Pluenn da skrivañ

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad pluenn zo ivez.
Pluenn dir.
Pluennoù metal a bep seurt.

Ur bluenn e dir a veze implijet da skrivañ war ar paper gant skolidi an XXvet kantved, betek deroù ar bloavezhioù 1960. Stumm ur pigos evn a veze d'ar bluenn, ha staget e veze e penn un doug-pluenn koad. Soubet e veze ar bluenn en ur pod-liv, chom a rae un dakenn liv enni ma c'halled skrivañ pe tresañ ganti.

A-raok ar bluenn dir e veze implijet pluennoù evned, gwazi dreist-holl.

Pluennoù gwazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pluenn gwaz.
penaos begañ ur bluenn gwaz, hervez Encyclopédie Diderot.

Gant pluennoù evned, hag a gemeras lec'h ar c'halame e broioù ar c'hornôg etre ar VIvet kantved hag an IXvet kantved e c'halled skrivañ moanoc'h war ar parch.

Gant pep gwaz e vez war-dro pemp pluenn vras war pep askell. Met un druzoni a zo war ar pluñv hag a vir ouzh al liv da begañ oute: evit dizruzañ anezhe e ranked o lakaat el ludu tomm, pe en traezh tomm. Neuze e vezent skrabet ha laosket da gozhañ e-pad ur bloaz.

Goude e vezent beget a-raok implij, gant ur beger-pluennoù, evel ma weler en Encyclopédie Diderot.

Betek kreiz an XIX vet kantved e veze gwerzhet kalz a bluñv gwazi en Europa. Dont a raent eus Pologn, Pomerania ha Lituania. En 1830 e tegouezhe e Bro-Saoz pevar milion warn-ugent a bluennoù da skrivañ, hanter-kant milion en Alamagn; gant Bank Bro-Saoz e-unan ez ae un milion hanter a bluennoù bep bloaz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boite-plume-carton.jpg