Mont d’an endalc’had

La Grande Vadrouille

Eus Wikipedia
La grande vadrouille
(Ar C'haloupadeg Veur)
Tog-houarn alaman e mirdi Louis De Funès
Sevenour Gérard Oury

Senario Gérard Oury
Danièle Thompson
Marcel Jullian
GeorgesTabet
André Tabet

Aktourien bennañ Louis de Funès
Bourvil
Terry-Thomas

Embregerezh produiñ Les Films Corona
Lowndes Productions
The Rank Organisation
Broioù ar filmañ Bro C'hall

Bro Saoz

Padelezh 132 munutenn
Doare film Komedienn

Film brezel

Deizhad mont er-maez 8 a viz Kerzu 1966

La Grande Vadrouille (ar c'haloupadeg veur) zo ur film gall ha saoz, bet sevenet gant Gérard Oury e 1966. Berzh en deus graet kenañ rak gant 17 milion a arvesterien eo bet ar film gall gwelet ar muiañ e-pad 40 bloaz, a-raok an hini a reas muioc'h c'hoazh, Bienvenue chez les Ch'tis.

C'hoarvezout a ra ar film-mañ e-kerzh an Eil Brezel-bed e Bro-C'hall. Kontañ a ra istor daou C'hall hag a zo rediet da sikour tri bleiner kirri-nij saoz a zo bet diskaret o c'harr-nij gant an Alamaned. C'hoariet eo an daou C'hall-se gant Bourvil ha Louis de Funès.

C'hoariet o doa dija e-barzh ur gomedienn all, Le Corniaud, sevenet ivez gant Gérard Oury.

E 1942, ez eus bet diskaret ur c'harr-nij saoz gant an Alamaned a-us Pariz. Lammat a ra an tri blenier gant un harz-lamm ha pradañ a reont e tri lec'h disheñvel er gêrbenn. Sikouret int gant daou C'hall, ur penn laz-seniñ hag ul livour savadurel, evit kas anezho d'an dachenn dieub ; dont a reont neuze da vezañ rezistanted.

Fichenn identelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titlː La Grande Vadrouille

Sevenourː Gérard Oury

Senarioː Gérard Oury, Danièle Thompson, Marcel Jullian, Georges hag André Tabet

Aktourien bennañː Louis de Funès, Bourvil, Terry-Thomas

Produiñː Les Films Corona, Lowndes Productions, The Rank Organisation

Ar broioù e lec'h ma 'z eo bet filmetː Bro C'hall ha Bro Saoz̩

Padelezhː 132 munutenn

Doare film ː Komedienn, Film brezel...

Deizhad mont er-maezː 8 a viz Kerzu 1966 e Bro C'hall

26 a viz Kerzu 1966 e Suis

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]