Mont d’an endalc’had

Mousterel-ar-Gwast

Eus Wikipedia
Ur pennad Mousterel zo ivez.
Mousterel-ar-Gwast
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallaouek Montroelh-le-Gast
Anv gallek (ofisiel) Montreuil-le-Gast
Bro istorel Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Roazhon
Kanton Meled
Kod kumun 35193
Kod post 35520
Maer
Amzer gefridi
Lionel Henry
2026-2032
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Traoñ an Il
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn Web https://montreuil-le-gast.bzh/
Poblañsouriezh
Poblañs 2 080 ann. (2023)[1]
Stankter 228 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 14′ 52″ Norzh
 43′ 32″ Kornôg
/ 48.2477777778, -1.72555555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 95 m
bihanañ 65 m — brasañ 122 m
Gorread 9,14 km²
Lec'hiañ ar gêr
Mousterel-ar-Gwast

Mousterel-ar-Gwast (Montreuil-le-Gast e galleg) a zo ur gumun eus Breizh, e kanton Meled, e departamant Il-ha-Gwilen. En un 20 km bennak en norzh da Roazhon emañ.

  • Jean-Yves Le Moing (1990) : Mosterol, 1158 ; Mosterol le Gast, XIIvet kantved.
  • Diwar al [[latin}} monasteriolum : "mouster bihan", ha gastin, gastil ː douar fraost.
  • Mervel a reas 40 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 6,38% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas ur gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3] : Émile Lefeuvre. Daoust ma n'eus nemet e anv war ar savadur koun ez eus tri faotr all marvet e-pad an Eil Brezel-bed : Alfred Baudrier (ganet d'an 22 a viz Du 1912 e Mousterel, minor d'e dad marvet e stourmoù ar Brezel-bed kentañ, marvet d'an 23 a viz C'hwevrer 1945 e Bergen-Belsen) ; Jules Deshoux (ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1920 e Mousterel ha marvet d'an 9 a viz Du 1942 a-vaez da Gasablanca, e Maroko, o talañ ouzh dilestradeg ar Gevredidi e Norzh Afrika ; Arsène Hardy (ganet d'ar 17 a viz Kerzu 1897 e Mousterel ha marvet d'ar 6 a viz Meurzh 1943 e Roazhon diwar ur vombezadeg stadunanat). Jules Deshoux hag Arsène Hardy a zo bet anavezet evel "Marv evit ar vro / Morts pour la France".

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 3,2 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[5].
  • Sinet he deus ar gumun ar garta Ya d'ar brezhoneg e 2024 da dizhout al live 1.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Suleg, savet en XIXvet kantved diwar tresoù Léonce Couétoux.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[6].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[7].

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Maered ha melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1983-1995 : Jean-Yves Chenard
  • 1995-2008 : Alain Marsac
  • 2008-2020 : Jean-Yves Billon
  • 2020-2026 : Lionel Henry
  • 2026- : Lionel Henry

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anneix
Aotrounez Souvenel
En glazur e steredenn en argant, heuliet gant teir c'hroazigan pavek ivez en argant.

Italia Montalto (Italia)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.