Kuriom
Amerikiom – Kuriom – Berkeliom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 96 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | [247] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f7 6d1 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 25, 9, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +4, +3 (Oksidenn ueleizhidik)[1] | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 578,08 kJ/mol 2 : 1 200 kJ/mol 3 : 1 940 kJ/mol | |||
Skin atomek | 175 pm | |||
Skin kenamsav | 166 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 13,510 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 340 °C | |||
Bervverk | 3 110 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
|
Arabat eo droukveskañ gant Keriom 58Ce !
Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar c'huriom ; Cm eo e arouez kimiek, 96 e niver atomek ha 247,070 e dolz atomek.
An eizhvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1944 e voe kevanaozet kuriom-242 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Glenn Theodore Seaborg, Ralph A. James, Leon Owen Morgan hag Albert Ghiorso dre skinata plutoniom-239 gant rannoùigoù α en ur c'hiklotron bihan 1,5 m e dreuzkiz :
239 | Pu + | 4 | He —→ | 242 | Cm + | 1 | n |
94 | 2 | 96 | 0 |
Pevar neutron a voe ouzhpennet d'ar plutoniom-239 a-benn kenderc'hañ Cm-242 hag un neutron. E Skol-veur Chicago e voe gwiriekaet kavadenn ar c'huriom.
E miz Meurzh 1945, dre an hevelep dazgwered, e voe kenderc'het Cm-240 ha tri neutron.
E dibenn an Eil Brezel-bed, d'an 11 a viz Du 1945, e voe kemennet dizoloadenn an elfennoù 95 ha 96 gant G. T. Seaborg e-unan e-kerzh un abadenn skingomz evit ar vugale, Quiz Kids, ma oa bet pedet evel skiantour evit respont da c'houlennoù ar selaouerien. Er sizhunvezh war-lerc'h, d'ar 16 a viz Du, e voe embannet ez-ofisiel en emvod an American Chemical Society.
En enor d'ar fizikourien Pierre ha Marie Curie, o devoa dizoloet ar radiom, e voe roet an anv curium d'an elfenn 96.
Priz Nobel ar Gimiezh 1951 a yeas gant Glenn T. Seaborg evit bezañ dizoloet kimiezh an elfennoù pounneroc'h eget an uraniom, hag evit bezañ klokaet taolenn drovezhiek an elfennoù de ouzhpennañ an aktinidoù. Da Edwin Mattison McMillan e voe roet ar Priz ivez, p'en devoa dizoloet an neptuniom e 1940.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal kalet liv an arc'hant eo ar c'huriom. Par da re e amezeg al lantanid 64Gd eo e berzhioù fizikel, daoust d'ar c'huriom bezañ tost da ziv wezh douesoc'h eget ar gadoliniom :
Douester (g/cm3 |
Teuzverk (°C) |
Bervverk (°C) |
Tredanharzhusted (µΩ•m, e 20 °C) | |
---|---|---|---|---|
64Gd | 7,870 | 1 313 | 3 273 | 1,31 |
Kuriom | 13,300 | 1 345 | 3 110 | 1,25 |
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel diouzh re an aktinidoù 90Th ha 92U eo perzhioù kimiek ar c'huriom, ha par da re an amerikiom 95Am ha da re lod lantanidoù ez int kentoc'h.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus izotop stabil ebet d'ar c'huriom ; war-dro ugent skinizotop ha 7 izomer derc'hanel anezhañ zo anavezet, eus 233Cm betek 252Cm.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
242Cm | louc'h | 162,8 devezh | α → 238Pu |
243Cm |
louc'h |
29,1 bloavezh |
α → 239Pu |
ε → 243Am | |||
244Cm | louc'h | 18,1 bloavezh | α → 240Pu |
245Cm | louc'h | 8 500 bloavezh | α → 241Pu |
246Cm | louc'h | 4 730 bloavezh | α → 242Pu |
247Cm | louc'h | 1,56x107 bloavezh | α → 243Pu |
248Cm | louc'h | 3,4x105 bloavezh | α → 244Pu |
250Cm | kevanaozet | 9 000 bloavezh | β- → 250Bk |
Kenderc'hadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fizikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe ma 'z eus dazgwerederioù derc'hanel da genderc'hañ tredan (1951, e Stadoù-Unanet Amerika) ez eus bet dastumet un nebeud kilogrammoù Cm-242 ha Cm-244, hag un nebeud grammoù pe viligrammoù eus izotopoù pounneroc'h. Ken kemplezhek eo e hiniennekaat a-douez an dilerc'hioù skinoberiek ma 'z eo aesoc'h ha marc'hadmatoc'h kevanaozañ kuriom dre zazgweredoù derc'hanel diouzh an ezhomm.
E-lec'h tremen dre an dazgwered Pu-239 → Pu-243 → Am-243 → Am-244 → Cm-244 (a roio Pu-240 dre zigevanad α) e kaver gwelloc'h tremen dre zigevanad ar c'haliforniom :
252 | Cf | α ————→ 2,645 b. |
248 | Cm |
98 | 96 |
Dedennus eo Cm-248 abalamour d'e hanter-vuhez hir.
Tu zo da zastum Cm-245 dre zigevanidigezh Cf-249, a zeu diwar zigevanidigezh ar berkeliom-249 :
249 | Bk | β- ————→ 330 d. |
249 | Cf | α ————→ 351 b. |
245 | Cm |
97 | 98 | 96 |
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lantanidoù hag aktinidoù oksidet zo en trelosk a zo bet arveret en dazgweredoù derchanel, a anver trelosk MOX (Mixed OXides, "oksidennoù mesket"). Ret eo tennañ ar plutoniom hag an uraniom eus ar MOX kent didoueziañ al lantanidoù oksidet hag an aktinidoù oksidet ; goude-se e tivesker an amerikiom hag ar c'huriom a-douez an aktinidoù oksidet.
Dre goazhañ fluoridenn ar c'huriom e teuer a-benn da c'hounez ar metal glan : CmF3 + 3 Li → Cm + 3 LiF
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-touez an elfennoù skinoberiekañ emañ 96Cm. Ganerioù skinoù α galloudus eo Cm-242 ha Cm-244, setu e c'hallont bezañ arveret da c'henel tredan ha gwrez en egorlistri met ken kreñv eo o skinadur neutronoù ha skinadur gamma ma ranker herzel outo gant skrammoù 20 gwezh tevoc'h eget ar re a zo rekis pa implijer Pu-238 ; dilezet eo bet an arver-se neuze, met Pu-238 a c'haller kenderc'hañ dre Cm-242.
- Cm-244 zo bet arveret evel andon rannoùigoù α ar skalfadventerioù dre skinoù X a zo el listri-ergerzh bet kaset betek Meurzh a-benn dielfennañ reier.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- GREENWOOD Norman N., Chemistry of the Elements, Elsevier Science Ltd., 1997, ISBN 978-0-08-037941-8 (en)
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Los Alamos National Laboratory (en) Liamm oberiant 14 C'HWE 2013
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |