Acanthisittidae
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Acanthisittidae a zo ur c'herentiad e rummatadur an evned, termenet e 1872 gant al loenoniour svedat Carl Jacob Sundevall (1801-1875)[1].
Diouzh Doare 14.2 an IOC World Bird List[2] ez ae tri genad golvaneged bihan d'ober ar c'herentiad :
Genadoù (renket diouzh an urzh filogenetek)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Acanthisitta - Lafresnaye, 1842 (1 spesad),
- Xenicus - G.R.Gray, 1855 (2 spesad, 1 aet da get en o zouez),
- Traversia - Rothschild, 1894 (1 spesad, aet da get).
Emañ (Edo) brosezat an holl e Zeland-Nevez.
Bez' e oa eus daou c'henad all gwechall-gozh hag a zo anavezet en abeg d'o c'harrekaennoù :
- Dendroscansor - Millener & Worthy, 1991 (1 spesad (†)),
- Pachyplichas - Millener, 1988 (2 spesad (†)).

