Kaozeal:Bedreuziad COVID-19
Adenvel ar pennad ?
[kemmañ ar vammenn]Marteze e vefe mat cheñch an titl "Kleñved-red Wuhan" bremañ, dre eo deuet da vezañ ur pandemiezh er bed a-bezh. Graet eo bet kement-se er yezhoù all. "Klenved-red koronavirus 2019-2020" da skouer?--Arko (kaozeal) 16 Meu 2020 da 22:26 (UTC)
- Bedreuziad kleñved diwar gurunviruz eus 2019-2020 2.14.180.173 17 Meu 2020 da 19:44 (UTC)
Mennozh mat met re hir ?
Bedreuziad kurunviruz 2019-2020?
War patrom ar saozneg : 2019–20 coronavirus pandemic
A galon?
Demat,
Gwir ganeoc'h mat e vefe kemmañ an titl.
a galon
--Dishual (kaozeal) 17 Meu 2020 da 10:03 (UTC)
- A-du krenn, dav eo normalizañ ar pennad e-keñver ar pezh a vez graed e wikioù all. Lekemok (kaozeal) 17 Meu 2020 da 10:06 (UTC)
- An Ofis a ra gant "pandemiezh" evit kaout ur ger etrevroadel, met "Bedreuziad" zo mat din ivez. A-fet reizhskrivadur avat e rankjed skrivañ "virus" ha n'eo ket "viruz" kar "virusoù" a ra el liester, pe "virusenn" ma kemer virus evel un anv-stroll (cf Faverau. Lekemok (kaozeal) 19 Meu 2020 da 10:41 (UTC)
- Roparz Hemon, Dictionnaire breton français, Al Liamm, 1978, pajenn 831a : viruz
- René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton, Tome X, Al Liamm, 1994, pajenn 4008a : viruz
- Geriadur divyezhek brezhoneg galleg, Mouladurioù Hor Yezh, 1994, pajenn 434a : viruz
- Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pajenn 1959b : viruz
- Alan Monfort, Gerioù evit komz brezhoneg bemdez, Hiziv an deiz, 2001, pajenn 57a : viruz
- Guy Étienne, Geriadur ar Vezekniezh, Preder, 2007, pajenn 222a : viruz
- Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1398b : viruz
- Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Al Liamm, 2014, pajenn 838a : viruz
- 92.135.197.156 19 Meu 2020 da 10:50 (UTC)
- Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, troet gant Mark Kerrain, An Amzer, 2017, p. 100 : Ar viruz ac'h eus tapet diganin. 92.135.197.156 19 Meu 2020 da 11:03 (UTC)
- TermOfis : virus g. virusoù
- An Ofis a ra gant "pandemiezh" evit kaout ur ger etrevroadel, met "Bedreuziad" zo mat din ivez. A-fet reizhskrivadur avat e rankjed skrivañ "virus" ha n'eo ket "viruz" kar "virusoù" a ra el liester, pe "virusenn" ma kemer virus evel un anv-stroll (cf Faverau. Lekemok (kaozeal) 19 Meu 2020 da 10:41 (UTC)
Liger-Atlantel
[kemmañ ar vammenn]Petra ober gant al Liger-Atlantel ? ARS Broioù al Liger zo chomet a-sav da reiñ sifroù bemdez ha ne ro ket sifroù dre zepartamant abaoe dec'h. Klask a rin mamùennoù all. Lekemok (kaozeal) 17 Meu 2020 da 19:02 (UTC)
"bedreuziad"
[kemmañ ar vammenn]Perak mond da blantañ ar mo digomprenapl-se, savet diwar bed ha reuz, rasinoù seltik ankouaed dibaoe pell, pa ve lârt pandemi ga tout an dud, ha pa oar tout an dud sinifikassion ar rasinou etrevroadel pan ha demi ? 92.135.197.156 19 Meu 2020 da 13:05 (UTC)
Hep mont re war ar galleg marteze lakaat Pandemiezh kurunviruz 2019-2020 neuze?
A galon
--Dishual (kaozeal) 19 Meu 2020 da 13:12 (UTC)
Ankounac'haed ar gwriziennoù bed ha reuz ? Ne gavan ked. Matrehe a-walc'h n'eo ked splann ar ster "épidémie" gant reuz avad, met bed zo splann d'an holl memestra ('gav din da vihanañ. Pandemiezh zo mad din dre m'eo an amprestadenn diwar ur ger anavezed hag implijed en un doare etrevroadel. Lekemok (kaozeal) 19 Meu 2020 da 13:27 (UTC)
- Lukian Kergoat eo "ankor un de... demi siouple" a lâr ha neked "ankor un de... demiezh siouple". 2.13.13.77 19 Meu 2020 da 13:47 (UTC)
- Guir a lavarid, Lekemok, ne hall ket ur viruss reuzia pe ober reuz, kemendze n'en deuz sañs ebed. An dey all e oan er parkeier hag ur vaouess koz en ma hichen he deus lavared Mil gutes ! Setu ar c'hast a viruss se o pandemiessa dre ar mond adarre !. 92.135.237.92 19 Meu 2020 da 14:08 (UTC)
corona-
[kemmañ ar vammenn]Evel ma ouzer mat e teu ar ger etrevroadel corona eus ar ger spagnolek cojón. Tostoc'h da spered ar yezh e vefe Bedreuziad kouilhviruz 2019-2020 eta. Pe c'hoazh Bedreuziad viruz kouilhheñvel 2019-2020. 2.13.34.217 19 Meu 2020 da 14:54 (UTC) A-du, hag ivez "bedrevriad" e plas bedreuziad.--Arko (kaozeal) 19 Meu 2020 da 16:58 (UTC)
- Gant piv eo bet ijinet ar ger "kurunviruz" ? Gant 2.14.180.173 ? Pe gant 2.13.34.217 ? --Llydawr (kaozeal) 20 Meu 2020 da 07:35 (UTC)
- Emañ ar ger kurun er Catholicon... Marteze eo bet ijinet ar ger divrezhonek ha digomprenadus-se gant Jehan Lagadeuc ? Marteze emañ eñ o kuzhat dindan an IPoù meneget ganeoc'h ? 92.135.107.157 20 Meu 2020 da 09:57 (UTC)
Bandell
[kemmañ ar vammenn]Ha moien vefe kaout ur vandell gemenn evel hini ar wikipedia gallek : Patrom:Avertissement covid-19 --Arko (kaozeal) 19 Meu 2020 da 16:58 (UTC)
- Klask 'rin ober un dra bennag hiziv Lekemok (kaozeal) 20 Meu 2020 da 08:11 (UTC)
- Mersi bras.--Arko (kaozeal) 20 Meu 2020 da 08:38 (UTC)
- Hag aet eo war-raok ganit ? --Arko (kaozeal) 28 Meu 2020 da 14:07 (UTC)
- Mersi bras.--Arko (kaozeal) 20 Meu 2020 da 08:38 (UTC)
Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel | |
Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran evit a sell bedreuziad COVID-19 e 2019-2020. |
Dreist, trugarez.--Arko (kaozeal) 28 Meu 2020 da 15:23 (UTC)
Labour ampart! --Dishual (kaozeal) 28 Meu 2020 da 17:49 (UTC)
Brav al labour, mersi d'an hini en deus kroged e-barzh ! Lekemok (kaozeal) 28 Meu 2020 da 23:53 (UTC)
Tennet danvez
[kemmañ ar vammenn]Tennet eo bet, gant un dorn dizanv, an danvez degaset ganin eus TERMOFIS:
- https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ABedreuziad_kurunviruz_2019-2020&type=revision&diff=1868235&oldid=1868234 Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Meu 2020 da 09:07 (UTC)
Adlakaat a ran pezh a oa bet tennet gant dorn masklet, tennet eus Termofis, evel testeni :
BIOLOGIE rétrovirus | retrovirus | g. | retrovirusoù (étudié) virus | virus | g. | virusoù (recommandé) INFORMATIQUE antivirus | enepvirus | ag. (étudié) logiciel antivirus, antivirus | meziant diviruziñ, diviruzer | g. | meziantoù diviruziñ, diviruzerioù (étudié) logiciel antivirus, logiciel de protection antivirus | meziant enepvirus, meziant gwarez enepvirus | g. | meziantoù enepvirus, meziantoù gwarez enepvirus (étudié) programme antivirus | programm enepvirus | g. | programmoù enepvirus (étudié) protection antivirus | gwarez enepvirus | g. (recommandé) rapport de virus | danevell virusoù | b. | danevelloù virusoù (étudié) rapport de virus en temps réel (RTVR) | danevell virusoù war amzer real (RTVR) | b. (étudié) signature de virus | sinadur virus | g. | sinadurioù virus (étudié) signature de virus | sinadur virus | g. | sinadurioù virus (recommandé) souche de virus | skod virus | g. | skodoù virus (étudié) virus | virus | g. | virusoù (recommandé) virus plaisantin | virus farsus | g. | virusoù farsus (étudié) MÉDECINE antivirus, antiviral | enepvirus, enepviruzel | ag. (étudié) arbovirus | arbovirus | g. | arbovirusoù (étudié) echovirus, virus ECHO | virus ECHO, echovirus | g., g. (étudié) endovirus | endovirus | g. | endovirusoù (étudié) entérovirus | enterovirus | g. (étudié) exovirus | eksovirus | g. | eksovirusoù (étudié) famille de virus | familh virusoù | b. | familhoù virusoù (étudié) flavivirus | flavivirus | g. | flavivirusoù (étudié) ribovirus | ribovirus | g. | ribovirusoù (étudié) souche de virus | skod virus | g. | skodoù virus (étudié) souche de virus grippal | skod virus gripel | g. | skodoù virus gripel (étudié) virus grippal | virus gripel | g. | virusoù gripel (proposé)
Iskis gwelout virus e termofis pa weler ur skrid ofisiel gant an Ofis oc'h ober gant viruz. marteze n'eo ket ken sklaer-se an afer? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Meu 2020 da 04:27 (UTC)
- Sklaer tre eo an afer : viruz eo a gaver er geriadurioù, met kadoriad Kuzul Skoazell OPaB en deus divizet plantañ reuz, ur wech c'hoazh. Un anv familh eus ar Gironde eo Favereau. 2.14.176.212 22 Meu 2020 da 09:24 (UTC)
- Un anv familh eus ar Gironde... Setu un arguzenn vrav! ha da hini ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Meu 2020 da 09:52 (UTC)
- Hag hini ho touarened ? :D 92.135.107.229 22 Meu 2020 da 12:53 (UTC)
- Ne blij ket dit ar goulennoù graet ouzhit? neuze da sutal gant da c'houlennoù-te. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Meu 2020 da 14:23 (UTC)
- Hag hini ho touarened ? :D 92.135.107.229 22 Meu 2020 da 12:53 (UTC)
-uz/-us
[kemmañ ar vammenn]Poent bras eo lakaat ar brezelig -us/-uz kaset gant F. Favereau hag OPaB da dapout muioc'h a nerzh, da vat, bezomp Marc'heion ar Wirionez, mallus eo lakaat reuz e-barzh pennadoù all, evel Añjeluz. Tout an dud a lâr añjelus, pik echu. 92.135.66.217 20 Meu 2020 da 11:57 (UTC)
- An holl dud a lar "pik echu" a gomz fall, se zo sklaer. Skritur ha distagadur zo daou dra. Kement den a skriv "viruz" a rank distagañ "virus", se zo ken sklaer all. Ha difennet eo tennañ danvez ar re all er bajenn-mañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Meu 2020 da 13:49 (UTC)
- Setu ar pesk kentañ o pegañ en higenn. Mat eo ar stronk, Bianchi-Bihan ? 2.14.54.121 20 Meu 2020 da 14:38 (UTC)
- Respont e-kichen a rez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Meu 2020 da 14:45 (UTC)
- *respont e-kichen : Se zo brezhoneg brav avat. Roazhoneg eus ar flourañ. :D 2.13.79.91 20 Meu 2020 da 17:01 (UTC)
• Gant Termofis ha Bianchi-Bihan emañ ar wirionez. Ur ger latin eo virus, "pistri". N'eus abeg ebet d'e vrezhonekaat gant /z/ an anvioù-kardarn, pa n'eus ket eus an anv-gwan *virus. Diwar skouer reizh ar c'houblad « boaz/boas » ez eo bet graet ar fazi. --90.32.243.2 20 Meu 2020 da 16:18 (UTC)
- Ne gomprenit ket. Ur ger latin eo virus, ha brezhonekaet eo bet gant ur z, evel a vez graet abaoe kantvedoù. Emañ ar wirionez gant Bianchi-Bihan, pa gaver viruz skrivet gantañ en unan eus e levrioù. 2.13.79.91 20 Meu 2020 da 17:01 (UTC)
- Gant Termofis emañ ar wirionez :
- cactus | kaktuz | str. | kaktuzenn (studiet)
- typhus | tifuz | h.g. | tifuzioù (studiet)
- 2.13.143.172 20 Meu 2020 da 17:47 (UTC)
Daveennoù
[kemmañ ar vammenn]Diverked 'm eus cheñchamantoù an ip 90.32.39.186 diwar-benn al liammoù diavaez abalamour ma kawan eo a-bouez kaoud ar referañsoù klok ha ledan (diwar-skouer ar Wikipedia e saozneg) ewid chom heb koll an dud dre ma'z eus daveennoù gant pennadoù disheñvel med gant an heveleb mammenn (ABY - BBC - France 2 hag all...). Ma vez kudenn pe gudenn gant an diviz-se, livirit din. --Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 08:50 (UTC)
- Plijus eo labourat amañ peogwir e ra an holl gant ar peurunvan. Mat e vije kenderc'hel evel-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 09:22 (UTC)
- Ne ran ked e-barzh ar pennadoù ;) Ober a ran laouen, med n'em boa ked komprened e talveze ar reolenn ivez e kaozeadennoù ha lec'hioù eskemm all. --Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 09:28 (UTC)
Rannañ ar pennad ?
[kemmañ ar vammenn]Gant al labour ramzel a zo bet graet emaomp bremañ gant un hir a bennad. Marteze 'vefe mat rannañ anezhañ, oc'h adkrouiñ ur pennad Kleñved-red Covid-19 2019-2020 e Wuhan ha krouiñ unan all Kleñved-red Covid-19 2020 e Breizh. Petra soñj deoc'h ?--Arko (kaozeal) 6 Ebr 2020 da 20:38 (UTC)
- Me 'gav ganen e vezo ret deomp rannañ ar pennad poent pe boent met re abred eo c'hoazh d'am meno. Aon 'm eus en em gavjemp gant daou bennad treut un tamm e-lec'h ur pennad puilh. Ouzhpenn-se e kavan e vije gwelloc'h ober ur penn-pennad hag un is-pennad ha n'eus ket danvez a-walc'h evit Breizh evit abegiñ ur pennad. Marteze Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 ha Bedreuziad COVID-19 2020 en Europa ? --Lekemok (kaozeal) 7 Ebr 2020 da 07:51 (UTC)
- Nebeutoc'h eget 70k zo er pennad hiziv, da lavaret eo 5 gwech skañvoc'h eget an hini saonek. N'eus ket mall. --90.32.112.197 7 Ebr 2020 da 08:53 (UTC)