Sizailh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sizailhoù. 1. Sizailh tapiser arrebeuri. 2. Sizailh da droc'hañ danvez 3. Sizailh da droc'hañ paper.

Ur sizailh zo ur benveg gant div aotenn lemm, staget dre ar c'hreiz, da droc'hañ danvez pe blev, pe paper a-wechoù.


Kemeniñ[kemmañ]

Gant an nadoz eo unan eus binvioù ar c'hemener.

Keginañ[kemmañ]

Keginerien zo o devez ur sizailh da droc'hañ kig. Surjianed ivez.

Istor[kemmañ]

Sizailh eus an IIvet kantved kent JK, eus Trebizond, en Azia Vihanañ. Metropolitan Museum, New York City .
Sizailh a Vro-Sina, eus an dierniezh Tang (618-907)
Schere Gr 99.jpg

Ar sizailh divaotennek staget en o c'hreiz a vije bet ijinet war-dro 100 goude JK en impalaeriezh roman. Anavet e oant ivez er Reter Pellañ. Servij a raent da gentañ da droc'hañ gloan diwar gein an deñved.
Adal an IXvet kantved e oant binvioù ordinal en Europa hag Azia.

Ar c'hentañ sizailhoù evit kleizarded zo bet aozet war-dro 1880.


Yezh[kemmañ]

  • Diwar levezon ar galleg e kred lod n'eo ket ur ger unan: pa vez lavaret sizailhoù e komzer eus daou venveg , ha n'eo ket eus unan.
  • Tud zo a ra meskaj gant ar gerioù sizailh ha kizell, abalamour moarvat ma n'eus nemet ur ger e galleg evit an daou venveg.