Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle
Neuz
Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle, berraet e Kumubrok, a oa ur gumuniezh kumunioù e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Krouet eo bet e 1993. E 2002 e oa war-dro 51 000 den o chom enni, war un tamm douar 600 km². Treuzfurmet e oa d'ar 1añ a viz Genver 2016 en ur gumuniezh tolpad-kêrioù anvet Kemperle Kumuniezh.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle a yae 16 kumun d'ober anezhi:
- an Arzhanaou
- Banaleg
- Bei
- Gwelegouarc'h
- Kemperle
- Kerien
- Kloar-Karnoed
- Lokunole
- Mellag
- Molan
- Redene
- Rieg
- Sant-Turian
- Skaer
- Tremeven
- an Treoù
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ya d'ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'ar 14 a viz Mae 2013 e oa bet roet d'ar Gumuniezh kumunioù al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 514 skoliad (9,1 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) (br) Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle
- (fr) (br) Ti ar Vro Bro Kemperle