Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Azorez

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

pt:Açores e portugaleg. Perak neuze lakaat Azorez, e-lec'h Asorez? Ma c'haller kaout ur gaozeadenn gant arguzennoù, trugarez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 14:09 (UTC)[respont]

War a seblant e klot e meur a yezh ar "ç" portugalek gant "z", gwelet ivez ar portugaleg "Moçambique" hag a ro Mozambik e brezhoneg, koulz hag en ur bern yezhoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 15:06 (UTC)[respont]

Meur a yezh, met n'eo ket an holl. Ar "ç" portugalek zo distaget "s".

Kement hag ober e kavfen gwell kemer ar ger portugalek eget an hini tremenet dre ar saozneg. Mozambik a dlefe bezañ Mosambik ivez.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 15:39 (UTC) War a seblant eo bet tapet Azorez eus ar saozneg, ha Mozambik diwar ar galleg. Ma vefent kemeret diwar ar portugaleg, pezh a vefe poellekoc'h, e vefe: Asorez ha Mosambike. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Ebr 2014 da 06:26 (UTC)[respont]