Leoù Straßburg
Leoù Straßburg (Straßburger Eide en alamaneg; Sacramenta Argentariae e latin) zo un emglev hag a voe graet d'ar 14 a viz C'hwevrer 842 gant Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg, ha Loeiz ar German, roue Frankia ar Reter, a-enep o breur Lotar Iañ. Hennezh en devoa ranket rannañ rouantelezh e dad gant e vreudeur. Karl a douas en tudeskeg, mamm yezh an alamaneg, ha Loeiz en romaneg, mammyezh ar galleg. Tud zo a lavar emañ aze ar brouenn gentañ eus ur yezh komzet, ar romana lingua pe romaneg, disheñvel diouzh ar galleg.
D'ar 25 a viz Mezheven 842 e voe trec'het Lotar e Fontenay-en-Puisaye, e Bourgogn, gant e zaou vreur .
Loeiz an Deol, mab da Garl Veur, impalaer war-lerc'h e dad.
Lotar Iañ, mab henañ Loeiz an Deol.
Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg, mab da Loeiz an Deol..
Loeiz ar German, roue Frankia ar Reter, gant e dri mab. Mab e oa da bried diwezhañ Loeiz an Deol.
Rannidigezh impalaeriezh Karl Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rannidigezh hervez Feuremglev Verdun, e 843.
Feuremglev Prüm, e 855.
Feuremglev Mersen, 870.
Feuremglev Ribemont, 880.