Kaozeadenn Implijer:Llydawr/Diell 2011
Guinevere pe Ginebra
[kemmañ ar vammenn]E pennad Lanselod n'em eus graet anv ebet eus ar plac'h, troc'hañ-pegañ nemetken, ha n'em eus ali ebet war an anv brezhonek.Bianchi-Bihan 9 Gen 2011 da 09:50 (UTC)
Porched Japan
[kemmañ ar vammenn]...Buanoc'h eget da skeud ! Ha tu zo dit da lakaat talbenn ar bajenn en italek ? – n'on ket deuet a-benn. Trugarez dit, gant gourc'hemennoù a-berzh Siubhán McGunn 25 Gen 2011 da 21:16 (UTC)
Pennad ar miz
[kemmañ ar vammenn]Hello Llydawr, sorry for writing in English. You just changed the template Patrom:Degemer/Pennad ar miz. A week ago I changed the way the Pennad ar miz is integrated into the mainpage. See Kaozeadenn Implijer:Y-M D#Pennad ar miz ha pajennoù da nullañ for this. I created the page Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/C'hwevrer Regards, -Ankou - de en-2 br-0 29 Gen 2011 da 16:16 (UTC)
Charlotte
[kemmañ ar vammenn]Charlota e brezhoneg hervez Geriadur Hemon-Huon: implijet eo bet en ur skrid bennak? Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2011 da 04:58 (UTC)
Blanked category
[kemmañ ar vammenn]Hello! I see you blanked a category. Is there a reason for that? Wouldn't it be better to delete it instead of blanking it? Regards.” TeleS (T M @ C G) 12 C'hwe 2011 da 20:35 (UTC)
- Great. Thanks for your attention and sorry for I'm speaking in English. Regards.” TeleS (T M @ C G) 12 C'hwe 2011 da 21:06 (UTC)
Me ne ran forzh. Kloka, kemm, evel a gari. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2011 da 12:16 (UTC) Eus Portugaliz hag Izelvroiz e kavan roud eno, eus Daned, netra. Nag er wiki danek daonet. Calicut (Kozhikode). Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2011 da 12:31 (UTC)
Sur out e klot korfadurezh gant anatomiezh? Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2011 da 08:52 (UTC)
- D'am soñj ez eus meur a ster gant anatomie. Ne gredan e vefe ar ger gwellañ evit ar skiant, met un ali personel n'eo ken. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2011 da 16:58 (UTC)
10vet bloavezh Wikipedia
[kemmañ ar vammenn]Demat Llydawr/Diell 2011,
Merzet am eus e oas ur c’henlabourer breizhat.
Evit 10vet bloavezh Wikipedia, eo bet aozet ganeomp un emgav e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh 2011.
Ar pal : emgavout, pourmen e kêr, tennañ poltriji, evañ ha debriñ etre kenlabourien Wikimedia.
Tu zo da aozañ ar c’henweturañ hag al lojeiz evit chom war blas.
Roll an deiz, an aozadur hag ar roll enskrivañ a c’heller kavout amañ.
Un digarez e vo evit kejañ gant wikipedourien dianav dit!
Arabat kaout aon rak em enskrivañ pe mont e darempred ganeomp.
Ken ar c’hentañ,
A galon, Auregann, Ash Crow, VIGNERON
Please, could you translate en:Podolsk into Brezhoneg? Naturally if you have available time!
[kemmañ ar vammenn]Good day to you! Could you, please, translate into Brezhoneg the article, containing two-three sentences, about this city in Russia? I’d like to thank you in advance :)--Переход Артур 17 C'hwe 2011 da 14:20 (UTC)
- Большое спасибо за помощь! :)--Переход Артур 18 C'hwe 2011 da 17:31 (UTC)
- пожалуйста ! Could you translate en:Roparz Hemon into Russian ? --Llydawr 18 C'hwe 2011 da 17:38 (UTC)
- Translated ru:Эмон, Ропарз.--Переход Артур 18 C'hwe 2011 da 22:30 (UTC)
- пожалуйста ! Could you translate en:Roparz Hemon into Russian ? --Llydawr 18 C'hwe 2011 da 17:38 (UTC)
Merour
[kemmañ ar vammenn]Hello Llydawr, I noticed that you're a very active user and also care about categorizing pages and putting interwikis and seem to be a trustful and polite user. As there aren't enough active admins on this Wikipedia: Haven't you ever been asked to be one? Cause if you're interested I would support it. - Ankou - de en-2 br-0 20 C'hwe 2011 da 16:36 (UTC)
- A-du gant an Ankou!--Gwendal 20 C'hwe 2011 da 18:25 (UTC)
- Dit-te eo da zivizout met ma 'z out prest d'en em lakaat war ar renk e kav din ez eo ur mennozh a-feson. A galon --Y-M D (kaozeal) 1 Meu 2011 da 11:12 (UTC)
Demat/bon dia!
[kemmañ ar vammenn]Hola, espere que tot et va perfectament i et desitge un molt bon any nou amb moltíssima felicitat, salut i prosperitat per a tu, la teua família i alhora la vostra llengua bretona (perdó de no saber més coses...). T'escric ja que no vaig tenir cap resposta al missatge que vaig deixar a la Taverna; supose que no el va veure ningú i espere que no es tracte d'un desinterés per aquest tema. T'explique breument com va la cosa. Celebrarem el 10 aniversari de la Viquipèdia en català amb diversos actes. Un d'aquest es farà a Perpinyà el 19 de març i tractarà el tema de les llengües minoritzades; ací tens l'enllaç: [[1]]. Espere poder comptar amb un de vosaltres per a exposar la situació del bretó a Internet i a la societat, i participar a las discussions, també li he escrit a Bianchi-Bihan que sé que és una de les persones més actives ací. Les despeses del viatge, l'allotjament i les dietes aniran a càrrec de la nostra associació Amical. Espere que em respondreu aviat. Que vos vaja tot molt bé. Kenavo! Capsot 24 C'hwe 2011 da 17:15 (UTC)
- Demat/Bon dia, agraïria una resposta, positiva o negativa, si fos possible. Gràcies/Trugarez! Demat/Good evening, I would appreciate an answer, whether positive or not, if that is possible. Thanks a lot/Trugarez! Demat/Bonsoir, j'apprécierais tout type de réponse, fût-elle négative ou espérons-le positive. Merci par avance/Trugarez! Claudi/Capsot 4 Meu 2011 da 18:24 (UTC)
Duged veur
[kemmañ ar vammenn]- Cosimo Iañ de' Medici eo kentañ dug meur Toskana. Araokañ ne oa ket anezho. Bianchi-Bihan 4 Mae 2011 da 17:33 (UTC)
demande gentille de collaboration pour quelques articles sur le Vénézuéla en breton
[kemmañ ar vammenn]Cher et Estimé Collègue,
je t'écris de la Calabre et avec le Coeur du Vénézuéla, avant tout pour te souhaiter un Bon Début Semaine, qu'il soit agréable et prospère, et plein de succès. Maintenant je te demande, si tu veux collaborer avec quelques articles gentiment concernant le Vénézuéla, spécialement la Ville de Mérida et toute sa culture de son État. en échange tu peux me demander la traduction qui me veux je parle au-delà que l'Italien et l'Espagnol, aussi dialectes italiens différents et spécialement le Sicilien, dans la variante de calabria et un peu le Napolitain de la Calabre. Je peux demander à un cher Ami Mexicain aussi s'il collabore pour les langues natif Américaines dont c'est un grand spécialiste. je dis ceci certain de ta collaboration je te confie les articles suivants, à faire abstraction qu'une ébauche va bien, voilà les articles:
- fr:Mérida (Venezuela)
- fr:Ejido (Venezuela)
- fr:Feria del Sol (Mérida)
- fr:Orchestre Symphonique de l'État de Mérida
certainement encore une fois de ta collaboration en Breton, je te remercie en avance de vrai coeur.. au revoir à la prochaine --Lodewijk Vadacchino 10 Mae 2011 da 14:10 (UTC)
Kerry
[kemmañ ar vammenn]Salud!
N'on ket iwerzhoneger (allaz!), setu perak eo gwelloc'h din mont da c'houlenn gant ar re a oar. Krouet e oa bet ganit ar pennad Kontelezh Ciarraí, met dre ma ra ar wiki iwerzhonek gant Contae Chiarraí e felle din gouzout hag e oa ur reolenn evit lemel an h da Chiarraí bewech ma reer gantañ nemetken, hag hag-eñ e chomfe an h bewech ma reer gant Contae/Kontelezh dirak ? Ma 'z eo gwir ar reolennoù-mañ e vefe gwelloc'h ober gant Kontelezh Chiarraí, n'eo ket ?--Gwendal 11 Mae 2011 da 16:46 (UTC)
- Me gred eo ur c'hemmadur iwerzhonek (c/ch) ha ne c'hoarvez ket aze e brezhoneg. Bianchi-Bihan 11 Mae 2011 da 16:51 (UTC)
Gwir eo --86.214.163.202 27 Mez 2011 da 21:49 (UTC)
Stival
[kemmañ ar vammenn]Ar stumm reizh e bzhg m.p. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 12 Mae 2011 da 08:41 (UTC)
- OK. Trugarez. 'benn ur mare bennak e rin àr-dro ar c'humunioù a-wechall A galon. Kadbzh 12 Mae 2011 da 12:18 (UTC)
Aerlu Iwerzhon
[kemmañ ar vammenn]"an tAerchór" a lakin. Ho soñj m.p. A galon. Kadbzh 14 Mae 2011 da 18:06 (UTC)
- Er wiki italianek e reont gant "Aer Chór na hÉireann"...
Bro gozh ma zadoù
[kemmañ ar vammenn]Ar brezel a zo war pennad Bro gozh ma zadoù war ar wikipedia gallek. Kit da reiñ un tamm sikour mar plij, mallus eo! Trugarez!--Arko 16 Mae 2011 da 15:05 (UTC)
- eus ar c'hentañ da bennadoù db pobloù Galia. Evezhiadenn en ur dremen: ma'z eo gwir e teu an anvioù gall ha galleg eus Galia, eo Gallia, evel e latin e tleje bezañ, ne gredez ket? Bianchi-Bihan 23 Mae 2011 da 16:16 (UTC)
Kartenn Bae Montroulez
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. D'am soñj eo posupl. Ha gallout a rafes reiñ din an holl anvioù brezhonek meneget enni?--Ex-Smith 24 Mae 2011 da 07:39 (UTC)
Trugarez
[kemmañ ar vammenn]... eus da skoazell gant ar pennad echuet ganit ... gant ur skoaz torret n'on ket gwall efedus ken da skrivañ ... Bianchi-Bihan 26 Mae 2011 da 12:52 (UTC)
Salud!
[kemmañ ar vammenn]Perdona'm si encara no sé prou de bretó... Ja mirarem de fer una altra trobada i espere que podrem comptar amb participació bretona. T'escric sobretot per a dir-te (però potser ja ho saps) que es fan les eleccions per al Board i que crec que alguns candidats poden ser molt nefastos per les llengües que no tenen estat, si tens alguna estona i si ho vols, doncs vota, és molt important fer sentir la veu de les minories i sobretot la dels bretons que fins ara no s'han implicat gaire en les eleccions (havia deixat un missatge a la Taverna però...). Que et vaja tot molt bé, fins aviat, trugarez per la teua atenció. Kenavo. Claudi/Capsot 9 Mez 2011 da 22:06 (UTC)
Daveennoù
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan ket mat. Er pennad Polinezia e lamez kuit daveennoù abalamour m'eo "trawalc'h gant ur meneg", met er pennad Polinezia Frañs ec'h ez da lakaat ouzhpenn unan. Evidon-me, ne gav ket din eo didalvoud lakaat meur a hini, gallout a ra diskouez kement-se peseurt pouez a c'hall bezañ gant ar stumm-mañ-stumm.--Trec'hlid mitonet 21 Mez 2011 da 18:34 (UTC)
petra eo ar ger el levrioù ofisiel? Bianchi-Bihan 23 Mez 2011 da 07:18 (UTC)
Sant-Tegoneg
[kemmañ ar vammenn]Demat. Klask a rin mont. A galon. Kadbzh 23 Mez 2011 da 11:31 (UTC)
Salud dit. Gwelet em eus e oa bet savet ur pennad Kanted ar sklêrijenn ganit. Treiñ a rafen kentoc'h gant "kantved ar gouleier" evel ma weler end-eeun e levr Diwan 4e klas, pajenn 92, 93 : "Europa ar gouleier". Evel-just e vez lâret ur rener/despot sklêrijennet. --Kadwalan 27 Mez 2011 da 21:51 (UTC)
Rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Evit pezh a sell eus ar cheñchamant degaset e rummadoù lenn Van, n'eo ket ganin eo bet graet 'at ! Mod all eo mat din chom hep degas rummadoù nevez, evel rummad:kêrioù Bhoutan da skouer, keit ha na vo nemet ur pennad pe zaou enne neuze. --Gouerouz 11 Gou 2011 da 11:29 (UTC)
Channel Islands (disheñvelout)
[kemmañ ar vammenn]Salud ! Rezon 'teus. Diverkomp eta.--Kadwalan 13 Gou 2011 da 14:41 (UTC)
Brandenburg
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Sachet eo bet ma evezh gant ar pennad Brandenburg. Pa seller ouzh istor ar pennad e weler e oa bet krouet ur pennad diwar-benn ar stad (Land) eus Alamagn e miz Gwengolo 2009, dindan an titl Brandenburg hag e oa bet kemmet an titl e miz Genver 2011 da vont da v-Brandenburg (stad). Gant ar c'hemm-se eo bet torret al liammoù a oa e kalz pennadoù siwazh (Sorabed, Potsdam, Frankfurt (Oder), Spree...), hag al liammoù etrewiki ivez. Kavout a ra din e vefe spletusoc'h distreiñ d'an titl kentañ, kentoc'h eget mont da reizhañ an holl liammoù-se, rak evel-se e reer en darn vrasañ eus ar yezhoù all (alamaneg, galleg, saozneg...). Petra a ginnigan neuze ? ur pennad diwar-benn ar stad alaman, dindan an titl Brandenburg (distreiñ eus an titl Brandenburg (stad) d'an titl kozh Brandenburg) ; hag ur bajenn disheñvelout, evit ar sterioù all, dindan an titl Brandenburg (disheñvelout) (treuzfurmiñ ar bajenn anvet Brandenburg bremañ en ur bajenn Brandenburg (disheñvelout)). Evel-se e reer en alamaneg de:Brandenburg / de:Brandenburg (Begriffsklärung), e galleg, e saozneg hag en darn vrasañ eus ar Wikipedia-où all. Sachet em boa evezh Bianchi-Bihan dija war ar c'hemmesk en doa degaset gant ur c'hemm heñvel er pennad Kiel. A galon, --Llydawr 19 Gou 2011 da 10:50 (UTC)
- *Rezon 'teus. Graet eo --Kadwalan 19 Gou 2011 da 20:52 (UTC)
- M'eus aon eo bet kemmet adarre titl ar pennad gant Bianchi Bihan. Ma'z teus c'hoant e c'hallez displegañ da abegoù war bajenn kaozeadenn da welet gant piv ez aio ar muiañ niver ha da c'hoût petra vo graet. --Kadwalan 20 Eos 2011 da 01:54 (UTC)
Roet em eus ma ali ivez. A galon --Kadwalan 27 Eos 2011 da 11:45 (UTC)
Tavarn
[kemmañ ar vammenn]Argh! Diverkañ a ran anezhi ! Trugarez--Kadwalan 20 Gou 2011 da 11:45 (UTC)
Alamaneger/alamanek
[kemmañ ar vammenn]Diwar-benn ar c'hemm er pajennoù da nullañ. Da'm soñj ne c'haller ket lâret eus ur gumuniezh ez eo alamanek pe c'hallek pe saoznek. Kentoc'h e lârfen ez eo ur gumuniezh alamaneger/galleger/saozneger. Setu emaon e soñj "dinullañ" ar bajenn gozh Rummad:Kumuniezh alamaneger Belgia. Gortoz a ran da respont. A galon --Kadwalan 31 Gou 2011 da 14:30 (UTC)
- Alamaneger zo un anv-kadarn, un alamaneger, ezel eus ur gumuniezh alamanek. Din eo sklaer ar brezhoneg , ken ec'h eo sklaer. Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 18:35 (UTC)
Pajennoù da nullañ
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Respontet em eus ac'hanout war ar bajenn-se. Reizh-kenañ eo skrivañ ar ger-mell dirak un anv-lec'h estren hervez ar yezhadurioù. Ar rummadoù hep ar ger-mell an hini a zlefer diverkañ din-me. Gortoz a ran da respont. A galon--Kadwalan 31 Gou 2011 da 14:30 (UTC)
- "Respont un den" ha respont d'un den zo daou dra disheñvel em brezhoneg-me evel en hini Fañch an Uhel:
- Petra dezhi c’h eus respontet? Hag am eus dezhi respontet… GBI 1/4
- Hi a respontas evel da ur c’hi, SBI 2/28
- Hag hi o respont din-me, SBI 2/114, 116
- Mouezh ebet ne responte d’e hini, KAB 1/64
Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 18:40 (UTC)
Chydig o gwestiynnau ar Wici Cy
[kemmañ ar vammenn]Dw i wedi gadael chydig o gwestiynnau i ti ar Wici - os cei di gyfle i gymryd cip arnyn nhw. Mi faswm yn ddiolchgar iawn. Gweler yma Llywelyn2000 12 Eos 2011 da 03:47 (UTC)
Lez-varn (etrebroadel)
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Unan eus ar pennadoù diazez e oa, nemet ne ouezen ket re pehini a oa da sevel. Hag e-keit m'emeur ganti : eus pelec'h e teu roll ar pennadoù diazez? Hon hini a hañval bezañ disheñvel diouzh hini ar wiki gallek ha diouzh an hini saoznek ivez. A galon. --Ex-Smith 16 Eos 2011 da 07:07 (UTC)
Danzig
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Dantzig : savet diwar dizh diwar ar pennadoù gallek... Kemmoù am eus degaset. Evit a sell ouzh skeudenn gourenez Kraozon ez eus ur gudenn a-fet anv (Iroise sea map-br.svg), met gwelout a ran emañ ar gartenn vrezhonek er pennad. A galon. --Ex-Smith 18 Eos 2011 da 17:21 (UTC)
rummadoù
[kemmañ ar vammenn]salud dit. Evit doare emañ a-du ar re a lâr o soñj da viret ar rummad:Gitarourien. N'eo ket goullo avat. A galon --Kadwalan 19 Eos 2011 da 16:01 (UTC)
Izi/Idi
[kemmañ ar vammenn]Meneget eo an anv Iti en un diell studiet en Annales de Bretagne. eno (Année 1938, Volume 45, Numéro 45-3-4, pp. 197-208) Sell ivez ouzh Les saints et l'organisation chrétienne primitive dans l'Armorique bretonne, René Largillière, p 79] Kavout a reer Izi e Plouizi ha Kernizi e Plougastell met ne'm eus ket adkavet levr Fleuriot ha gwell eo ganin gortoz da vezañ sur da reiñ ma soñj. --Kadwalan 19 Eos 2011 da 16:28 (UTC)
- Anv zo eus Idi e Dictionnaire des prénoms celtiques gant A. Deshayes, pajenn 160 --Kadwalan 5 Gwe 2011 da 01:28 (UTC)
- Trugarez da deurel ur sell ouzh kaozeadenn Elen a Gerdroia mar plij ganit. A galon--Kadwalan 6 Gwe 2011 da 01:51 (UTC)
Brav da lenn ha mat e vefe da lakaat da bennad ar miz--Kadwalan 20 Eos 2011 da 15:39 (UTC)
Azorez
[kemmañ ar vammenn]Perak Azorez pa'z eo Açores e portugaleg, Açores e galleg? N'eo ket ur fazi? Ar galizeg a implij an daou zoare (ç ha z). Bianchi-Bihan 26 Eos 2011 da 18:14 (UTC)
- Lakaomp Bragança: an holl a ra gant "ç", nemet ar spagnoleg gant "z". Bianchi-Bihan 26 Eos 2011 da 18:21 (UTC)
Kastell Perzhell
[kemmañ ar vammenn]Gwelet az teus an anv-se un tu bennak en ul levr? Anavout a raen anezhañ met n'ouzon ket eus pelec'h e teu... A galon--Kadwalan 27 Eos 2011 da 11:53 (UTC)
- Trugarez, ne vijen ket bet o klask eno.--Kadwalan 27 Eos 2011 da 14:22 (UTC)
Hep kaozeal? Paouezet on eta gant ar rummad pennadoù se. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2011 da 10:12 (UTC) Gant ar ger "Saks" e vezer kaset amañ. Un tamm poan am eus gant an enebiezh a welan en daou c'her kas amañ. A galon. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2011 da 10:28 (UTC) ... e tegouezher amañ. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2011 da 03:52 (UTC)
Troia
[kemmañ ar vammenn]Trugarez da deurel ur sell ouzh kaozeadenn Elen a Gerdroia mar plij ganit. A galon--Kadwalan 6 Gwe 2011 da 01:51 (UTC)
- Skrivet en deus Bianchi e istor kornichon goude 'pefe lavaret da soñj db ar pennadoù disheñvelout--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 12:45 (UTC)
- Un a-raok hag ur goude a vez atav ... Bez e vez mennozhioù iskis o treiñ e pennoù zo, memes tra. Ar galloud n'eo ket mat evit ar yec'hed, a lavare n'on ket piv. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 14:47 (UTC)
Trugarez evit an adkas--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 14:11 (UTC)
- Hervez Bianchi-Bihan e vefen faziet. Posupl eo.--Kadwalan 18 Gwe 2011 da 20:47 (UTC)
- Te az teus skrivet din? Sellet ouzh al liamm etrezek istor ar bajenn, en davarn. --Kadwalan 18 Gwe 2011 da 20:58 (UTC)
Mad e vefe miret ar rummad rummad:Gouezeleg Bro-Skos da'm soñj disheñvel a-walc'h eo gouezeleg Bro-Skos diouzh hini Iwerzhon... A galon--Kadwalan 26 Gwe 2011 da 21:56 (UTC)
- Salud. Ne glaskan ket lakaat ar bec'h warnout tamm ebet ;-). Da'm soñj e vefe emsav krouiñ ur rummad gouezeleg Bro-Skos kuit da gaout labour diwezhatoc'h o tispartiañ ar pezh a denn da bep yezh. Pa vo milionoù a bennadoù lakaomp ;-). Ouzhpenn-se hervez an termenadur degemeret peurvuiañ e brezhoneg (Geriadur an Here), gouezeleg a dalvez evit an teir yezh. Ne soñj ket din e vez lakaet kemm etre iwerzhoneg ha gouezeleg met etre iwerzhoneg ha gouezeleg Bro-Skos e brezhoneg. A galon--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 16:18 (UTC)
- Gwelet a ran hon eus soñjet er memes tra d'ar memes mare.--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 16:20 (UTC)
Tu a vefe da ober un adkas ouzhpenn gant unan eus an anvioù meneget met pehini. Petra eo da soñj Llydawr?--Kadwalan 17 Her 2011 da 11:58 (UTC)
- Diwar-benn an titl pennañ hag an adkas a fell din lâret--Kadwalan 19 Her 2011 da 12:20 (UTC)
Rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Salud, gwelet a ran e tiverkez kalz rummadoù evel e Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883). Penaos e choazez? --Kadwalan 24 Her 2011 da 13:45 (UTC)
- Trugarez evit an displegadennoù. Diverkañ a rez al liammoù ruz. Ledanaat a rez ar rummadoù. Mat. Lezel a raen anezhe a-benn diwezhatoc'h. Evit a sell ar rummadoù e kav din ez eo talvoudus rummata diwar skouer ar pennadoù troet dre ma'z eo resis ar rummadoù ha dre ma kouezho pennadoù all er rummad deiz pe zeiz. E-skoaz pa lakaer rummadoù ledanoc'h e ranker tremen en-dro d'o reizhañ diwezhatoc'h adarre (div wezh kement a labour) ha lezet e vo traoù a-gostez ivez pe e rummadoù re ledan ivez 'm eus aon. A galon.--Kadwalan 25 Her 2011 da 21:32 (UTC)
Talbennoù italek
[kemmañ ar vammenn]... Indeed ! Evit gwir !
- Kement-se am boa klasket ober a-benn stouiñ an talbennoù a zo skrivet e yezhoù estren, met kaer din klask c'hoari gant HTML, XHTML, HTML5, JSS, JavaScript ha ma nervennoù e chome an titl-se a-vaez da'm c'hrog (dav e vo din studiañ ar wikibouzelloù pa'm bo amzer – ha mar galler). Trugarez dit !
Trugarekaat
[kemmañ ar vammenn]Un tamm mat a skoazell ac'h eus roet db proviñsoù Spagn : seul aesoc'h din labourat gant se goude. Un neventi vat, pa weler tud ha ne reont foeltr forzh ebet gant labour ar re all o vont da lakaat mesk er pajennoù-se a zo binvioù eus ar c'hentañ evit aesaat al labour. Bianchi-Bihan 17 Du 2011 da 12:14 (UTC)
Bon vespre!
[kemmañ ar vammenn]Demat Llydawr, espere que et va tot molt bé. Acabe de mirar de fer un article en bretó (Achal Prabhala; es tracta d'una història molt complicada, wikimedista molt global...) i em sap molt greu haver fet tantes destrosses a la vostra llengua. Si tens una estoneta, t'agraïria que el corregissis. Gràcies per endavant/trugarez. Kenavo! Si necessites/-eu alguna cosa, ja saps on trobar-me, no dubtes. Que vos vaja tot molt bé. Fins aviat, Claudi/Capsot 20 Du 2011 da 22:29 (UTC)
Petit-frappé
[kemmañ ar vammenn]bet kasit gant Kadwalan, pa oac'h bet oc'h ober àr-dro...
Salud dit, ha trugarez da vezañ klasket ober buan war-dro an implijer Petit-frappé na zoug ket e anv diabeg evit doare (sellet ouzh e bajenn er wiki galleg).
Gwelloc'h e vefe avat klask chom hep terriñ istor ar pajennadoù o kopiañ ha pegañ danvez ar pennad e-barzh pajenn an adkas, hag o sevel un adkas er bajenn gant an anv nevez goude diverkañ an danvez a oa enni. Displegañ a ran ma c'haoz. Pa vez graet evel-se, evel ouzout moarvat, e chom istor ar bajenn er pennad kemmet gant ar vandal ha ne c'haller ket gouzout peseurt kemmoù zo bet en a-raok er pennad en anv mat pa fell da unan kompren un dra bennak pe adtapout danvez. Kollet eo ivez istor skridaozadennoù an implijerien evite. Dreist-holl ma tiverker ar bajenn adkas en anv fall goude evel Fraintche-Comtè (rannvro) da skouer. Gallout a rez sellet ivez ouzh istor ar bajenn Franche-Comté (rannvro). Ha ret eo din goude diverkañ ar pezh zo be ouzhpennet da lakaat ar pennad evel ma faot ivez...
Kalz aesoc'h eo adkas ar pennad en anv kentañ ha reizhañ pe klokaat goude. Evel-se e virer holl istor ar pennad. A-wezhioù n'hall ket an implijerien en ober o-unan abalamour ma'z eus bet meur a gemm er bajenn. Pa ne vez ket tu dit e c'hallez goulenn gant ur merour en ober memes tra abalamour ma'z eus tu d'ar verourien ober an hevelep adkasoù digudenn. A galon.--Kadwalan 23 Du 2011 da 00:25 (UTC)
- Ya faziet e oan. Digarezit. Noz a oa anezhi. Aesoc'h eo evel-se. N'eus ket ezhomm terriñ e benn gant istor ar pajennoù. A galon--Kadwalan 25 Du 2011 da 15:45 (UTC)
Bourbon-Parma
[kemmañ ar vammenn]Perak e vije Bourbon evit un tiegezh italian ganet eus ur priñs spagnol hag ur briñsez italian? Bianchi-Bihan 26 Du 2011 da 16:05 (UTC)
- Respnt a rafen ez eo Bourbon un anv tiegezh gall en orin ha testeniekaet mat e brezhoneg, daoust m'en deus eilstummoù e yezhoù all. --Kadwalan 27 Du 2011 da 19:20 (UTC)
Sell ouzh rummad ar pennad. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2011 da 05:03 (UTC)
Ar "romant al louarn" a venegez eo ar Roman de Renart? Bianchi-Bihan 9 Kzu 2011 da 15:18 (UTC)
- Ret e vije gouzout petra zo skrivet el levr. Disfiz am bez ouzh al lec'hiennoù. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2011 da 16:40 (UTC)
Taol ur sell, dreist-holl, ar rann db Iwerzhon ha Norzhiwerzhon (kuzh). Bianchi-Bihan 22 Kzu 2011 da 11:52 (UTC)