Le Rosier de madame Husson
Le Rosier de madame Husson (Rozeg an Itron Husson e brezhoneg) zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, embannet e 1887.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e voe embannet er gelaouenn Nouvelle Revue e Mezheven 1887. Bloaz goude e voe adembannet el levr heñvelanvet Le Rosier de madame Husson (dastumad).
An danevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an daneveller o tegouezhout e Gisors, e Normandi. Mont a ra da di ur c'hamarad kozh hag a gont dezhañ istor Isidore.
An itron Husson, e kêr, zo ur vaouez devot a zo o klask ur plac'h vertuzus da vezañ rosière (rozegez), met ne gav hini. Neuze e vo klasket ur paotr: hennezh e vo Le Rosier de madame Husson.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1931 : Le Rosier de madame Husson gant Dominique Bernard-Deschamps ha Fernandel
- 1931 : La Déchéance d'Isidore gant Fernandel
- 1950 : Le Rosier de madame Husson gant Jean Boyer.
- 2008 : Le Rosier de madame Husson gant Denis Malleval, er stirad Chez Maupassant, France 2.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e voe an danevell gant ar sonaozour saoz Benjamin Britten da sevel e fentc'hoarigan Albert Herring , libretto gant Eric Crozier a lakaas an istor da c'hoarvezout e Bro-Saoz.
Lenn ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skrid orin e Wikisource: [1]
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]