Mont d’an endalc’had

Kouenon

Eus Wikipedia
Ur pennad Couanon zo ivez.
Kouenon

Ar C'houenon, e-kichen Pontorson
Menez Mikael ar Mor zo er pelloù
Statud stêr
Hirder 97,4 km
Uhelder an eienenn 182 m
Kas keitat en Entraven 7,1 m³/s
Gorread an diazad 1 124 km²
Bro(ioù) douret Breizh ha Bro-C'hall
Diazad stêrioù
?
En em daol e Mor Breizh e Beauvoir
ha Menez Mikael ar Mor
Ledander er genoù ?
Andon Le Bois Joli
e Saint-Pierre-des-Landes
Adstêrioù Talmout, Nançon,
Minette, Loisance, Guerge

Lec'hid en aber ar C'houenon

Ar C'houenon[1] (Couesnon e galleg) zo ur stêr e biz Breizh hag e mervent Normandi, brudet dre ma verk an harz etre Breizh ha Normandi ha Bro-C'hall, hag emañ hec'h aber dirak Menez Mikael ar Mor, e Bae Menez-Mikael. 97,4 km hed zo dezhañ.

Hervez lod e vije ar ger koad e deroù an anv, marteze ur roud eus Koadeg Scilly, ur goadeg ha n'eo ket bet prouet e vije bet anezhi, tro-dro d'ar roc'h brudet. Ar pezh zo sur eo eo raklatin an anv.

Emañ e andon e La Pellerine, e-tal stang Vézins, e kumun Saint-Pierre-des-Landes e Mayenne. Treuziñ a ra Biz Breizh dreist-holl hag en em deurel a ra e Pleg-mor Sant-Maloù.

Unan eus an teir stêr eo hag a servij da verkañ an harzoù etre Breizh ha Bro-C'hall eo gant al Liger (war un tregont kilometr bennak) hag an Diwazh.

Deuet e vefe ar stêr da vezañ ar vevenn etre eskopti Dol hag hini Avranches hag etre Breizh ha Normandi adalek 1009 hepken. Araok e vefe bet ar Sélune, nemet e-pad ur maread a 70 bloaz pa oa Cotentin e Breizh.

Boas eo an dud da lavaret er c'horn-bro : "ar C'houenon, diwar un taol-follentez, en doa lakaet ar Menez (Mikael) e Normandi".

Kanolet e voe ar C'houenon en XIXvet kantved. Ur stankell a voe savet e 1969, hag ur chaoser evit mont d'an Menez-Mikael. An traoù-se en deus buanaet lec'hidadur ar Bae. Ur stankell nevez zo bet savet e 2009 evit kaout un efed "kas-dour" evit digontraezhañ ar Bae. Ur pont-treuzell zo abaoe miz Gouere 2014 evit mont d'ar Menez.

Kumunioù treuzet gant ar C'houenon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En tri departamant Mayenne, Il-ha-Gwilen ha Manche : Saint-Pierre-des-Landes, Loezherieg-Dompêr, Kell-Loezherieg, Belzeg, Felger, Yaoueneg, Eskuz, Rovenieg, Bilieg, Chapel-Sant-Alverzh, Glannoù-ar-C'houenon, Magoerioù-ar-C'houenon, Sant-Owen-an-Alloz, Henwig-ar-C'houenon, Rovazil, Sen, Rivoù, Traoñ-Kouenon, Bazeleg-ar-Veineg, Sulial, Sacey, Aucey-la-Plaine, Pontorson, Planfili, Sant-Jord-Grehan, Beauvoir, Menez Mikael ar Mor.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E Geriadur Al Liamm, 2014; Koesnun e Geriadur Hemon e 1993.