Mont d’an endalc’had

Sac'h-gouriz

Eus Wikipedia
Sac'h-gouriz

Ur sac'h-gouriz, pe sac'h-god, pe sac'h-kof, dre fent, a zo ur sac'hig, pe sac'higell, en un danvez blot, stag ouzh ur gouriz, hag a vez douget ouzh an dargreiz, evit tapout aes ar pezh a lakaer ennañ.

Meur a c'hodell a vez enne alies, ha serret e vezont gant ur serr-prim.

Douget e vezont pe ouzh al lez, pe ouzh an divgroazell, pe ouzh ar c'hof kenkoulz all.


Diouzh ar c'hiz eo bet ar sac'h-gouriz er bloavezhioù 1990, e-touez an hañvourien hag an douristed, hiriv eo deuet da vout danvez da c'hoap rak ne vez ket brav atav da welout.

Implijet e vez ar sac'h-gouriz da lakaat arc'hant, paperioù, alc'hwezioù. Darn a implij anezho da lakaat armoù, re all da lakaat dour.