halet an annoar, etre 24 pe 30 miz, evit ar wech kentañ, eo e vez graet ur vuoc'h anezhi.
Savet e vez al leueoù evit debriñ o c'hig, ha priziet kalz eo gant an debrerien-gig: gwenn, eo ha tener e vez pa vez maget al leueoù gant laezh.
Lêr a vez graet gant kroc'hen al leueoù, hag anvet eo leuegen.
Hormonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet e oa ar c'hig leue da vezañ leun a hormonoù roet gant ar saverien chatal abalamour d'al leueoù da greskiñ buanoc'h ha da vezañ ponneroc'h pa veze deut ar c'houlz d'o gwerzhañ. Difennet eo reiñ hormonoù en Europa, goude ma'z eo aotreet e SUA.
Savet e vez leueoù en un doare natureloc'h gant un nebeud saverien avat. Gwelout ar pennad kig leue.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sotoni
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouez ar sotoni eo al leue e brezhoneg, evel e yezhoù all.
- Leue, leue brizh, leue-dour,leue geot, zo gerioù-kunujenn taolet d'ur genaoueg.
- Bezañ diot evel ul leue brizh, a vez laret ivez.
- Yann al Leue, pe Fañch al Leue, a vez graet eus ar genaoueg.
Kement-mañ a vez laret ivez diwar-benn tud sot:
- Bezañ bet kig leue da zebriñ: bezañ sot
- Bezañ treid leue en e votoù: bezañ sot.
- Lonkañ lostoù leue: krediñ n'eus forzh peseurt koñchenn
- Tremen lost al leue dre c'henoù unan bennak: e lakaat da grediñ siklezonoù.
- Degas ur penn leue d’ar gêr, bezañ rasket en un arnodenn.
Trouz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul loen trouzus eo al leue, ha diwar-se:
- Blejal, gouelañ evel ul leue: en ur ober trouz.
Bugel aonik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leue e vamm a vez graet eus ur bugel a chom tost d'e vamm, krog en he sae alies.
Gerioù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- leueiouaj, pe leueouaj, a vez graet eus al leueoù ganet er memes bloaz;
- kig leue , a vez keginet ha debret
- ul leue-dour a zo ul leue leun e benn a zour: brasoc'h eo e benn eget na dleje bezañ;
- leuegen: kroc'hen leue
- leue-mor: un anv a vez graet eus ar reunig.
Troiennoù deuet eus ar Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lazhañ al leue lart: ober cher-vad, evel da zistro ar mab foran.
Krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelloc'h bezañ kiger eget bezañ leue
- Aliesoc’h a groc’hen leue a ya d’ar givijeri evit a groc’hen ejen.
- N’eo ket gant martezeoù E vager al leueoù.
- Ebrel gant e gontelloù A gign ar saout hag al leueoù
- Da Nedeleg E astenn an deiz paz ur c’hefeleg D’an deiz kentañ’r bloaz Paz ur waz Da Ouel ar Rouaned Paz ul leue.
- Gwelloc'h eo da un den lipat e leue Evit sevel ur gozh vuoc'h eus an touflez. Ur priz mat a vo tennet eus ul leue a wellao, nebeud a dra a vo diwar ur vuoc'h.
Lavaroù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- N’eo ket a-walc’h se eo se N'eo ket d’ar vuoc’h da zenañ al leue. A vez lavaret evit echuiñ ur gaozeadenn pa vez ret mont da labourat.
- C'hoari, gouelañ ... Lost al leue o tiverañ.
- Leueoù eo ar C'hallaoued, eme Charles de Gaulle. N'en deus lavaret ger diwar-benn ar Vretoned.
-
Leue gant e vamm.
-
Leue kousket.
-
Ul leue e Costa Rica.
Al leueoù en arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pezh-c'hoari farsus Youenn Drezen, Youenn vras hag e leue
- Film Federico Fellini, I vitelloni (Al leueoù)