Kaozeadenn Implijer:Huñvreüs/Dielloù 2019-2023

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Geriadur ar stlenneg[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,
An darn vrasañ eus ar gerioù ho peus meneget a gavfet el levr Geriadur ar stlenneg, savet gant Guy Étienne hag embannet e 1995 gant Embannadurioù Preder.
Estroc'h evit Preder zo dre ma c'haller kavout gerioù liammet ouzh ar stlenneg — « meziant » ha « reizhiad korvoiñ », da skouer — e Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) embannet e 2012 koulz hag e TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
Ul liamm talvoudous all : LEXILOGOS - Dictionnaire breton.
Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Mez 2019 da 09:03 (UTC)[respont]
Ul levrig a bemzek pajenn — « GERIAOUEG AN URZHIATAEREZH - VOCABULAIRE DE L'INFORMATIQUE » an titl anezhañ — a oa bet embannet gant TermBret Ofis Publik ar Brezhoneg ivez, e miz Meurzh 2006.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Mez 2019 da 09:11 (UTC)[respont]
Trugarez dit, talvoudus eo an titouroù-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 27 Mez 2019 da 10:31 (UTC)[respont]
« Meziant » ha « reizhiad korvoiñ » zo bet iñvantet gant Preder ivez. « Lojisiel » ha « sistem a eksploatasion » an hini eo a zlefec'h utilizañ. 2.13.78.214
Fent Keriti? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gou 2019 da 07:27 (UTC)[respont]
Mat an traoù ganeoc’h ? Fellout a ra din kaozeal ganeoc’h, displegañ perak n’on ket a-du ganeoc’h, klask un diskoulm hep distrujañ ar pezh graet ganeoc’h. Respontet am bije gant plijadur d’ar seurt-se a gemenadenn. N’ouzon ket petra eo fent Keriti, met gouzout a ran mat n’ez eus nemet un dra da ober gant roñfled : chom hep boueta anezho. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 07:38 (UTC)[respont]
« Meziant » zo bet krouet gant Guy Etienne e 1992 : http://deroff.ddns.net/korpuzn.php?A=meziant&B=LAVA+LAVAR&C=2&D=n 2.13.78.214
« Reizhiad » zo bet krouet gant Guy Etienne ivez, pa oa deskard : http://deroff.ddns.net/korpuzn.php?A=reizhiad%3Dforjadenn&B=LAVA+LAVAR&C=2&D=n 2.13.78.214~

Evezhiadenn[kemmañ ar vammenn]

Demat dit, lennet em eus da gemennadenn war ma fajenn gaozeal hag en davarn met ne gomprenan ket ar pezh a fell dit a vefe reizhet ganin. A-hend-all, peogwir n'emaon ket oberiant war Wikpedia ken abaoe bloavezhioù bremañ dre ziouer a amzer e kav din e vije mat d'ar re a gemer perzh divizout dilenn merourien ouzhpenn. --Fulup (kaozeal) 8 Gou 2019 da 08:17 (UTC)[respont]

Demat dit ha trugarez da vezañ respontet. Edon o klask sikour a-enep ar vandalerezh, met deuet eo tud ar small wikis monitoring team da reizhañ an traoù a-benn ar fin. N’ouzon ket petra a vo graet amañ e keñver ar verourien, dilennet re nevez pe graet hepto. Huñvreüs (kaozeal) 8 Gou 2019 da 08:44 (UTC)[respont]
Salud dit,
Lenn 'c'haller : STLENNER /'stlɛnər/, var.-our /ʃtlenur/ g.-ion b.1 (néol.) informaticien,-ne e... geriadur enlinenn F. Favereau ivez.
A galon. :-)--2A01:CB08:8BB7:F100:B9CF:1CB2:4532:CC2A 18 Meu 2022 da 10:02 (UTC)[respont]
Faziet eo FF, evel boaz.
  • 1964, Dafar 64, : "stlenner ag.& g., neb a stlenn; neb a ro da c'houzout, neb a ro keleier; [...]"
  • 1995, Geriadur an Armerzh : "informateur ◊ kelaouer g. ; stlenner g."
176.172.165.246 18 Meu 2022 da 10:38 (UTC)[respont]
Ha pa vefe an daou heñvelster, n’emañ ket aze an dalc’h. Gallout a ra pep hini krouiñ pajennoù nevez evel ma c’hell pep hini debriñ patatez pe garotez. Ma teufe un den bennak d’ur pred, hep debriñ pe fardañ boued, met nemet evit tennañ karotez ar re all ha lakaat patatez en o lec’h, ne soñjan ket e vefe an den-se degemeret mat. Huñvreüs (kaozeal) 18 Meu 2022 da 10:42 (UTC)[respont]
Poent e ve deoc'h kompren ar brezelig emañ FF o ren ouzh Preder abaoe ma voe skarzhet ganto e dibenn ar bloavezhioù 60. N'eo ket ar wech kentañ dezhañ kemer ur ger krouet gant Preder ha reiñ dezhañ ur ster all, evit ar blijadur da blantañ reuz er yezh. Breinet eo FF gant ar warizi. 176.164.244.188 18 Meu 2022 da 10:49 (UTC)[respont]
N’ouzon ket piv en-deus aozet geriadur pe c’heriadur er bloavezhioù 60. Gouzout a ran ez eus tud amañ a ra pennadoù ha tud all a zeu evit plantañ ar reuz e degasadennoù ar re all hep kenlabourat, ha n’am eus ket c’hoant, pe ezhomm, gouzout hiroc’h. Huñvreüs (kaozeal) 18 Meu 2022 da 13:19 (UTC)[respont]

Hi, I blocked the IP you reported, and I protected the page for 3 days so it can be edit only by autoconfirmed user. Could you please tell me if also the other IP should be blocked for edit warring or not? Thanks --Superpes15 (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:05 (UTC)[respont]

Okay, fine. See you in 3 days ! 176.167.96.115 25 Meu 2022 da 17:06 (UTC)[respont]
Hello, thanks. Please don’t block that other IP, it is another person well-known for contributing without an account but whose behaviour is not problematic. Huñvreüs (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:07 (UTC)[respont]
Thanks :) So I will block only the first IP (who commented above) and their range if you agree! Superpes15 (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:08 (UTC)[respont]
👍 Huñvreüs (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:09 (UTC)[respont]
Done. Thanks so much and write me if you need help :) Superpes15 (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:10 (UTC)[respont]
Thanks, I will. And I hope we get to elect our own sysops so that this kind of behaviour can be handled locally. Huñvreüs (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:13 (UTC)[respont]
Yes, I hope too :) For us is a bit difficult, because we don't know the language and the translator don't work on this project so we have to ask you or other user for information, but we are here to help you, until you will elect some local sysop :D Superpes15 (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:15 (UTC)[respont]
Consider that this IP is blocked for a week and is trying to evade block (as they did some days ago). If you see them again in this week please report it to me, so I will block the entire ranges they use, evading blocks is serious behavior. Superpes15 (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:20 (UTC)[respont]
Noted. If you (or another global sysop or steward) speak French, you can try to use this automatic translator. Huñvreüs (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:25 (UTC)[respont]
Many thanks. I understand written French even if I don't speak it very well. It will be useful a lot :) Regards Superpes15 (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:30 (UTC)[respont]

Alexandre Astier : un evezhiadenn dister[kemmañ ar vammenn]

Demat, Graet 'peus gant ar patrom « 16 a viz Mezheven 1974 » e-lec'h « 16 a viz Mezheven 1974 » : domaj eo rak n'haller ket mont, war-eeun, da lenn e-barzh pajenn an deiziad war-bouez ar patrom kentañ. Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:F57C:F3D9:D27E:275E 30 Meu 2022 da 12:40 (UTC)[respont]

Gwir eo, moarvat e c’hellfe ar patrom bezañ gwellaet. Klask a rin hen ober, trugarez. Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 12:44 (UTC)[respont]
Sellet am eus en-dro, ha ne welan ket an dalc’h. Kas a ra ar patrom Deiziad d’ar bajenn 16 Mezheven, a zo pal an adkas 16 a viz Mezheven ivez. Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 21:22 (UTC)[respont]
Ha ni ivez : ret 'oa klikañ war « 16 » e gwirionez ! Mat eo da c'houzout. Trugarez.--2A01:CB08:8BB7:F100:61C8:5E57:1CE1:FC0D 31 Meu 2022 da 16:02 (UTC)[respont]

Kempennadur ar pennad Forum, a zo nac'het abalamour d'un abuse 23 [kemmañ ar vammenn]

Demat. Ur sil «hollek» eo hemañ, da lavarout eo, dont a ra eus an diazez Wikimedia ha n'eo ket eus ar Wikipedia brezhonek. N'on ket aotreet da welout ar munudoù, met gallout a ran goulenn ouzh an dud a ra war-dro ar siloù hollek. N'am eus ket amzer bremañ, met klask a rin gouzout pelec'h emañ an dalc'h. A galon, Huñvreüs (kaozeal) 18 Ebr 2022 da 20:53 (UTC)[respont]
N'ouzon kek hag-eñ e oa sklaer ar pezh am eus lavaret a-üs. Ur «sil» zo perzh eus AbuseFilter, ar sil a-enep ar gwallimplij, ur meziant a zo perzh eus MediaWiki. Huñvreüs (kaozeal) 19 Ebr 2022 da 05:55 (UTC)[respont]
Hervez an dud a ra war-dro ar siloù hollek eo reizhet ar sil-se bremañ, gallout a rit embann ho kemmoù. Huñvreüs (kaozeal) 25 Ebr 2022 da 16:18 (UTC)[respont]

Liger-Atlantel[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Displeget em eus ma soñj amañ diwar-benn implij ar ger-mell. A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 15:04 (UTC)[respont]

Trugarez da vezañ respontet. Goude ur sizunvezh hep respont war-bouez re Bianchi-Bihan ha Lekemok am boa kroget gant ar c’hemm a oa bet kinniget. Bremañ e soñjan echuiñ, da nebeutañ e vo ur stumm e lec’h daou evit ar rummadoù-se. Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 15:14 (UTC)[respont]

Demat, evel-mañ e c’heller ober ul liamm davet ur bajenn gant un destenn all. A galon, Huñvreüs (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 12:04 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, N'eus ket ezhomm : adkaset e vez stadunanat da... Stadoù-Unanet Amerika, ken eeun ha tra. Evel c'herentiad da gKerentiad. Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:D5E1:B58:32B4:FE76 27 Ebr 2022 da 12:13 (UTC)[respont]
Laosket am boa ur gemenadenn deoc’h peogwir e oa ruz al liamm, met goude bezañ adwelet, setu perak: skrivet ho poa stadudanat e lec’h stadunanat. Huñvreüs (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 12:21 (UTC)[respont]
Digudenn ha trugarez vras eus ho reizhadenn 'ta !--2A01:CB08:8BB7:F100:D5E1:B58:32B4:FE76 27 Ebr 2022 da 12:24 (UTC)[respont]

Fazi ganin ! Ra vin digarezet. Un dra all zo : gwelet em eus e kaver ur Rummad:Implijerien yue hag ur Rummad:Implijerien zh-yue, pa ne zlefe bezañ nemet unan, evel-just... N'ouzon ket penaos renkañ an dra-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 10:45 (UTC)[respont]

Hervez a gomprenan eo bet kemmet zh-yue da yue er wiki saoznek, met chomet eo ar stumm kozh amañ. Er wiki gallek ne vez graet nemet gant yue. Notennet am eus ober ar c’hemm, trugarez evit an evezhiadenn. Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 12:05 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 17:03 (UTC)[respont]

Rummad:Genadoù evned[kemmañ ar vammenn]

Salud, Un dra iskis zo : bez' 'mañ ar pennad Acanthisittidae er rummad-mañ ! A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:98ED:68B7:15C:7B97 29 Ebr 2022 da 15:11 (UTC)[respont]

Demat. Evel a welan, n'emañ ket ar pennad Acanthisittidae er rummad-mañ, met ar rummad Rummad:Acanthisittidae. Gallout a rit kemm ar rummad evel ma vefe ur pennad, ha lakaat Rummad:Kerentiadoù evned e le'ch Rummad:Genadoù evned. Gwelloc'h din lezel ac'honoc'h hen ober peogwir n'ouzon mann ebet diwar-benn renkadur an evned. Lavarit din ma 'z eus ur gudenn bennak (ne vo ket kalz amzer din e-pad an dibenn-sizhun met dont a rin en-dro dilun da deuler ur sellad). A galon, Huñvreüs (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 15:23 (UTC)[respont]
Diaes-kenañ eo klask displegañ 'pezh a c'hoarvez : it da lenn ar pennad Acanthisitta ha klikit war ar rummad Genadoù Evned (en traoñ d'ar bajenn) hag e welit ez eo meneget Acanthisittidae‎ eno, 'pezh n'eo ket normal. Mar plij ganeoc'h, anat deomp--2A01:CB08:8BB7:F100:34C0:CA6A:6C5E:A0C3 29 Ebr 2022 da 15:39 (UTC)[respont]
Graet am eus ar c'hemm a seblant din mat. Ma n'eo ket, n'eus nemet dizober ar c'hemm-mañ. Mont a ran kuit, digarezit ac'hanon, dont a rin en-dro dilun. Huñvreüs (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 15:47 (UTC)[respont]
Reizhet eo. Trugarez deoc'h. 2A01:CB08:8BB7:F100:E416:2E7B:A195:A52C 29 Ebr 2022 da 16:03 (UTC)[respont]


Brezelig embann[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Lenn a ran 16 kemm d'an nebeutañ a-berzh an IP 94.238.208.166 (evezhiet dija hervez marilh ar sil a-enep ar gwall implij) evit plantañ e soñj e pennadoù zo d'ar 4 a viz Mae etre 21:02 ha 21:13 e-keit ha ma oad o komz eus reizh ar ger goursez skrivet er rummadoù war ar bajenn Kaozeadenn Rummad:Izili ar Goursez a-raok ma vefe divizet tra pe dra. Degas a ra din soñj eus unan bennak er wiki, met piv? --Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 21:22 (UTC)[respont]

An den a fell dezhañ degas predereg e lec’h n’eus ket ezhomm, ober gant geriadurioù Hemon hag ober goap ouzh re Favereau, hag all, hep derc’hel kont eus alioù ar re all e seurt ebet. Furoc’h eo bet abaoe mizvezh, met seblantout a ra bezañ echu ar prantad sioulder. Edo oc’h ober kement-se dija pa am eus krouet ma c’hont amañ. Splann eo ez eus un istor etrezañ ha Bianchi-Bihan, gallout a rez goulenn titouroù digantañ m’az peus c’hoant. Din ne ra vern piv eo er vuhez wir.
Ne vo ket amzer din evit ober war e zro e-pad ar sizhun a zeu. Gallout a ri goulenn digant ar verourien all ma ’z eus ezhomm prennañ pajennoù pe stankañ e IPoù, pe digant ar stewarded ma ya an paotr-se da blantañ ar reuz pa vez an oadourien o labourat. Bremañ ez eus merourien oberiant met sklaer eo din e vefe gwelloc’h kaout muioc’h. Ma fell dit-te mont da verour en-dro e ouzez penaos ober. Huñvreüs (kaozeal) 5 Mae 2022 da 06:48 (UTC)[respont]
Gwarezet 'meus ar bajenn evit ar sizhun hag evezhiañ a ran obereoù an IP-se. Emichañs e c'hellimp kemer un diviz a-benn ur sizhun war jener ar ger evit br.wikipedia. Lekemok (kaozeal) 5 Mae 2022 da 06:59 (UTC)[respont]
👍 Graet am eus ar memes tra evit Rummad:Izili ar C'hoursez. Huñvreüs (kaozeal) 5 Mae 2022 da 07:04 (UTC)[respont]

Kaozeal:Levrlennadurezh Virginia Woolf[kemmañ ar vammenn]

Demat adarre, Ha roet 'poa hoc'h ali war ar goulenn savet gant ar merour Lekemok d'ar 26 a viz Ebrel diwezhañ ? Ne gav ket deomp. Ha koulskoude hor boa kiet da reizhañ ar peder c'hant pajenn ma kaved « levrlennadurezh » e-lec'h « levrlennadur » enno. Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:9111:1036:D7B9:CD6 17 Mae 2022 da 10:56 (UTC)[respont]

Krouet am eus ur goulenn adenvel evit lakaat ar goulenn war wel, evel-se e c’hello pep hini reiñ e soñj — pe chom hep ober, met chom hep klemmañ pa vo adanvet ar pennad. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 11:27 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h.--2A01:CB08:8BB7:F100:1DD:66FD:87EE:B81E 18 Mae 2022 da 12:51 (UTC)[respont]
Mar n'emaomp ket o faziañ n'hoc'h eus ket roet hoc'h ali.--2A01:CB08:8BB7:F100:D409:E281:15F6:A974 20 Mae 2022 da 13:07 (UTC)[respont]
Graet A-walc’h alioù a-du a oa hag hini ebet a-enep, neuze am eus adanvet ar pennad. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:22 (UTC)[respont]

Kazuz --Kadwalan (kaozeal) 18 Mae 2022 da 10:58 (UTC)[respont]

@Lekemok: Ha soñjal a ra dit e komañs C’ho-c’ho-c’ho, goude bezañ bet am emzalc’h-mañ abaoe ouzhpenn dek vloaz, da vezañ tagus? Krouiñ ur pennad trollus hag embann anv gwir un implijer a zo a-walc’h evit bezañ skarzhet kuit eus wikioù all, ma fell dit displegañ peogwir n’eo ket en hor wiki on intereset. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mae 2022 da 11:55 (UTC)[respont]
Ne gomprenan seurt. Votet em eus a-du. --Kadwalan (kaozeal) 18 Mae 2022 da 12:37 (UTC)[respont]
Ya, evit Lekemok e oa ar gemennadenn. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mae 2022 da 12:38 (UTC)[respont]
Ma sellez mat ouzh va istorig e weli ne oant bet oberiant atav e-pad an dek vloaz tremenet, evit gwir n'em boa ket taolet pleg eus displijadurioù ar paotr-se gant ar galleg a-raok nevez zo. Aes e oa din soñj e komañse da vezañ tagus, hep mont re bell ganti avat. Embann anvioù an implijerien zo ul linenn-ruz avat evel just : m'az peus ostilhoù efedus da herzel outañ d'ober e reuz, a-du on e vijent lakaet e plas. Lekemok (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:07 (UTC)[respont]
Ne oan ket amañ kennebeut, un nebeut arkeologiezh am eus graet. Met diezhomm eo mont pell evit gwelout eo boazet chom hep doujañ d’ar reolennoù. Sell ouzh istor Go (lavar programmiñ) da skouer: dont a ra C’ho-c’ho-c’ho da lakaat e c’heriaoueg hep komz, ober a ra gant meur a chomlec’h IP evit mont hebiou d’ar stankadenn, hag all.
Emaon o soñjal e daou venveg: unan am eus gwellaet abaoe ur prantadig amzer hag unan all da vezañ aozet. Ar pal zo mirout anezhañ da zegas kemmoù hep serriñ ar wiki d’an IPoù all. Displegañ a rin ar munudoù dit. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:40 (UTC)[respont]
Ha pet den teus laket er spontailhig emaout o hejañ evel-se ? Ugent ? Tregont ? Kement hini na ra ket gant geriaoueg ofisiel an Ofis, moarvat. 2A02:6080:0:0:0:1:1081:A2D5 20 Mae 2022 da 16:15 (UTC)[respont]
E seurt ebet. N’eo ket aes bezañ dibabet ganin evit spontailhig, me a lavar dit. Ret eo kunujenniñ ar gumuniezh, mont a-enep da reolennoù ar wiki, trollañ, pe roñflañ, pe an daou, degas kemmoù hep kenasant, kunujenniñ ac’hanon, embann titouroù prevez un den hep e asant, mont e-enep da reolennoù diazez Wikimedia, bezañ stanket ha mont hebioù d’ar stankadenn, kunujenniñ tud meta, chom hep derc’hel kont eus alioù ar re all, kunujenniñ, hag hen ober e-pad bloavezhioù (meneget am eus «kunujenniñ»?). N’eus nemet sportourien a live uhel a c’hell ober kement-se, ha n’on ket sur eo posubl hep doperezh. Evit poent n’am eus kavet nemet unan, hag emichañs ne vo hini all ebet. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 17:28 (UTC)[respont]

ok. Kerrain n'eo nemet un anv familh. N'on ket direnket gant se met skrivañ a ra forzh petra a ret e vo da unan bennak tremen war e lerc'h --Kadwalan (kaozeal) 18 Mae 2022 da 12:41 (UTC)[respont]

Hag ar pezh skrivet gantañ er bajenn gaozeal? Sell ouzh WP:DOX, da skouer. Ne welan ket penaos e c'hellfe bezañ sklaeroc'h: attempted outing is sufficient grounds for an immediate block. Graet en deus kement-se meur a wech dija. Diverket am eus an titouroù prevez evit ar wech-mañ, met sklaer eo din n’on ket evit naetaat pep tra dre zorn. Ma kendalc’h C’ho-c’ho-c’ho gant e emzalc’h e rin gant benvegoù efedusoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mae 2022 da 13:27 (UTC)[respont]
Ar pezh 'teus diverket a oa ur choari all. Ne raen anv nemet eus ar pennad Kadwalan (kaozeal) 20 Mae 2022 da 16:24 (UTC)[respont]

@Huñvreüs: Demat, Lezit ac'hanomp da gompren. Emaoc'h o paouez skrivañ « [...] embann anv gwir un implijer a zo a-walc’h evit bezañ skarzhet kuit eus wikioù all, [...]. » : pezh a dalv eo difennet-groñs hen ober amañ ? Se an hini eo ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:1DD:66FD:87EE:B81E 18 Mae 2022 da 12:49 (UTC)[respont]

Menegiñ a ran ar reolenn-mañ, eus wikioù all, evit diskouez n’on ket an hini nemetañ gant ar soñj-mañ. E touesk ar pemp pennreolenn e kaver: doujañ d'an implijerion/ezed all. Evel-just n’eo ket doujus embann titouroù prevez un implijer all, din n’eus ket ezhomm eus ur reolenn a-ratozh. Pa deu unan bennak da gac’hat war leur un ti, ne lezer ket anezhañ hen ober peogwir n’eus skritell ebet a-enep an dra resis-mañ: ne asanter ket an emzalc’h-mañ, pik echu.
Hag evel-just e ouzan ez eus bet kudennoù a-raok ma oan oberiant. Trist eo met n’am eus mekanik-amzer ebet. Ober a ran war-dro ar c’hudennoù a welan en amzer-vremañ. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mae 2022 da 13:27 (UTC)[respont]
Notennet-kaer eo ! 2A01:CB08:8BB7:F100:1DD:66FD:87EE:B81E 18 Mae 2022 da 13:29 (UTC)[respont]

Translatewiki[kemmañ ar vammenn]

Emaon o klask cheñch un droidigezh amañ. Ret eo kaout ar gwirioù merour avat. Mankout a ra ar verb gallout en droidigezh. Gallout a rez ober ? Setu an destenn da cheñch : "implijerien bet krouet ur gont ganto a kemmañ anezhi. Kasadenn ziwezhañ ar marilh zo diskouezet amañ a-is evel dave :". Skrivañ "implijerien bet krouet ur gont ganto a c'hall kemmañ anezhi. Kasadenn ziwezhañ ar marilh zo diskouezet amañ a-is evel dave :". A galon --Kadwalan (kaozeal) 21 Mae 2022 da 12:19 (UTC)[respont]

Graet N’on ket merour war Translatewiki, met ret eo bezañ lakaet da «droer» evit gallout treiñ. Goulennet am eus penaos ober evit ma vo roet ar gwirioù-mañ dit, sur a-walc’h am eus graet kement-se en amzer dremenet met n’am eus ket soñj ken. Huñvreüs (kaozeal) 21 Mae 2022 da 12:31 (UTC)[respont]
@Kadwalan: Amir en deus lakaet ac’hanout da droer, war a seblant. Ober a rez gant ar gont Translatewiki Kadwalan pe Kadwallan? Huñvreüs (kaozeal) 21 Mae 2022 da 12:58 (UTC)[respont]

Trugarez. Troet em eus un nebeud traoù, Se zo kaoz marteze. Ret eo bet din sevel un eil kont gant un eil l abalamour ma ne'm boa ket soñj eus ma ger-tremen.--Kadwalan (kaozeal) 21 Mae 2022 da 13:14 (UTC)[respont]

Ur goulennig[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,
Dec'h ho poa skrivet : « [...]. Marteze e vo Kevregourez laouen da c’houzout an dra-se, gallout a reer lezel ur gemmenadenn war he fajenn gaozeal. » amañ.
Ha gall' 'rafec'h displegañ petra 'dalv an evezhiadenn iskis-mañ, mar plij ganeoc'h ? Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:6D49:DBA3:A7C4:3151 3 Mez 2022 da 13:35 (UTC)[respont]
Demat,
Edon o paouez displegañ penaos e c’heller ober gant esaouenoù anv an implijerezed er furm gwregel bremañ. Neuze em eus meneget an holl implijerezed a ouzan a ra gant ar furm gwregel evit reiñ dezho da c’houzout e c’hellont hen ober, ha graet am eus gant an esaouenoù anv en o furm gwregel. Sed amañ roll klok an implijerezed-mañ: Kevregourez. Emichañs e vo re all war-lerc’h. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 14:49 (UTC)[respont]
Sklaer eo. Trugarez. 2A01:CB08:8BB7:F100:CC80:74F2:AA37:623D 3 Mez 2022 da 14:52 (UTC)[respont]
@Huñvreüs:Un draig all c'hoazh : petra 'dalv esaouenoù anv 'ta ? :-(--2A01:CB08:8BB7:F100:FC51:88C4:1DFA:AD10 3 Mez 2022 da 17:08 (UTC)[respont]
En anv klok ur bajenn, evel Implijer:Huñvreüs da skouer, ez eus daou dra: an esaouenn anv (Implijer) hag anv ar bajenn (Huñvreüs). An esaouenn anv zo ul lec’h ma vez renket pajennoù: pajennoù implijerien en esaouenn anv Implijer, pajennoù evit ober war-dro ar wiki en esaouenn anv Wikipedia (da skouer : Wikipedia:Kumuniezh/An davarn), hag all. Ar pennadoù, evel Evn, zo en esaouenn anv pennañ, n’eo ket meneget. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 20:41 (UTC)[respont]
Meur a anv all zo bet d'an den a lakaas an anv Kevregourez war ar renk da vout merour/ez : darn a oa gourel, darn ne oant ket. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 3 Mez 2022 da 16:47 (UTC)[respont]
N’am eus ket disoñjet an dra-mañ. Keit ma ne vez ket klasket ober un dra bennak difennet, ne welan ket perak e klaskfen gouzout hiroc’h. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 20:41 (UTC)[respont]

Salud dit, marteze e vefes barrek da ziluziañ ar gudenn deskrivet eno--Kadwalan (kaozeal) 10 Mez 2022 da 12:10 (UTC)[respont]

👋 N’am eus ket amzer evit poent, met dont a rin en-dro da welout diwezhatoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 12 Mez 2022 da 16:23 (UTC)[respont]
@Kadwalan: War a seblant ez a mat an traoù en-dro bremañ gant ar patromoù-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 16 Eost 2022 da 13:05 (UTC)

Vandalerezh[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Me gav din e vefe mat gwareziñ ar Patrom:Geolec'hiañ/Breizh a-enep an IPoù rak dre ziv wezh em eus disc'hraet tagadennoù gouennelour a-enep Breizh evel houmañ. @Lekemok:. A galon. --Kadwalan (kaozeal) 28 Mez 2022 da 11:19 (UTC)[respont]

👋 War a seblant en deus C’ho-c’ho-c’ho kavet IPoù eus ar Roen-Uhel. Ouzhpennet am eus al lijorenn d’ar sil 5 (IPoù stanket), ret e vo dezhañ klask chomlec’hioù all evit kenderc’hel da c’hoariñ. Gwarezet am eus ar patrom. Huñvreüs (kaozeal) 28 Mez 2022 da 12:10 (UTC)[respont]
Trugarez. Pebezh torr-revr ! Kadwalan (kaozeal) 28 Mez 2022 da 14:57 (UTC)[respont]
Pebezh torr-revr ! = 1 gunujenn = 1 sizhunvezh stankadur hervez ar reolenn nevez. 2A01:CB08:890E:C600:7D57:BC59:BB28:2D97 29 Mez 2022 da 13:02 (UTC)[respont]
Torr-revr n’eo ket a-walc’h evit un den a zo o paouez ober nazied gant an holl Vreizhiz, neuze e kinnigan stankañ Kadwalan evit ur badelezh negativel abalamour d’e nann-kunujenn. Ret e vo goulenn ouzh ar diorroerien ouzhpennañ an arc’hweladur-mañ d’ar meziant. Huñvreüs (kaozeal) 29 Mez 2022 da 13:44 (UTC)[respont]

Emaon o paouez enrollañ un toullad modulennoù diwar ar wiki saoznek (da wiriañ marteze). Mat e vefe o damwareziñ marteze?--Kadwalan (kaozeal) 28 Mez 2022 da 15:43 (UTC)[respont]

Netra da welet met aon em eus na welfes ket div gemmennadenn kaset war un dro pe dost. Ur gudenn modulenn zo. Kae da welet eno. Dreist ma c'homprenezon eo. Kompren a ran e vank ur bajenn met n'on ket evit ober ar pezh a faot ma-unan. (N'eo ket me zo kaoz eus ar gudenn met dre ma oa liammet ar bajenn ouzh ur patrom emaon o paouez sevel e oan bet o welet). Joa--Kadwalan (kaozeal) 28 Mez 2022 da 17:28 (UTC)[respont]
Hervezon ne zlefe ur bajenn (patrom pe doare all) bezañ gwarezet nemet pa vez un abeg mat da soñjal e c’hellfe bezañ pal ur vandalerezh: pajennoù kemmet alies gant ur vandal, pajennoù lennet alies-kenañ, patromoù emframmet e kalz pajennoù (evel Patrom:Geolec'hiañ/Breizh). Dre vras e tlefe an IPoù gallout kemmañ tost pep tra. N’am eus ket sellet ouzh an holl batromoù krouet ganit (n’am eus ket kalz amzer er mare-mañ), ma gav dit e c’hellfe patromoù pe modulennoù zo bezañ ur pal mat evit ur vandal e c’hellez goulenn gwareziñ anezho.
Mankout a rae ur restr CSS, ouzhpennet am eus anezhañ. Huñvreüs (kaozeal) 29 Mez 2022 da 07:33 (UTC)[respont]
Trugarez evit ar fichennaoueg CSS. Evit ar patromoù hag ar modulennoù n'on ket ali ganit. Me a gav din e tlefe ar modulennoù bezañ gwarezet a-enep an IPoù dre ziouer. An neb en deus c'hoant da genlabourat en un doare sirius el live-se a c'hall krouiñ ur gont. Digoust, dizanv ha prim eo. E-mesk ar patromoù hag ar modulennoù ez eus ur bern zo gwarezet gant gwir abeg en holl wikipediaoù kuit ma c'hoarvezfe reuz abalamour d'ur fazi pe d'ar vandalerezh. Ha ken niverus omp e c'hall bezañ un disammm labour ivez betek-gouzout e vefe tagadennoù niverus. Doue ra viro... Kadwalan (kaozeal) 29 Mez 2022 da 11:23 (UTC)[respont]
Gallout a rafemp sevel reolennoù evit se (da skouer, damwareziñ an holl vodulennoù dre ziouer) met gwelloc’h e vefe kaozeal en davarn evit lezel an holl reiñ o ali, ha menegiñ ar verourien all. Huñvreüs (kaozeal) 29 Mez 2022 da 12:02 (UTC)[respont]
Da'm soñj e vefe un dra vat da vihanaat ar riskloù tagadennoù. Klaoustre, an dud a vez oc'h ober war-dro ar pennadoù evit ar mare n'int ket chalet gant ar modulennoù, pa ouzont petra eo. Ur mennozh mat eo ober anv eus an dra-se d'ar verourien all avat. Gwir. Kadwalan (kaozeal) 29 Mez 2022 da 14:18 (UTC)[respont]

Ober diouzh skouer ar wikioù bras all a-fet gwarez ar patromoù a yafe buanoc'h evit votiñ bewech. Re nebeut a dudu a vefe dedennet. Gallout a reer cheñch goude diouzh an ezhommoù--Kadwalan (kaozeal) 6 Gou 2022 da 17:31 (UTC)[respont]

Salud dit, skoazell a c'houlennan diganit ur wezh all evit ar patrom {{Side box}} a zeu moarvat eus ar vodulenn side box, daoust ma'z eo heñvel ar pajennoù e saozneg hag e brezhoneg. Lakaet e vez ar patrom war tu kleiz ar bajenn pa zlefe bezañ war an tu dehoù evel un infobox.

Ur gudenn all am eus evit ar patrom {{Implij Wikidata}} a gaven dedennus. Ouzhpenn ar gudenn lec'h er bajenn e teu poentoù doubl (* *) dirak an elfennoù meneget. N'ouzon ket eus pelec'h e teu. Marteze eus un ispatrom {{Side box}} pe {{Sister project}}, met ne welan ket e pelec'h rak heñvel int ouzh ar pezh zo graet e saozneg. Marteze e c'halli divankañ an traoù ? A galon--Kadwalan (kaozeal) 6 Gou 2022 da 17:32 (UTC)[respont]

Digarez ac’hanon, met n’am eus ket amzer evit poent. Teurel a ran ur sell ouzh ar c’hemmoù diwezhañ ur wech en amzer evit adserriñ kaouidell CCC ma ’z eus ezhomm, ha setu. Muioc’h amzer a vo din diwezhatoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 10 Gou 2022 da 05:39 (UTC)[respont]
@Kadwalan: Mankout a rae stiloù e Common.css, ouzhpennet am eus anezho ha bremañ e teu brav an disoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 16 Eost 2022 da 13:19 (UTC)
Un draig ouzhpenn: n’on ket sur eo ur soñj vat treiñ anvioù ar patromoù enporzhiet eus enwiki pe Commons. Gervel a ra patromoù zo patromoù all, ar memestra eo evit ar vodulennoù, ret e vefe treiñ traoù enno pep gwech. Dav e vo freskaat anezho diwezhatoc’h ivez, ha neuze, kavout pehini e brezhoneg zo pehini e saozneg… Gallout a reer ober gant adkasoù : Implij Wikidata a c’hellfe bezañ un adkas war-zu Uses Wikidata, da skouer. Huñvreüs (kaozeal) 16 Eost 2022 da 13:23 (UTC)
Trugarekaat ! Kompren a ran met n'on ket a-du ganit penn-da-benn rak mod all e teufe pep tra da vezañ e saozneg. Lod eus an anvioù patromoù 'm eus ket troet, dreist-holl pa vezent implijet e patromoù all hepken. Lod am eus troet met lakaat a ran bep tro ul liamm etrewiki ma vo sklaer ha treiñ a ran an anvioù e-barzh ar patromoù liammet. A-wezhioù em eus graet ivez gant adkasoù diwar an anv patrom e saozneg. Kadwalan (kaozeal) 31 Eost 2022 da 18:37 (UTC)
Douget e vefen d'ober un adkas eus an anv e saozneg etrezek an anv e brezhoneg kentoc'h evel evit {{Uses Wikidata}} Kadwalan (kaozeal) 31 Eost 2022 da 18:41 (UTC)

Salud dit! Gwelet em eus 'peus cheñchet titl ar pennad Panama ([1]). "Hervez diviz ar gumuniezh" emezout. N'ouzon ket eus peseurt diviz e rez anv aze. Me ne'm eus gwelet nemet ur goulenn a-berzh un den : Implijer:Kadwalan. En amzer da zont e kav din e vefe mat gortoz e vefe meur a zen oc'h embann o soñj a-raok ober ur cheñchamant evel-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Gou 2022 da 10:53 (UTC)[respont]

Salut dit. Kompren a rafen m’am befe gortozet div eur araok adenvel, met gortozet am eus muioc’h evit div sizhun. A-du e oa Y-M D (s.o. ar bajenn gaozeal). Savet eo bet ar goulenn d’ar 6 a viz Gouere, a-walc’h amzer eo evit ma c’hell an holl a fell dezho reiñ o ali hen ober. A-hend all, pegeit e kinnigez gortoz? Tud zo ne fell ket dezho reiñ o ali, petra a ri? Div sizhun zo hir a-walc’h dija pa n’eus den ebet a-enep.
Hag evel atav e c’hell pep tra graet amañ bezañ disc’hraet. Gallout a rez addigeriñ ar gaozeadenn ma fell dit. Huñvreüs (kaozeal) 28 Gou 2022 da 11:39 (UTC)[respont]

Hag ali YMD a oa bet roet e 2009. Evezhiadenn ebet a-raok ma hini, hag hini ebet war-lerc'h a gav din. --Kadwalan (kaozeal) 28 Gou 2022 da 12:31 (UTC)[respont]

Gouzout a ran sevel pennadoù, met gerioù luc'haj zo hag a van digompren din : petra eo htlm, a zisplij kement? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 17 Eost 2022 da 18:16 (UTC)

HTML zo al lavar balizennoù implijet evit ober pajennoù web. Pa aozer pennadoù amañ e vezont troet da HTML gant ar meziant Mediawiki. Peurliesañ e vez diezhomm lakaat balizennoù HTML en ur bajenn. Da skouer, e lec’h lakaat <br> e fin ul linenn, n’eus nemet lakaat ul linenn goullo. Pe e lec’h ober gant ar valizenn HTML <hr> eo gwelloc’h implijout ----. Dre vras e tlefe bezañ « kuzhet » ar balizennoù er pennadoù, pa vez ezhomm anezho eo gwelloc’h lakaat anezho e patromoù. Ma ne rez morse gant traoù etre < ha >, emañ mat an traoù. Huñvreüs (kaozeal) 17 Eost 2022 da 18:31 (UTC)
Trugarez eus da respont met ne gomprenan ket gwelloc'h. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 17 Eost 2022 da 18:51 (UTC)
Re wir, n’eo ket aes 😅. Setu ur skouer gant HTML hag ur skouer gant wikitestenn, evit diskouez an diforc’h (sell ouzh ar vammenn). Huñvreüs (kaozeal) 17 Eost 2022 da 19:32 (UTC)

Pegement a bennadoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Adalek ar bajenn degemer e c'heller tizhout ar bajenn Wikipedia:Deizlevr, ma c'haller lenn an niver a bennadoù savet a viz da viz. Hiziv ne zeuen ket a-benn da skrivañ an niver a bennadoù savet e miz Here, en ur glikañ war kemmañ, er bajenn-se. Soñjet em eus e oa abalamour d'ar cheñchamant 'poa degaset en anv ar patrom. Ha se zo kaoz on distroet war ar cheñchamant-se. Evel-se em eus gallet skrivañ an niver a bennadoù savet a-raok ar 1añ a viz Du. Marteze e oa un doare all da ober, marteze e vije dav kemmañ un dra bennak all. Mat eo "pennadoù brezhonek" din, evel just. Gant ma ne zegaso ket diaesterioù evit skrivañ an niver a bennadoù savet... Marteze e vi gouestoc'h egedon da ziskoulmañ ar gudenn. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Du 2022 da 10:10 (UTC)[respont]

Kompren a ran. Reizhet eo. Huñvreüs (kaozeal) 2 Du 2022 da 10:58 (UTC)[respont]

Krouiñ ur gont[kemmañ ar vammenn]

Dibosubl adezelañ.

@Bianchi-Bihanig ha Beg Lipous: Gallout a rafes kas ur postel din? Huñvreüs (kaozeal) 21 Kzu 2022 da 16:23 (UTC)[respont]
C'hwitet? Beurleudiskobol (kaozeal) 27 Kzu 2022 da 18:35 (UTC)[respont]
N’eo ket, resevet am eus da bostel ha respontet am eus. Huñvreüs (kaozeal) 28 Kzu 2022 da 11:41 (UTC)[respont]

Translation proposal[kemmañ ar vammenn]

Hey, Huñvreüs! I've seen you created the article for Humza Yousaf in Breton, so I thought this proposal might interest you: the article of Diana Aguavil (Q63101957) is the one chosen this week for the Translation of the week, meaning we encourage Wikipedians to translate it into as many languages as possible. Thus, I think it would be lovely to have it in Breton, too! I would really appreciate it. However, if it's not something you'd like to do, obviously ignore the proposal. --Brunnaiz (kaozeal) 31 Meu 2023 da 16:08 (UTC)[respont]

Hello @Brunnaiz: I am not very active these days, you could try posting a request in the Village Pump instead. Huñvreüs (kaozeal) 6 Mez 2023 da 11:40 (UTC)[respont]
Thank you for the recommendation. Multituberculata (kaozeal) 6 Mez 2023 da 11:42 (UTC)[respont]

Translation request[kemmañ ar vammenn]

Hello.

Can you create the article en:Laacher See, which is the third most powerful volcano in Europe after Campi Flegrei and Santorini, in Breton Wikipedia?

Yours sincerely, Multituberculata (kaozeal) 6 Mez 2023 da 09:49 (UTC)[respont]

Hello @Multituberculata: I am not very active these days, you could try posting a request in the Village Pump instead. Huñvreüs (kaozeal) 6 Mez 2023 da 11:40 (UTC)[respont]
Because I don't know Breton, where in that page do I put the request? Multituberculata (kaozeal) 6 Mez 2023 da 11:44 (UTC)[respont]
I have figured it out and put the request. Multituberculata (kaozeal) 6 Mez 2023 da 11:50 (UTC)[respont]

Need your input on a policy impacting gadgets and UserJS[kemmañ ar vammenn]

Dear interface administrator,

This is Samuel from the Security team and I hope my message finds you well.

There is an ongoing discussion on a proposed policy governing the use of external resources in gadgets and UserJS. The proposed Third-party resources policy aims at making the UserJS and Gadgets landscape a bit safer by encouraging best practices around external resources. After an initial non-public conversation with a small number of interface admins and staff, we've launched a much larger, public consultation to get a wider pool of feedback for improving the policy proposal. Based on the ideas received so far, the proposed policy now includes some of the risks related to user scripts and gadgets loading third-party resources, best practices for gadgets and UserJS developers, and exemptions requirements such as code transparency and inspectability.

As an interface administrator, your feedback and suggestions are warmly welcome until July 17, 2023 on the policy talk page.

Have a great day!

Samuel (WMF), on behalf of the Foundation's Security team 7 Gou 2023 da 23:02 (UTC)[respont]

Tagadennoù personel[kemmañ ar vammenn]

https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Coordination_anti-r%C3%A9pressive_de_Bretagne Dakbzh (kaozeal) 22 Her 2023 da 11:57 (UTC)[respont]

Graet (s.o. pajenn gaozeal). Evel-just e c’hoarvez ar sotonioù-mañ pa vezan e vakañsoù… Huñvreüs (kaozeal) 27 Her 2023 da 20:53 (UTC)[respont]
Trugarez. A galon. Dakbzh (kaozeal) 28 Her 2023 da 11:15 (UTC)[respont]

"Abuse" ha "harassment" ?[kemmañ ar vammenn]

Ne c'hallan ket enrollañ ur pennad diwar-benn an naturelour John Muir (1838-1914). Setu ar gemennadenn a zeu war wel :

Anavezet eo an ober-mañ evit bezañ noazus, harzet eo bet dre-se. Ma soñj deoc'h e oa reizh ho kemm, trugarez da vont e darempred gant ur merour, ha lavarit ar pezh edoc’h o klask ober. Setu un deskrivadur berr eus ar reolenn drougimplij en deus hoc’h ober klokaet ganti: Crosswiki abuse and Anti-harassment

N'eus liamm diavaez dañjerus ebet er pennad, din da c'houzout. Marteze e c'hellfec'h kavout an abeg ? Trugarez deoc'h en a-raok. 2A01:CB08:8919:A500:5F7:884A:28E0:5BCD 28 Her 2023 da 19:32 (UTC)[respont]

Adsavet eo bet ar pennad gant Wikibayer, ur merour hollek. Ur pennad all da nebeutañ zo da adsevel abalamour d’ar memes sil hollek a dalv er wikioù bihan, mont a ran da deurel ur sell. Huñvreüs (kaozeal) 29 Her 2023 da 08:46 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h ! 2A01:CB08:8919:A500:74C0:469F:43BC:28C2 29 Her 2023 da 09:42 (UTC)[respont]

Demat. Pennad da vout gwarezet? Dakbzh (kaozeal) 30 Her 2023 da 08:30 (UTC)[respont]

🤷 Damwarezet am eus anezhañ evit ur sizhun, gwelet a vo. Huñvreüs (kaozeal) 30 Her 2023 da 09:52 (UTC)[respont]
Trugarez. A galon. Dakbzh (kaozeal) 30 Her 2023 da 15:18 (UTC)[respont]