Sac'higell

Eus Wikipedia
Sac'higelloù bugale, ar seurt a vez gante er skol
Sac'higell velen
Sac'higell, bruderezh warni. Implijet e vez dilhad ha dafar ar vugale da ober bruderezh muioc'h-mui: drezo e tremen ar gizioù hag ar marc'hadoù nevez.

Ur sac'higell zo ur sac'h bihan ma vez lakaet traoù bihan a bep seurt. Er skolioù e vez lakaet rikoù-skrivañ ar skolidi gante en ur sac'higell, pe trousenn[1], pe en ur voest-kreionoù, ken plaen ha tra.

Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur sac'higell a vez alies ivez gant ar studierien hag ar gelennerien. Pa veze implijet pluennoù dir da skrivañ, betek er bloavezhioù 1960, e vezent renket peurliesañ gant ar c'hreionoù en ur voest-pluennoù graet e koad. Goude eo e teuas ar sac'higelloù, skañvoc'h da zougen. Kaletoc'h eo ar boestoù-kreionoù.

Boest-pluennoù.

Rikoù a vez lakaet e sac'higell ur skoliad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yec'hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sac'higelloù zo ivez da lakaat binvioù medisined pe klañvdiourien.

Ster all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur sac'higell a c'hall ivez bezañ ul lec'h ma vezer sac'het.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar ar ger gallek trousse: trousenn ha troñsenn, http://www.ofis-bzh.org/upload/travail_paragraphe/fichier/171fichier.pdf.