Sac'higell
Neuz
(Adkaset eus Boest-kreionoù)
Ur sac'higell zo ur sac'h bihan ma vez lakaet traoù bihan a bep seurt. Er skolioù e vez lakaet rikoù-skrivañ ar skolidi gante en ur sac'higell, pe trousenn[1], pe en ur voest-kreionoù, ken plaen ha tra.
Skol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur sac'higell a vez alies ivez gant ar studierien hag ar gelennerien. Pa veze implijet pluennoù dir da skrivañ, betek er bloavezhioù 1960, e vezent renket peurliesañ gant ar c'hreionoù en ur voest-pluennoù graet e koad. Goude eo e teuas ar sac'higelloù, skañvoc'h da zougen. Kaletoc'h eo ar boestoù-kreionoù.
Rikoù a vez lakaet e sac'higell ur skoliad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- peg
- sizailh
- kreion-paper
- kreion-liv
- reolenn
- begerez-kreionoù
- stilo
Yec'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sac'higelloù zo ivez da lakaat binvioù medisined pe klañvdiourien.
Ster all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur sac'higell a c'hall ivez bezañ ul lec'h ma vezer sac'het.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diwar ar ger gallek trousse: trousenn ha troñsenn, http://www.ofis-bzh.org/upload/travail_paragraphe/fichier/171fichier.pdf.