Diwazh
Neuz
Diwazh
| |
|---|---|
Kember an Diwazh (a-zehoù) gant al Liger (a-gleiz) | |
| Statud | stêr |
| Hirder | 28 km |
| Uhelder an eienenn | ? m |
| Kas keitat | e Landemont 0,569 m³/s |
| Gorread an diazad | 105 km² |
| Bro(ioù) douret | Liger-Atlantel ha Maine-et-Loire |
| Diazad stêrioù |
? |
| En em daol e | Liger etre Chapel-Baz-Meur ha La Varenne |
| Ledander er genoù | ? |
| Andon | Le Puisey-Doré (Bro-C'hall) |
| Adstêrioù | ? |
An Diwazh[1] (Divatte e galleg) a zo ur stêr eus gevred Bro-Naoned, adstêr d'al Liger war e lez kleiz. War un darn vat eus e red e ra an Diwazh ar vevenn etre Breizh ha Bro-C'hall. 28 km eo hed ar stêr. Eieniñ a ra e Le Puisey-Doré e Bro-C'hall, a-raok antren buan e Breizh ha dispartiañ kumunioù Beuzid-an-Doured (La Boissière) ha Kerravaot (La Remaudière), goude e ra ar vevenn etre Breizh ha Bro-C'hall (hag etre departamant al Liger-Atlantel ha hini ar Maine-et-Loire) betek he c'hember gant al Liger, etre Chapel-Baz-Meur ha La Varenne.
Reiñ a ra hec'h anv d'ar sav-douar a ya a-hed e ribl kleiz ha ribl kleiz al Liger.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kumuniezh kumunioù Liger-Diwazh
- Brasserie de la Divatte
- Roll stêrioù pennañ Breizh
- Roll stêrioù Breizh renket hervez o hirder
