Enez Fernandina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enez Fernandina
Div eus Inizi Galápagos: Enez Fernandina, an hini vihan en tu kleiz, Enez Isabela, an hini vras en tu dehoù.

Enez Fernandina, pe Isla Fernandina e spagnoleg (Fernandina Island, pe Narbrough Island, e saozneg), zo un enezenn vihan didud er Meurvor Habask hag unan eus an Inizi Galápagos, en Ecuador. E-kichenik an Enez Isabela emañ.

Dont a ra an anv eus hini ar Roue Fernando II Aragon, a arc'hantas beaj Kristof Kolomb .

Ur menez-tan zo enni, anvet La Cumbre, 1 494 metrad uhelder dezhañ.

Ar menez-tan La Cumbre, 1 494 metrad uhelder, en Enez Fernandina.