Mont d’an endalc’had

Sélune

Eus Wikipedia
Sélune
Ar Sélune etre Ducey-les-Chéris ha Saint-Laurent-de-Terregatte
Statud stêr
Hirder 91,4 km
Uhelder an eienenn 180 m
Kas keitat 11 m³/s
Gorread an diazad 1038 km²
Bro(ioù) douret Manche
Diazad stêrioù
?
En em daol e Mor Breizh
e Bae Menez-Mikael
Ledander er genoù ?
Andon Saint-Cyr-du-Bailleul
Adstêrioù ?

Ar Sélune zo ur stêr 91 km hed eus Normandi. Redek a ra e departamant ar Manche. En em deurel a ra e Bae Menez-Mikael, e-kichen Avranches, tost da aber ar stêr Sée. E-touez ar c’hêrioù treuzet gant ar Sélune emañ Barenton, Saint-Hilaire-du-Harcouët ha Ducey.

E-pad ur pennad e talveze ar stêr-mañ da verkañ ar vevenn etre Breizh ha Normandi, etre 933 ha 1009. Goude-se e voe kaset an harzoù un tammig pelloc’h er c’hornôg, war ar stêr Kouenon[1].

  • Emgann Normandi, 1944: tost didorr e oa ar pont-hent e Pontaubault pa voe kemeret gant Trede Lu SUA (VIIIvet, XIIvet, XVvet ha XXvet Korf Lu) ar Jeneral Patton. Kemeret e voe ar pont gant ur rakward SUAat eus ar 4 Rannlu d'an 30 met adtapet e voe d'an 31 gant Kampfgruppe alaman al Letanant-Koronal Bacherer. En abardaevezh e voe tapet en-dro gant harz-lammourion SUAat. Kerkent e voe lakaet soudarded Patton da dremen, hag e-dan tri devezh e c'hellas tremen seizh rannlu, da lâret eo tremen 100 000 soudard ha 1 500 karr a-bep seurt evit mont war-zu Entraven, Dinan, Roazhon, Naoned, al Liger, Alençon ha Le Mans[2],[3].
  1. (fr)Hourlier, Dom Jacques, « Les sources écrites de l’histoire montoise avant 966 », in Millénaire monastique du Mont-Saint-Michel, Raymonde Foreville (éd.), t. 2, Vie montoise et rayonnement intellectuel, Paris, Lethielleux, 1966, p. 13-28
  2. (fr)Manche - Tourisme
  3. (fr)Normandie 44 - La Mémoire

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]