Rozegez
Ur rozegez(Daveoù a vank) (rosière e galleg), zo ur plac'h yaouank hag a veze enoret he vertuz e Bro-C'hall en XIXvet hag en XXvet kantved dreist-holl, hag a veze roet dezhi ur gurunenn roz en he c'hêriadenn.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ar vojenn e vije bet aozet ar fest kentañ gant Sant Médard (frank e dad, galianez e vamm) e fin ar Vvet kantved e Salency, hiriv en departamant gall Oise.
E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Mousterel-ar-Gwast e vez aozet fest ar rozegez e miz Gwengolo abaoe 1930 [1].
E 1910 pa varvas Marie-Joseph Carré e laoskas he madoù gant ar gumun evit ma vije dilennet gant ar gumun ur plac'h yaouank paour, onest, ha vertuzius .
.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Le Rosier de madame Husson, danevell c'hallek gant Guy de Maupassant.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1896 : Le Couronnement de la rosière gant Georges Méliès,
- 1950 : Le Rosier de madame Husson gant Jean Boyer ha gant Bourvil,
- 1968 : La Rosière de Pessac gant Jean Eustache,
- 1979 : La Rosière de Pessac 79 gant Jean Eustache.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Loeiz XVIII o reiñ ar gurunenn da rozegez Mittau, taolenn gant Jean-Charles Tardieu[2].
Eured ur rozegez e La Mothe-Saint-Héray, Bro-C'hall, war-dro 1910.
Les Abeilles eus karter Croncels er Fêtes de la bonneterie, e 1925 , e Troyes.
Eured seizh rozegez e Saint-Denis en 1931.
Rozegez Nanterre e 1908.
Rozegez Sainte-Adresse 1908.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Pennad e Ouest-France: https://www.ouest-france.fr/bretagne/montreuil-le-gast-35520/montreuil-le-gast-90e-rosiere-marie-gallee-est-l-heureuse-elue-6207052
- ↑ Pa ne oa nemet kont Provañs edo ar priñs gall en harlu en 1799 e Mittau, anv alamanek Jelgava, e Latvia. Kinniget eo evel « Louis XVIII » war an daolenn-mañ a zo war ziskouez e mirdi kastell Versailhez.
- ↑ E-barzh Le Petit Parisien, 12 a viz Ebrel 1891, pajenn 8. Pennad ouzhpenn, pajenn 6, 4e. Voir cet article reproduit sur la base Commons.