Azorez
| Rann eus | Macaronesia |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1976 |
| Anv ofisiel | Açores |
| Anv er yezh a orin | Açores |
| Anv annezidi | azoriano, azoriana |
| Stad | Portugal |
| Kêr-benn | Ponta Delgada, Angra do Heroísmo, Horta |
| E tiriad | Portugal, Açores (NUTS 2) |
| Gwerzhid-eur | UTC−01:00, UTC±00:00 |
| War ribl | Meurvor Norzh Atlantel |
| Lec'hiadur | Açores (NUTS 2), Azores |
| Daveennoù douaroniel | 38°37′26″N 28°1′52″W |
| Poent uhelañ | Mount Pico |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Q99228777 |
| Ezel eus | Assemblée des Régions d'Europe |
| Moneiz | euro |
| Perc'henn war | Estádio de São Miguel |
| Coextensive with | Azores |
| Yezh implijet | yezh ar sinoù portugalek, portugaleg |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.azores.gov.pt/ |
| Banniel (deskrivadur) | flag of the Azores |
| Douaroniezh an danvez | geography of the Azores |
| Sant paeron | Spered Santel |
| Rummad tost | Category:Azores-related lists |
| Kod plakenn varilh | P |
| Maritime identification digits | 204 |



An inizi Azorez pe Asorez (e portugaleg Os Açores distaget [ɐˈsoɾɨʃ] pe [ɐˈsoɾʃ]) zo un enezeg portugalat e-kreiz ar Meurvor Atlantel, war-hed 1 500 km diouzh Lisbon ha 3 900 km diouzh Norzhamerika. Strewet eo an inizi (9 enezenn vras hag 8 enezenn vihanoc’h, ar Formigas) war-hed 600 km. En-dro d’an enezeg ez eus un dachennad vor ec’hon zo da Bortugal (1,1 milion a gilometradoù-karrez). Menezioù-tan eo o deus krouet an inizi : an hini zo war Enez Pico a dap 2.351 m uhelder ha gant se ez eo menez uhelañ Portugal. E gwirionez e c’haller lavarout ez eo an inizi Azorez menezioù uhel, eus ar re uhelañ zo war hor planedenn, pa vezont muzuliet adal strad ar mor betek o c’hribennoù. Mont a reont d’ober, abaoe 1976, Rannvro Emren an Azorez, unan eus an div rannvro emren zo e Portugal (gant Madeira). 241 763 a annezidi a oa en enezeg e 2001. Ponta Delgada eo kêr-benn ar rannvro.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed amañ anvioù an inizi :
- inizi ar reter : Enez São Miguel, Enez Santa Maria hag an inizi Formigas
- an inizi kreiz : Enez Terceira, Enez Graciosa, Enez São Jorge, Enez Pico hag Enez Faial
- inizi ar c’hornôg : Enez Flores hag Enez Corvo
Amgelc’hwidenn an Azorez eo a gas amzer gaer da gornôg Europa.