La Varenne
- Arabat droukveskañ gant Varenne, Varennes, pe Varennes-sur-Loire.
La Varenne | ||
---|---|---|
Kember an adstêr Diwazh a-zehoù hag al Liger a-gleiz, gant kêriadenn La Varenne en diadreñv. | ||
![]() | ||
Bro | Marzoù Breizh-Anjev | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Broioù-al-Liger | |
Departamant | Maine-et-Loire | |
Arondisamant | Cholet | |
Kanton | Champtoceaux | |
Kod kumun | 49360 | |
Kod post | 49270 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Charles Juhel 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du canton de Champtoceaux | |
Bro velestradurel | Pays des Mauges | |
Lec'hienn web | http://www.mairie-la-varenne.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | ann. (2020)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 64 m bihanañ 1 m — brasañ 82 m | |
Gorread | 14,19 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
La Varenne a zo ur gumun c'hall gozh e departamant Maine-et-Loire e rannvro Broioù-al-Liger. Abaoe miz Kerzu 2015 eo un darn eus kumun nevez Orée-d'Anjou.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gumun eus Norzh ar Mauges e oa La Varenne, etre ribl su al Liger hag an Diwazh, war an harzoù etre departamantoù Maine-et-Loire ha Liger-Atlantel, war-hed 25 km diouzh Naoned er c'hornôg, 15 km diouzh Ankiniz er reter ha 70 km diouzh Añje er reter.
Champtoceaux e Maine-et-Loire, Bargazh, Chapel-Baz-Meur, Keller hag Oudon e Liger-Atlantel eo ar c'humunioù amezek.
Kêraoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ar rummadur savet gant EBSSA e 1999 e oa La Varenne ur gumun diwar ar maez unpol hag a zo lod e tolead kêr Naoned hag e takad kêrel Naoned-Sant-Nazer (gwelet ar bajenn Kumunioù Liger-Atlantel) daoust dezhi bezañ en departamant Maine-et-Loire.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ent-istorel emañ La Varenne e-barzh Marzoù Breizh-Anjev (a ya eus takad Champtoceaux betek Montfaucon), er Mauges.
En Xvet kantved e voe aloubet tiriadoù nevez gant Foulk Nerra hag astenn a reas Anjev er C'hornôg betek ar stêr Diwazh hag er Su dre aloubiñ ar Mauges.
Er par tiriadel, gwirel ha politikel e kleve La Varenne ouzh dugelezh ha kontelezh Anjev.
Er par relijiel e chomas parrez La Varenne e dalc'h eskopti Naoned betek an Dispac'h Gall, evel Champtoceaux, Beuzid-an-Doured, Landemont, Liré, Montfaucon hag un nebeud kêriadennoù anjevat all. En 1790 e voe staget an holl gumunioù-se war-bouez Beuzid-an-Doured ouzh eskopti Añje hag ouzh an departamant nevez Maine-et-Loire.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2014 | → bremañ | Jean-Charles Juhel | ||
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Daniel Pinier | ||
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Bernard Staub | Ijinour stlennegour | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Etrekumuniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ezel eo ar gumun eus communauté de communes du canton de Champtoceaux[2], ezel eus sindikad kemmesk Pays des Mauges eo zoken.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell La Varenne savet adal 1840 gant an tiegezh De La Bourdonnaye. Enskrivet e voe evel monumant istorel e 1992[3].
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Georges Brassens en deus kanet ur ganaouenn diwar-benn La Varenne.
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveennoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) EBSSA, aozadur EPCI kanton Champtoceaux (244900783), lennet d'an 3 Here 2013
- ↑ (fr) Kastell La Varenne e lec'hienn ministrerezh ar sevenadur