Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Undenbennak

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

-E brezhoneg e vez lakaet an anv-kadarn , impalaer, a-raok an anv(ioù)-gwan : roman santel : an Impalaer roman santel. - Ar verb zo ren ( /e:n/), ha n'eo ket renn). A galon Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gen 2021 da 09:28 (UTC)[respont]

amezeg / amezeien : https://br.wiktionary.org/wiki/amezeg
Ur sant, met ar brezel santel.
benel eo an anvioù-kadarn en -adeg : ar groazadeg; a galon Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mae 2021 da 13:20 (UTC)[respont]
Trugarez dit. Undenbennak (kaozeal) 28 Her 2021 da 21:55 (UTC)[respont]

Kempennet em eus an traoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Her 2021 da 10:59 (UTC)[respont]

Trugarez dit. Undenbennak (kaozeal) 28 Her 2021 da 21:54 (UTC)[respont]

Anvioù rummadoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! N'ouzon ket ha "brezhonekoc'h" eo an anv 'peus roet d'ar pezh a oa Rummad:Mojennoù Hellaz betek-henn ([1]), met un dra zo sur ne vo ket komprenet an anv nevez gant an holl. Pa glasker "gwengeloniezh" e Geriafurch, ne gaver netra. Mat e vefe bet kaout ur gaoz, gant meur a hini, a-raok ober da cheñchamant. A galon, --Llydawr (kaozeal) 12 Du 2021 da 17:17 (UTC)[respont]

Salud dit.
Ya gwir eo ne vez ket kavet kalz ar ger-se. Me'm boa kavet ar ger o sellet ouzh an dermenadur-mañ: https://br.wiktionary.org/wiki/gwengel
Soñjet am eus lakaat "gwengeloniezh" (da laret eo: "skiant ar gwengel", "mythologie" e galleg) e lec'h "mojenn" peogwir e veze implijet ar ger "mojenn" evit taollenniñ istorouigoù faltaziek da gentañ penn ha ne glot ket gant pezhioù evel an Iliad, an Odise, an Theogonia, pe me' oar.
Met gwir "Gwengeloniezh" zo un tamm pounner avat, "gwengel" (gwenn + kel, "mythe") a dije gallet bezañ gwelloc'h.
Gall a ran kemm an traoù atav. Larit din ho soñj. Undenbennak (kaozeal) 12 Du 2021 da 18:05 (UTC)[respont]
Malo Bouëssel du Bourg, Du evel an noz liesliv, Al Liamm, 2017, p. 102 :
  • "Da beurdogañ ar stal, un tizan santurig, louzaouenn an eürusted, diouzh gwengelouriezh Hellaz."
90.32.1.163 12 Du 2021 da 20:49 (UTC)[respont]
Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 579 :
  • "gwengelouriezh [...] Hollad ar gwengeloù zo en ur vro, gant ur bobl."
90.32.1.163 12 Du 2021 da 20:53 (UTC)[respont]

Ur ger lennegel kenañ eo meus aon, ha ral-tre. Al lodenn vrasañ eus ar vrezhonegerien n'o deus ket klevet komz eus ar ger-se morse. Mitologiezh a zo kalz gwelloc'h d'am meno. --Arko (kaozeal) 12 Du 2021 da 21:14 (UTC)[respont]

Gevier. Lavaret e vez gwengelouriezh, evel just, ha gwengeloniezh evit a sell studi ar gwengeloù. 90.32.1.163 12 Du 2021 da 21:32 (UTC)[respont]
Falstamall, tagañ ha kunujenniñ n'eo ket aotreet war wikipedia, dreist-holl gant ur gont dizanv. Heulhit ar reolennoù mar plij. --Arko (kaozeal) 12 Du 2021 da 21:54 (UTC)[respont]
Setu Arko o sevel war e elloù hag o c'hoari e flik bihan... 90.32.1.163 12 Du 2021 da 22:46 (UTC)[respont]
Mat, kavout a ran dereat an dermenn-se: "gwengelouriezh Hellaz". Gwir eo eo un tamm lennegel met komprenet e vez memestra. (ha pal Wikipedia zo deskiñ traoù just a-walc'h, deskiñ traoù e-keñver sujedoù a bep seurt, ha deskiñ gerioù ne vez ket implijet kalz er vuhez pemdeziek.
Soñjet 'meus diwar "Gwengeloniezh" peogwir e oa graet ur c'heñveriadur ganin etre ar brezhoneg hag ar yezhoù all: Theology, Archeology, Mythology ; Doueoniezh, Henoniezh, Gwengeloniezh. Met gwir eo n'eo ket mat atav eiladuriñ an ereadur implijet gant ar yezhoù all.
Ma vo a-du peurvuiañ an dud e vo cheñchet anv ar rummad ganin en-dro.
Aet on re vuan war al labour-se. Digarezit.
Ur blijadur eo komz gant skipailh wikipedia brezhonek! Undenbennak (kaozeal) 13 Du 2021 da 05:41 (UTC)[respont]
Re wir, Arko. Den ebet ne lâr gwengel, ha toud an dud a lâr mit :
  • "War-dro fedoù e ran, Dimezell Granger, ha n'eo ket war-dro gwengeloù pe mojennoù." (Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, troet gant Mark Kerrain, An Amzer, 2017, p. 161)
90.32.96.26 13 Du 2021 da 11:29 (UTC)[respont]
Da 90.32.96.26 : lavaret em eus e oa ral ha lennegel, tra ken. Trugarez d'Undenbennak evit e emzalc'h digor ha doujus. Kemer skouer diwarnañ, den dizanv, ur gwir spered wikipedia zo gantañ :-))) --Arko (kaozeal) 14 Du 2021 da 14:34 (UTC)[respont]
Diwall da revr, Undenbennak, tommet eo dit e wele gant Arko ! 2A01:7C8:AAB2:30E:5054:FF:FE9A:5545 14 Du 2021 da 16:24 (UTC)[respont]
Ma ya an diviz a dreuz ne vo graet netra ouzhpenn ganin. Undenbennak (kaozeal) 16 Du 2021 da 05:05 (UTC)[respont]

Salut deoc'h – Nepred ne gemm /K/ goude /ZH/, neuze Gwengelouriezh kelt e-lec'h Gwengelourieh *gelt. --2A01:CB08:890E:C600:85F5:DB07:CA30:6131 16 Du 2021 da 21:43 (UTC)

N'eo ket ret gouzout brezhoneg mat evit labourat er wiki. Met evit reizhañ pezh zo skrivet e brezhoneg mat eo RET gouzout! Un anv mat e oa, implijet e brezhoneg e-barzh skridoù n'anavezez ket . An anv lakaet ganit zo ijinet ganit. Ur wech all , goulenn alioù. Ha laka ar pennad en-dro evel ma oa mar plij. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2022 da 20:49 (UTC)[respont]

Hag un implijer all taget gant BB/MK !
N'eo ket ret gouzout brezhoneg mat evit labourat er wiki. = "n'ouzez ket brezhoneg"
Met evit reizhañ pezh zo skrivet e brezhoneg mat eo RET gouzout : eil tagadenn.
Un anv mat e oa, implijet e brezhoneg e-barzh skridoù n'anavezez ket . : penaos e oar BB/MK diwar-benn ar pezh zo bet lennet gant an implijer ?
An anv lakaet ganit zo ijinet ganit. : gant BB/MK eo bet ijinet Lotofaged, Rozegez, Sikofant, Sac'higell, Infantez.
Ur wech all , goulenn alioù. Ha laka ar pennad en-dro evel ma oa mar plij. = sent da urzhioù Rener ar Wikipedia brezhonek.
Pegeit e pado ? --2A01:CB08:890E:C600:ADA0:B80E:BA22:C7C7 2 C'hwe 2022 da 21:09 (UTC)[respont]
Evel ur bugel e porzh ar skol, ha ne c'houzañv ket e vije kaoz etre ar re all, neuze e teu da glask lakaat reuz gant forzh peseurt gaou vil. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2022 da 08:35 (UTC)[respont]
Gouzout a ren e oa implijet an anv "Goulm" gant lod a skrivagnourion, lennet 'm eus an daveoù a-raok. Mes n'eo ket an anv nemetañ a vez graet anezhañ, neuze em boa soñjet e vije doujusoc'h ha sklaeroc'h lakaat an anv klasel (ha n'eo ket ijinet ganin, an anv italianek eo) e titl, evel e vez graet gant peurvuiañ ar yezhoù all, hag an anv "Kristol Goulm" en dije bet leuket e penn ar pennad forzh penaos. Undenbennak (kaozeal) 2 C'hwe 2022 da 21:39 (UTC)[respont]
Ma sellez mat n'eo ket an anv italianek zo implijet e galleg, saozneg, spagnoleg, portugaleg, brezhoneg, latin, alamaneg: netra nemet en italianeg. Neuze e soñj ar vrezhonegerien o deus skrivet a-raok e c'hallont implij un anv brezhonek : daou pe dri zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2022 da 22:24 (UTC)[respont]
Goulm n'eo ket an anv, met kemmadur an anv Koulm. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2022 da 22:26 (UTC)[respont]
E gwirionez e tiskenn an holl anvioù eus ar stumm latin "Colombus". Dibabet em boa an italianeg rak eo Kristofer italian a-orin. Lakaet 'm eus en-dro an titl evel ma oa, daoust ma gavan an anv-se un tammig pell eus ar stumm kentañ. Undenbennak (kaozeal) 3 C'hwe 2022 da 03:14 (UTC)[respont]
Ur stumm brezhonek zo abaoe pell, e lec'h zo er wiki brezhonek eta.
Sklaer eo, n'eus nemet ar wiki italianek a ra gant an anv italianek.
Muioc'h a dud er bed a ra gant ar stumm saoznek, diwar al latin. Hag er broioù spagnolek (450 milion a dud) eo es:Cristóbal Colón. A galon Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2022 da 08:35 (UTC)[respont]

AOTROU 2A01:CB08:890E:C600:ADA0:B80E:BA22:C7C7

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ret dit, o AOTROU 2A01:CB08:890E:C600:ADA0:B80E:BA22:C7C7, dont da vreinañ ar gaoz amañ evel ma rez gant ma fennadoù all. Me n'em eus ket reizhet pezh a skrivez, rak ne ran foeltr forzh ebet gant pezh a skrivez, pe a-us pe adal implijet a-dreuz, ma skrivez un dra bennak estreget evel ar goukoug a deu da louzañ labour ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2022 da 21:35 (UTC)[respont]

Dilennadeg 2022

[kemmañ ar vammenn]

Kevarc'h dit,

Pedet out da reiñ da soñj – ha da lakaat da anv, petra 'virje ? — war ar bajenn Wikipedia:Dilennadeg 2022.
A galon,
Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:29 (UTC)[respont]
Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
-- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:34 (UTC)[respont]

Anvioù-gwan

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! An anv-gwan kozh a zeu da vezañ koshoc'h ha koshañ en derezioù uheloc'h hag uhelañ, evel ma'z a nevez da vezañ nevesoc'h ha nevesañ. Dibennoù "kaletaus" eo an dibennoù -oc'h hag -añ en degouezhioù-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 C'hwe 2022 da 17:08 (UTC)[respont]

Mat, komprenet eo. Gwell eo ma difariañ, n'on ket ur brezhoneger a-c'houde pell neuze on evurus bout aliet gant ar re ampartoc'h atav. Undenbennak (kaozeal) 16 C'hwe 2022 da 17:49 (UTC)[respont]

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:07 (UTC)[respont]

Evezhiadennoùigoù

[kemmañ ar vammenn]

N'hallez ket skrivañ, na larout, me 'an (na me 'ouzon, na me 'gomzan...) : reolenn strizh : rener + verb en trede gour unan => me ac'h a / me 'c'h a, me a ya ..., me a oar, me a gomz ... . Bianchi-Bihanig (kaozeal) 19 Eost 2022 da 06:07 (UTC)

Gwir eo, gwir eo, me a anava ar reolenn mes a wezhoù e ran fazioù memestra. Undenbennak (kaozeal) 19 Eost 2022 da 09:04 (UTC)
(difazhiiñ) --> difaziañ Bianchi-Bihanig (kaozeal) 16 Her 2022 da 17:46 (UTC)[respont]
Ya, ober a rin gant "fazi" neuze. Gwelet em eus tud hag a ra gant ar "zh", e bro-gwened e vez skrivet "fari", ha lod a dud o deus soñjet e terefe ober gant ur "zh" evit damglotaat gant an daou zistagadur. Mes n'eo ket poellek ar fed etimologiezh. Undenbennak (kaozeal) 16 Her 2022 da 19:53 (UTC)[respont]
N'anvezen ket afer ar "fazhi"-se. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 17 Her 2022 da 08:49 (UTC)[respont]

Salut dit,

Boulc'het ez poa kempenn ar pennad-se ; emaon o kenderc'hel. Gant ar rann "Diskennidi Okeanos" e pledin hiziv.
Hag a-du e vefes evit ma vefe lakaet an anvioù henc'hresianek ivez, evel : Νάρκισσος Narkissos ?

2A01:CB08:8913:1900:B5F5:8CB8:618E:61AF 20 Her 2022 da 12:36 (UTC)[respont]

Fiskal, trugarez deoc'h evit reiñ un dorn. Ha ya, a-du on evit lakaat pep tra hervez ar skrivadur henc'hresianek. (Er wiki kembraek e vez graet gant Narkissos, pe Narcissus, (ar "c" a vez distaget "k", hag an "u" a vez distaget "ou"). An doujañs ouzh an etimologiezh a zo pouezus bras evidon.
Ne dalv ket ar poan mirañ ar sifroù er pennad mañ da ma soñj. Undenbennak (kaozeal) 20 Her 2022 da 17:53 (UTC)[respont]
Miromp evit ar poent ? Amzer kempenn ar pennad a-bezh ha dirouestlañ ar c'hudennoù a zo : gouzout piv zo piv ha mab/merc'h da biv... Evezhiadennoù kuzh (<!-- Evezhiadienn -->) zo er skrid am eus kempennet hiziv. Kalon ! 2A01:CB08:8913:1900:1C35:7865:E3AA:EC86 20 Her 2022 da 19:53 (UTC)[respont]
Boulc'het ganin kempenn Diskennidi Hyperion. Ne echuin ket fenoz, setu e pegin ma zamm labour er poull-traezh da c'hortoz. --2A01:CB08:8913:1900:1C35:7865:E3AA:EC86 20 Her 2022 da 20:35 (UTC)[respont]
Ul labour a-feson oc'h é c'hober. Trugarez deoc'h! Undenbennak (kaozeal) 21 Her 2022 da 07:16 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h. Pan emaomp o plediñ gant diskennidi Poseidon : labouret em eus war al listenn betek Νυκτηίς Nykteis. Bewezh ma'm bez echuet gant ur rann en he diverkan diwar ar poull-traezh.
Mar chom amzer ganeoc'h, taolit 'ta ur sell war an evezhiadennoù kuzh, traoù amskler zo. Ha ret eo evel-just gwiriañ an henc'hresianeg hag an treuzskrivadur, pa n'on ket un arbennigour war ar c'hraf-se ! 2A01:CB08:8913:1900:BD9B:E830:FF9D:D4E1 22 Her 2022 da 10:02 (UTC)[respont]