Mont d’an endalc’had

Kaldeira

Eus Wikipedia
Poltred dre loarell eus kaldeira Enez-Fernandina, en Inizi Galápagos.
Mont en-dro tarzhadenn Menez Mazama, ur skouer kaldeira o stummañ

Kaldeira[1], kaldera[2] a reer e douaroniezh eus ur gleuzenn ledan e stumm ur chidhouarn a vez savet nebeut amzer goude ma vez goullonderet kambr vagma ur menez-tan o paouez dislonkañ. Pa vez taolet kementadoù magma bras e berr amzer e harp ar reier a-us d’ar gambr vagma war re nebeut a dra. Kouezhañ a ra neuze gorre an Douar er gambr vagma goullo pe hanter c'houllo, ar pezh a lez ur gleuzenn ledan war-c'horre an Douar, dezhi etre ur c'hilometr ha meur a zek kilometr treuz[3]. Daoust ma vez deskrivet a-wezhioù evel ur c'hrater ez eo kentoc'h un doare founilh en douar, pa vez savet gant un disac'hadenn kentoc'h evit gant un darzhadenn pe ur stokadenn. E-keñver ar miliadoù a darzhadennoù menezioù-tan a c'hoarvez bep kantved ez eo un darvoud ral gwelet ur c'haldeira nevez. Ne c'hoarvez nemet un nebeud gwezhioù bep kantved[4]. N'anavezer nemet seizh kaldera nevez krouet etre 1911 ha 2016[4]. Nevez zo ez eus savet ur c'haldeira nevez e Kīlauea, e Hawaii e 2018[5].

Amprestet eo bet ar ger caldeira digant ar portugaleg. Kar eo d'ar ger spagnolek caldera, ha d'ar ger Latin caldaria, a dalvez "chidhouarn"[6]. Implijet e oa bet ar ger caldera evit ar wezh kentañ er c'heriaoueg geologel gant ar geologour alaman Leopold von Buch pa embannas eñvorennoù e veaj en Inizi Kanariez e 1815[7], pa welas evit ar wezh kentañ Kaldeira Las Cañadas e Tenerife, gant ar menez Teide a-us, ha goude-se Caldera de Taburiente e La Palma[8][6].

Seurtoù kaldeiraoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaldeiraoù tarzhus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhout a ra tarzhadennoù kaldeira pa vez leun ar gambr vagma gant magma a zo puilh an dioksidenn silikiom[9] ennañ. Gludek-kenañ eo ar magma-se, hag abalamour da se ne ver ket en un doare aes evel ar bazalt[10]. Ar magma zo ennañ ivez kalz gazoù dileizhet, betek ur Rann dolzel a 7 wt% evit ar magmaoù ma vez puilhañ an dioksidenn silikiom ennañ[11]. Pa dosta ar magma da c'horre an Douar, an digresk er gwask kenfinañ a laka ar gazoù da vont kuit a-dizh eus ar magma, ar pezh a laka ar magma a-dammoù hag a brodu ur meskaj ludu volkanek ha tefraoù all gant gazoù tomm-kenañ[12].

Ar meskaj ludu ha gazoù volkanek a sav da gentañ en aergelc'h e stumm un golonenn darzhadenn. Koulskoude a-feur ma kresk ar c'hementad danvez dislonket, n'eo ket gouest ar golonenn darzhadenn da gas aer a-walc'h da genderc'hel da sevel, ha kouezhañ a ra en ur glaviad tefraoù war al leur e stumm ur [froud piroklastek]][13]. Tarzhadennoù a-seurt-se a c'hall kas ludu war dachennoù bras, e doare ma n'eus nemet an tufoù a sav diwar al ludu dislonket e-pad tarzhadennoù kaldeiraoù a seurt-se o deus kementadoù hag a gevez ouzh ar bazalt dislonket gant ar menezioù-tan[10]. Da skouer, pa darzhas Kaldeira Yellowstone evit ar wezh diwezhañ, 650 000 vloaz zo, e tislonkas war-dro 1 000 km³ danvez evel ma oa muzuliet e kementadoù roc'h fetis kevatal (DRE), a c'holoas un darn vras eus Norzhamerika gant ouzhpenn daou vetrad atredoù[14].

Anavout a reer tarzhadennoù o deus savet kaldeiraoù brasoc'h c'hoazh, evel kaldeira La Garita e Menezioù San Juan e Colorado, ma oa dislonket tuf Fish Canyon war 5 000 km³ e tarzhadennoù c'hoarvezet war-dro 27,8 milion a vloavezhioù zo[15][16].

Ar c'haldeiraoù produet gant hevelep tarzhadennoù a vez leun a duf, riolit ha mein magmaek[17]. Kelc'hiet e vez ar c'haldeiraoù gant ur gwiskad ludu[18][19].

Pa gendalc'h magma da flistrañ er gambr vagma kouezhet en he foull e c'hall sevel kreiz ar c'haldeira e stumm ur volz adsav evel ma weler er c'haldeira Valles, e Lenn Toba en Indonezia, e tachenn volkanek San Juan[20], Cerro Galán[21], Yellowstone[22], ha kalz kaldeiraoù all[20].

Abalamour ma c'hall ar c'haldeiraoù-se dislonkañ war gantadoù pe zoken miliadoù a gilometradoù karrez danvez da-geñver un darvoudenn hepken, e c'hallont degas heuliadoù drastus evit an endro. Tarzhadennoù bihan zoken o deus savet kaldeiraoù, evel hini ar C'hrakatau e 1883[23], pe hini Menez Pinatubo e 1991[24], a c'hall degas distrujoù bras tro-dro hag ur "goañv volkanek", un digresk {{Gwrezverk|gwrez]], er bed a-bezh. Kaldeiraoù brasoc'h a c'hall degas heuliadoù brasoc'h c'hoazh. Gallout a reer gwelet efed tarzhadenn ur c'haldeira bras pa seller ouzh istor tarzhadenn Lenn Toba.

Da vareoù zo ez eus savet kaldeiraoù riolitek a-strolladoù. Dilerc'hioù an hevelep strolladoù a c'haller kavout e lec'hioù evel Rùm e Bro-Skos[17], Menezioù San Juan e Colorado (stummet e-doug an Oligoken, ar Mioken, hag ar Plioken) pe hini Aridennad menezioù Saint Francois e Missouri (a darzhas e-pad ar Proterozoeg)[25].

Kalderaoù na darzhont ket

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kaldeira Sollipulli, e kreiz Chile e-kichen an harzoù gant Arc'hantina, zo leuniet gant skorn. Emañ ar menez-tan e su an Andoù er Parque Nacional Villarica.[26]

Menezioù-tan zo, evel menezioù-tan gweleadek bras Kīlauea ha Mauna Loa en Enez Hawai‘i, a sav kaldeiraoù en un doare disheñvel. Ar magma a voueta ar menezioù-tan-se zo bazalt, dister ar c'hementad dioksidenn silikiom ennañ. Abalamour da se, n'eo ket ken gludek ar magma evit hini ur menez-tan riolitek, ha goullonderet e vez ar gambr vagma gant beradennoù lava kentoc'h evit gant tarzhadennoù. Anavezet e vez ar c'haldeiraoù a-seurt-se evel "kaldeiraoù disac'het" ha tamm-ha-tamm e c'hellont stummañ. Da skouer, ar c'haldeira war-laez Enez Fernandina zo kouezhet en e boull e 1968 pa gouezhas ul lodenn eus leur ar c'haldeira eus 350 m[27].

Kalderaioù e diavaez an Douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe deroù ar bloavezhioù 1960 e ouier ez eus bet volkanegezh war planedennoù ha loaroù all e Koskoriad an Heol. Dizoloet ez eus bet roudoù menezioù-tan e Gwener, Meurzh, al Loar, ha Io, ul loarell eus Yaou. Hini ebet eus ar planedennoù-se n'o deus a dektonik ar plakennoù zo penn-kaoz da 60% eus obererezh ar menezioù-tan war an Douar (dont a ra ar 40% a chom eus volkanegezh ar poentoù tomm)[28]. Heñvel eo framm ar c'haldeiraoù war an holl gorfoù-egor-se, daoust ma cheñch kalz ar vent anezhe. Treuz keitat ar c'haldeiraoù e Gwener zo 68 km. War Io ez eo tost da 40 km. Tvashtar Paterae eo ar brasañ moarvat, dezhi 290 km treuz. War Veurzh, an treuz keitat zo 48 km, bihanoc'h evit war Gwener. Ar c'haldeiraoù war an Douar eo ar re vihanañ ha mont a reont eus 1,6 da 80 km[29].

  1. Gourel, Dictionnaire des sciences et des techniques – Brezhoneg21
  2. Benel, Martial Ménard Dictionnaire français-breton (2020) p. 200-b.
  3. (2002-02-01) "Cyclic caldera collapse: Piston or piecemeal subsidence? Field and experimental evidence". Geology 30 (2): 135–138. DOI:<0135:CCCPOP>2.0.CO;2 10.1130/0091-7613(2002)030<0135:CCCPOP>2.0.CO;2. ISSN 0091-7613
  4. 4,0 ha4,1 (15 July 2016) "Gradual caldera collapse at Bárdarbunga volcano, Iceland, regulated by lateral magma outflow". Science 353 (6296): aaf8988. DOI:10.1126/science.aaf8988
  5. (2019) "Anatomy of a Caldera Collapse: Kīlauea 2018 Summit Seismicity Sequence in High Resolution". Geophysical Research Letters 46 (24): 14395–14403. DOI:10.1029/2019GL085636
  6. 6,0 ha6,1 (February 2005) "Calderas and caldera structures: a review". Earth-Science Reviews' 69 (1–2): 1–26. DOI:10.1016/j.earscirev.2004.06.004
  7. Levr Leopold von Buch, Physical Description of the Canary Isles a oa embannet e 1825.
  8. (1820) Ueber die Zusammensetzung der basaltischen Inseln und ueber Erhebungs-Cratere. Berlin : University of Lausanne. 
  9. Ar silik, SiO2.
  10. 10,0 ha10,1 (2009) Principles of igneous and metamorphic petrology, 2nd, Cambridge, UK : Cambridge University Press. ISBN 9780521880060. 
  11. (2003) Volcanism. Berlin : Springer. 42–43 p. ISBN 9783540436508. 
  12. Schmincke, 2003, pp. 155-157
  13. Schmincke, 2003, p. 157
  14. (May 10, 2005) "Steam Explosions, Earthquakes, and Volcanic Eruptions—What's in Yellowstone's Future? – U.S. Geological Survey Fact Sheet 2005–3024"
  15. What's the Biggest Volcanic Eruption Ever?. livescience.com (10 November 2010).
  16. (August 2013) "The 36–18 Ma Indian Peak–Caliente ignimbrite field and calderas, southeastern Great Basin, USA: Multicyclic super-eruptions". Geosphere 9 (4): 864–950. DOI:10.1130/GES00902.1
  17. 17,0 ha17,1 (2000-11-01) "Caldera formation in the Rum Central Igneous Complex, Scotland". Bulletin of Volcanology 62 (4): 301–317. DOI:10.1007/s004450000099. ISSN 1432-0819
  18. (10 December 1995) "Correlation and emplacement of a large, zoned, discontinuously exposed ash flow sheet: The 40 Ar/ 39 Ar chronology, paleomagnetism, and petrology of the Pahranagat Formation, Nevada". Journal of Geophysical Research: Solid Earth 100 (B12): 24593–24609. DOI:10.1029/95JB01690
  19. (February 2016) "Estimating the eruptive volume of a large pyroclastic body: the Otowi Member of the Bandelier Tuff, Valles caldera, New Mexico". Bulletin of Volcanology 78 (2): 10. DOI:10.1007/s00445-016-1000-0
  20. 20,0 ha20,1 (1968) "Resurgent Cauldrons". Geological Society of America Memoirs 116: 613–662. DOI:10.1130/MEM116-p613
  21. (November 2017) "Experimental and petrological constraints on long-term magma dynamics and post-climactic eruptions at the Cerro Galán caldera system, NW Argentina". Journal of Volcanology and Geothermal Research 347: 296–311. DOI:10.1016/j.jvolgeores.2017.09.021
  22. (April 2015) "Magma and fluid migration at Yellowstone Caldera in the last three decades inferred from InSAR, leveling, and gravity measurements". Journal of Geophysical Research: Solid Earth 120 (4): 2627–2647. DOI:10.1002/2014JB011502
  23. (2009) "Climate effects of the 1883 Krakatoa eruption: Historical and present perspectives". VJSCHR. Natf. Ges. Zürich 154: 31–40
  24. (15 February 2002) "PINATUBO ERUPTION: The Climatic Aftermath". 'Science' 295 (5558): 1242–1244. DOI:10.1126/science.1069903
  25. (1981) Geology of the Precambrian St. Francois Terrane, Southeastern Missouri. Missouri Department of Natural Resources, Division of Geology and Land Survey. OCLC 256041399. Patrom:Page needed
  26. EO (2013-12-23).
  27. Patrom:Cite gvp
  28. (19 February 2008) "Volcanism on Other Planets", Fundamentals of Physical Volcanology. Blackwell Publishing. 190–212 p. ISBN 978-0-632-05443-5. OCLC 173243845. 
  29. (2008) "Magma-Chamber Geometry, Fluid Transport, Local Stresses and Rock Behaviour During Collapse Caldera Formation", Caldera Volcanism: Analysis, Modelling and Response, Developments in Volcanology. 313–349 p. DOI:10.1016/S1871-644X(07)00008-3. ISBN 978-0-444-53165-0.