Lotofaged

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Stop bad orthography.png Tabut war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

Martoloded Odisseüs mezvet gant o c'horfad lotuz, gant W.Heath Robinson
Odisseüs o kas e vartoloded d'o lestr en-dro
Engravadur eus an XVIIIvet kantved

Al Lotofaged (henc'hresianeg : Λωτοφάγοι Lôtophágoi, "Debrerien lotuz") zo ur boblad meneget en Odisseia, oberenn Homeros, hag a oa kontet da vevañ en un enezenn ma rene sevenadur al lotuz, ur blantenn ha n'ouzer ket mat petra e oa.

Hervez Homeros, e levr IX an Odisseia, e tegouezhas lestr Odisseüs en enezenn en abeg d'an avelioù kontrol, hag e vartoloded a zebras lotuz, ken n'o devoa ket c'hoant da sevel ken, ma voe ret d'o roue tapout krog enno d'o c'has d'o lestr en-dro.

Gant oberourien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma oa ul lec'h a faltazi varzhek ez eus bet meur a oberour o klask lec'hiañ bro al Lotofaged.
Hervez Herodotos e oant o chom e Libia entre div bobl all, gindaned ha mac'hlied, nepell diouzh al lenn TritoniS.
Hervez Teofrastos e oant en un enezenn. Tud all o deus lakaet anezho e Sikilia pe e lec'hioù all.