Bourvil

André Raimbourg, Bourvil eus e anv micher, a oa un aktour, kaner ha fentigellour gall. Ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1917 e Prétot-Vicquemare (Seine-Inférieure) hag aet da Anaon d'an 23 a viz Gwengolo 1970 e Pariz.
Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1967 e-pad filmadenn ar film Les Cracks e kouezhas. Mont a reas da welet ar medisin ha kavet e voe e oa klañv gant kleñved Kahler, ur c'hrign-bev eus ar gwad[1]. En desped da vezañ klañv marvus ha da gaout kimioterapiezh e kendalc'has gant e labour aktour ha kaner. Mervel a reas d'an 23 a viz Gwengolo 1970[2].