Minette

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kember ar Minette hag ar C'houenon

Ar Minette, pe Mineta diwar an anv latin, zo ur stêr e Breizh, e Bro-Zol, 25,1 km hed dezhi, adstêr d'ar C'houenon.

Eieniñ a ra e-kichen La Barberie, etre kumunioù Romagné ha Sant-Jermen-Gougleiz. Kemberiñ a ra er C'houenon e Henwig-ar-C'houenon.

Adstêrioù en deus : gwazhioù Vocadieu, Heurteloup, Frénouse, Greslé, hini al Landes de Saint-Hilaire, ar Gravelle, hini Villée (anvet ivez hini ar Bélinaye), ha re Boulais ha Ritort.