Frienn dent mouezhiet
LFE – niverenn | 116 + 408 |
LFE – unicode | n̪ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | n_d |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar frienn dent mouezhiet, treuzskrivet [n̪], da lâret eo an arouezenn [n] mui ur sin diakritek ispisial dindani evit diskwel e vez produet gant an dent, ganti an niverennoù dave 116 (arouezenn diazez [n]) + 408 (sin diakritek).
Ral a wezh e kaver kensonennoù dent rik e yezhoù, rak daoust ha ma vez deskrivet fonennoù 'zo evel kensonennoù dent, da skouer <n>, <t> ha <d> er yezhoù romanek peurliesañ e stok lodenn vrasañ ouzh al logigoù kentoc'h evit ouzh an dent daoust met renket e vezont alies evel kensonennoù dent kentoc'h evit kensonennoù logigoù abalamour m'az eo kensonennoù lavnenn an teod re ar yzhoù romanek keit ha m'az eo kensonennoù beg an teod an c'hensonennoù logigoù damheñvel oute kavet e saozneg da skouer ha deskrivet int-i evel kensonennoù logigoù.
Kavet a reer, avat, gwir kensonennoù dent distaget peurliesañ gant beg an teod hag ivez, raloc'h, gant lavnenn an teod, er yezhoù dravidek, en o zouez an tamileg hag ar malayalameg.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arabeg: قرن [qɑrn̪], "kantved"
- Dinkaeg: nhiar [n̪iar], "karantez"
- Gresianeg: άνθρωπος [ˈan̪.θro̞.po̞s̠], "den"
- Poloneg: nos [n̪ɔs], "fri"
- Ruseg: ханжой
[xʌn̪ˈʐoj], "pilpouz"
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |